Kod Etrebroadel an Arouezioù(ICS / International Code of Signals) a reer eus ur reizhiad arouezioù hag a ro tro da forzh pe vag er bed da eskemm kemennadennoù gant forzh pe lestr all.
E miz Gwengolo 1965 e voe degemeret en Aozadur ar Broadoù Unanet gant an IMCO/OMCI (Inter-Governmental Maritime Consultative Organization/Organisation Maritime Consultative Intergouvernementale)[1].
Savet eo diwar 26 arouez al lizherenneg latin hag an dek sifr eus 0 da 9.
Gitonioù eo al lizherennoù A ha B, bannieloù al lizherennoù C betek Z; bannieloù dibar a anver seizennoù e yezh ar voraerion eo ar sifroù.
Ouzhpenn ar 36 arouez-se ez eus 4 all, tric'hornek o stumm, hag a dalvez da addiskouez un arouez kent pa ne vez ket a-walc'h ag arouezioù e bourzh.
Meur a zoare zo da implijout an arouezioù:
a lizherenn da lizherenn evit digejañ ur giminiadezh;
dre ster etrebroadel pep arouez;
dre vodañ arouezioù da stummañ ur ster etrebroadel anavezet gant pep lestr a-drugarez d'un teuliad hag a chom e bourzh — ar SHOM 32 eo evit Breizh ha Bro-C'hall[2].
Ouzh un driñs e vez diskouezet an arouezioù, eus al laez d'an traoñ en ul lezel lec'h evit un arouez etre pep ger.
Ouzhpenn aroueziañ ul lizherenn dre ziskouez e vez anvet pep banniel hervez kod an nijerezh trevourel, bet termenet gant an ICAO||OACI (International Civil Aviation Organization||Organisation de l'Aviation Civile Internationale).
Pep banniel a zoug ur gemennadenn dispar, pa ne vez ket savet en e unan pe vodet gant unan arall.
«Splujer dindan vor; chomit a-vaez ha mordoit gorrek.»
B
BRAVO
— •••
«O kargañ, o tiskargañ pe o tougen danvez dañjerus.»
C
CHARLIE
— • — •
1. «Ya.» 2. «Diogelus e oa ar gemennadenn gent.»
D
DELTA
— • •
«Chomit a-vaez din, diaes eo din leviata.»
E
ECHO
•
«Kemmet ma fenn, emaon o tont war stribourzh.»
F
FOXTROT
• • — •
«Distur emaon; deuit e darempred ganin.»
G
GOLF
— — •
1. «Ul loman am eus ezhomm.» 2. Pesketa: «Emaon o c’horren ma rouedoù.»
H
HOTEL
• • • •
«Loman e bourzh.»
I
INDIA
• •
«Kemmet ma fenn, emaon o tont war vabourzh.»
J
JULIET
• — — —
1. «Chomit a-vaez; tan-gwall e bourzh ha danvez dañjerus ganin.» 2. «Danvez dañjerus o fuañ.»
K
KILO
— • —
1. «Fellout a ra din mont e darempred ganeoc’h.» 2. «Komzit.»
L
LIMA
• — • •
1. «Chomit a-sav diouzhtu.» 2. Er porzh: «Lestr e dale-porzhiañ.»
M
MIKE
— —
«Paouezet eo ma bag ha n’he deus ket a herr ken.»
N
NOVEMBER
— •
1. «Nann.» 2. «Nac'hus e oa ar gemennadenn gent.»[3]
O
OSCAR
— — —
«Un den er mor.»
P
PAPA
• — — •
1. Er porzh: «An holl dud da vont e bourzh, ret d'ar vag mont kuit. 2. War vor, pesketa: «Sac’het eo ma rouedoù.» 3. War vor, dre son: «Ul loman am eus ezhomm.»
Q
QUÉBEC
— — • —
«Salv eo ma bag, goulenn a ran gwir da dremen.»
R
ROMEO
• — •
– Arouez argerzhadur - Ne vez ket implijet en e unan –
S
SIERRA
• • •
«War-souz emaon.»
T
TANGO
—
Pesketa: «Chomit a-vaez, emaon o pesketa a-zaou.»
U
UNIFORM
• • —
«Emaoc’h o vont war goll.»
V
VICTOR
• • • —
«Sikour am eus ezhomm.»
W
WHISKEY
• — —
«Ur mezeg am eus ezhomm.»
X
X-RAY
— • • —
«Paouezit da embreger ha taolit pled da 'm arouezioù.»
Y
YANKEE
— • — —
«Emañ ma eor o stlejañ.»
Z
ZULU
— — • •
1. «Ur ramoker am eus ezhomm 2. Pesketa: «Emaon o teuler ma rouedoù.»
Kemennadennoù resis a c'heller kas dre implijout 2 lizherenn; kantadoù anezho zo er SHOM 32, pa glasker plediñ gant kement darvoudenn hag a c'hellje c'horvezout pa vezer o verdeiñ.
Setu amañ un nebeud anezho.
Pa ne vez nemet ur rumm arouezioù e bourzh ne c'heller ket diskouez meur a wech an hevelep banniel en ur bomm; gant banielloù erlerc'hiañ e reer neuze.
Ouzhpenn lizherenneg etrebroadel an arhentañ mor e ra AFNA gant ar c'hod ATP 1A(Allied Tactical Publication n°1-A) evit pellgehentiñ etre listri-brezel.
A-wechoù e vez feurmet pe zeoget listri gant AFNA; dre ma 'z eo ATP 1A ur c'hod dangel evit an difenn e rank al listri brezel pellgentiñ gant al listri all dre ar c'hod etrebroadel. Ur
seizenn arbennik, anvet «seizenn ar c'hod» – Answer e saozneg – a vez gorreet kent ar gemennadenn neuze, evit merkañ e rank bout lennet e SHOM 32 e-lec'h ATP 1A.