Maroko

Eus Wikipedia
Mont d’ar merdeerezh Mont d’ar c’hlask
Maroko
المملكة المغربية
Al-Mamlakah al-Maghribīyyah
ⵜⴰⴳⵍⴷⵉⵜ ⵏ ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ
Tagldit n Lmaɣrib
Banniel Maroko Skoed Ardamez Maroko
Banniel Ardamezioù
Ger-stur broadel : الله، الوطن، الملك
Allāh, al-Waţan, al-Malik
"Doue, ar Vro, ar Roue"
LocationMorocco3.svg
Lec'hiadur Maroko
Yezhoù ofisiel arabeg ha tamazigh
Kêr-benn Rabat
Statud politikel Rouantelezh vonreizhel
Roue Mohamed VI (محمد السادس, ⵎⵓⵃⵎⵎⴷ ⵡⵉⵙⵙ ⵚⴹⵉⵚ)
Kentañ ministr Aziz Akhannouch (عزيز أخنوش, ⵄⴰⵣⵉⵣ ⴰⵅⵏⵓⵛ)
Gorread
-En holl
-% dour

446 550 km²
0,056
Poblañs
-Hollad
-Stankter ar boblañs

33 241 259 (2005)
70/km²
Dizalc'hiezh (diouzh Frañs)
2 a viz Meurzh 1956
Moneiz Dirham Maroko (MAD)
Kan broadel Kan broadel Maroko (Nachid waţani maghribi)
Devezh ar vro 2 a viz Meurzh
Kod war ar Genrouedad .ma
Kod pellgomz +212
Maroko

Rouantelezh Maroko, pe Maroko ent-berr (المغرب, al-Maġrib en arabeg; ⵍⵎⴰⵖⵔⵉⴱ Lmaɣrib e tamazight), a zo ur vro e gwalarn kevandir Afrika. Bevennet eo gant ar Mor Kreizdouar en hanternoz, gant Aljeria er reter, gant ar Meurvor Atlantel er c’hornôg, ha gant Sahara ar C'hornôg er c’hreisteiz (douaroù aloubet gant Maroko e 1975). Rabat eo ar gêr-benn velestradurel ha politikel, ha Casablanca ar gêr vrasañ hag ar gêr-benn armerzhel. Div gêr stag ouzh Spagn a zo enklozet e Maroko, war aod ar Mor Kreizdouar: Ceuta (Sabta) ha Melilla (Maliliya).

Ar Menezioù Atlas a dreuz ar vro penn-da-benn, eus ar mervent d’ar biz. Er reter hag er su d’ar menezioù-se en em led dezerzh ar Sahara, m’eo gwall zistank an dud. Emañ an darn vrasañ eus annezidi Maroko o chom er gwalarn da aradennad an Atlas. Aodoù he deus ar vro war ar Mor Kreizdouar en Norzh hag ar Meurvor Atlantel er C'hornôg. 34 milion a annezidi he deus hervez niveradeg 2014, ha 446 550 km² zo dezhi (47,51 ann./km²) pe 710 850 km² gant Sahara ar C'hornôg.

An arabeg hag an tamazigh eo ar yezhoù ofisiel. Div yezh a vez kaozeet er vro: arabeg Maroko, zo disheñvel-mat diouzh an arabeg unvan, hag ar berbereg (anvet tamazight alies). Ledet a-walc’h eo an anaoudegezh eus ar galleg, yezh an drevadennourien gozh, hag ar spagnoleg e lodennoù ’zo eus ar vro. Implijet e vez ar galleg en ensavadurioù gouarnel, er mediaoù, er bed ekonomikel hag en diplomatiezh. Kelennet e vez dre ret en holl skolioù Maroko.

Ezel eo Maroko eus an ABU, ar Gevre Arab, Unaniezh Afrika, Unaniezh Maghrib Arab, Aozadur ar c'henober islamek, Aozadur etrebroadel ar frankofoniezh, Strollad ar 77, Unaniezh evit ar C'hreizdouar, ha war ar renk emañ evit emezelañ da Gumuniezh Armerzhel Stadoù Kornôg Afrika.

An Islam, an "arabiezh" hag an "amazighiezh" a zo despizet gant bonreizh ar rouantelezh evel « lodennoù diazez » identelezh ar bobl varokan. Relijion ar Stad eo an Islam, met diogelaet eo gantañ ar frankiz azeuliñ evit an holl relijionoù.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Roudoù Hominidae zo bet kavet hag a zo 700 000 bloaz kozh. Er Ragistor e oa o chom Berbered eno. Diazezet e voe ar pezh a vez gwelet evel ar stad varokan kentañ gant an emir Idris Iañ e 789.

Un nebeud mareoù pouezus en istor ar vro :

Armerzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pempvet armerzh Afrika eo hini Maroko, hag an trede er Maghreb goude Ejipt hag Aljeria. Tremenet eo ar PDG eus 56 da 107 miliard a zolaroù etre 2004 ha 2014, ha mestroniet eo ar monc'hwez gant ur c'heitad bloaz 1.8 %. Hervez ministrerezh an armerzh e oa 1.6% ar monc'hwez e 2015, ha 4.8 % ar c'hresk, sachet gant ur bloavezh labour-douar mat, ur sifr uheloc'h eget ar 4.4% a oa bet rakwelet gant al lezenn arc'hant 2015.

Bras e chom an digevatalderioù sokial avat, hervez un danevell savet gant an AMG Oxfam[1].

Sevenadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Brudet eo ar fantasia varokan, un abadenn varc'hegezh hengounel a denn d'ar meuriad, d'al labour-douar ha d'ar relijion. Graet e veze bep bloaz e koulz ar mousem, gouel an eostoù ha gouel sant ar meuriad. E-pad an arvest-se e vez drevezet argadoù gant ar varc'hegerien war o c'hezeg harnezet brav, o tennañ gant o fuzuilh poultr-tarzh.

Spisoù a vez implijet kalz er c'heginerezh marokan hag a zo ur meskad eus ar re vorian, europat ha kreizdouarat. Produet e vez safron e Tetouan, bent hag olivez e Meknes, hag orañjez ha sitroñs e Fes. Kig-yar eo ar c'hig ar muiañ debret er vro, a-raok kig-bevin ha kig-dañvad. Kouskous ha tajin eo ar meuzioù brudetañ.

Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]