Arzh

Eus Wikipedia
Pennadoù An Arzh ha Arzh (lec'hanvadurezh) zo ivez.
Arzhed

Un arzh
Rummatadur filogenetek
Riezad : Animalia
Skourrad : Chordata
Kevrennad : Mammalia
Urzhad : Carnivora
Kerentiad : Ursidae
D'ar vevoniezh

e tenn ar pennad-mañ.

Un arzh a zo ur bronneg palvgerzher renket en urzhiad ar c'higdebrerien, e kerentiad an arzheged (Ursidae).

Perzhioù hollek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez perzhioù an arzhed e kaver ur vent vras, ur c'horf tev, ur moj hir, divskouarn ront, izili nerzhek gant pavioù ledan, ur grevenn fetis, ul lost berr, skilfoù ha n'int ket pak-dispak. Barrek-mat int evit ar c'hwesha hag ar selaou. Implij a reont o dent bras evel ostilhoù hag o skilfoù hag a c'hell drailhañ, toullañ ha pakañ.
Pa'z int gouest da gerzhout war o zreid e seblantont bale evel an dud.

Spesadoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E-touez ar spesadoù arzhed emañ :


Wikeriadur
Sellit ouzh ar ger arzh er
wikeriadur, ar geriadur frank.