Banniel Montenegro

Eus Wikipedia
Banniel Montenegro (2004–bremañ)

Banniel Montenegro a zo bet cheñchet d'an 12 a viz Gouhere 2004 gant Parlamant ar vro. Deuet eo da vezañ ur banniel ruz, gant ur bordeür aour, en e greiz ardamezioù ar vro bet degemeret e 1993.
An ardamezioù-se a zo diazezet war re ar roue Nikola. Lezet eo bet a-gostez avat e bennlizherennoù NI (e lizherennoù kirillek).
Kenfeur ar banniel a zo 1:2.




Bannieloù kozh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Banniel Montenegro (1993-2004)

Heñvel e oa ouzh hini Serbia adalek 1945 betek 1993, betek ma oa bet cheñchet arliv ar glaz evit unan sklaeroc'h, heñvel ouzh unan hengounel implijet er vro, war ar gwiskamantoù paneveken, hag ar c'henfeur 1:3 e-lec'h 1:2.


Republik sokialour Montenegro (1945-1993)

Betek 1992 e oa Montenegro ul lodenn eus Republik Kevreadus Sokialour Yougoslavia. Ur steredenn ruz a oa e-kreiz ar banniel. Heñvel-mik e oa ouzh hini Serbia d'ar mare-se. Kenfeur 1:2.

Bannieloù kozh Montenegro a oa diazezet war an triliv a-blaen ruz-glas-gwenn (arouez unanded etre ar Slaved, an arliv sklaer eus ar glaz a oa hini ar gwiskamantoù hengounel).