Enklozadur

Eus Wikipedia
C zo un enklozadur eus A hag un ezklozadur eus B.

E yezh an douaroniezh e vez graet enklozadur pe sankenn diabarzh eus un tamm douar zo gronnet penn-da-benn gant un tiriad diavaez all. Ma vez an aotrouniezh war an douar-se gant un vro all e vez lavaret ez eo un ezklozadur pe ur sankenn diavaez eus ar vro-se ivez.

Diwezhat a-walc’h eo deuet keal an enklozadur d'ober e dreuz e luc’haj an diplomategezh. Ne vez ket kavet e saozneg a-raok 1868. Amprestet eo bet ar ger enclave gant ar yezh-se digant ar galleg a oa yezh an diplomategezh, al lingua franca, d'an ampoent. Ster ar ger er yezhoù-se a zeu eus al latin diwezhañ inclavatus a dalvez prennet, alc’hwezet (eus al latin diwezhañ clavis, alc’hwez). E brezhoneg eo bet savet ar ger diwar ar rakger en (diabarzh) ha klozañ (serriñ). Kavet e vez ken abred ha geriadur Vallée e 1931. Keal an ezklozadur, diwar ar rakger ez (diavaez), zo en em zispaket e bed an diplomategezh e-tro 30 vloaz war-lerc’h hini an enklozadur.

Meur a abeg zo da diriadoù zo da vezañ enklozet. Abegoù istorel, politikel pe douaroniel. Takadoù zo, da skouer, zo deuet da vezañ enklozadurioù traken peogwir e oa bet cheñchet naoz gant ur stêr.

Diaezamantoù fraezh a sav diwar bevañ en un enklozadur. Emglevioù liesseurt zo da vezañ kavet etre meur a vro evit ar chomlec’hioù, an tredan pe ar gwirioù tremenerezh. Setu perak eur tuet da glask en em zizober anezho ha kalz enklozadurioù a oa en amzer dremenet zo bet diverket bremañ.

E diabarzh ur vro zoken e oa niverus an enklozadurioù relijiel er Grennamzer. E Breizh eo brudet parrezioù enklozet eskopti Dol dreist-holl. E Bro-Saoz e veze graet peculiars eus ar parrezioù enklozet.

Stadoù enklozet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lesotho (e gwer) zo enklozet-mik e-barzh Suafrika.

Stadoù zo zo enklozet o ziriad penn-da-benn en ur Stad all. Setu n'int ket ezklozadurioù. 3 Stad zo evel-se :

Gwelet ivez Roll ar broioù dezho harzoù gant ur vro all hepken.

Stadoù arvorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Stadoù zo a c’hall bezañ enklozet e Stadoù all, war-bouez ul lodennig arvorel bennak eus ar vro a c’hallont drezi en em zigeriñ war-du ar mor bras. Un tamm trepasig n'eo ken koulskoude.

  • Ar Stad heverkañ evel-se eo Gambia a vije enklozet klok e-barzh ar Senegal paneve ur vandennig 50 km a-hed aod ar meurvor atlantel.
  • Sultanelezh Brunei e diabarzh Malaysia. Brunei a ya div lodenn arvorel distag d'hec’h ober. Gallout a reer sellet ouzh distrig bihan Temburong evel un ezklozadur eus Brunei pe evel un enklozadur e Malaysia. Amañ koulskoude ez eo astennet gorread ar vro gras d'ar 'vandenn arvorel'.
  • Priñselezh Monaco e Frañs.

Ha pa vefe stok Portugal, Korea hag Iwerzhon ouzh ur Stad all hepken, ez eo bras a-walc’h an digor anezho war an doureier etrebroadel evit na vefe ket sellet outo evel ouzh damenklozadurioù. Kemend-all a c’haller lavaret diwar-benn Breizh e-keñver Frañs.

Troc’hadoù arvorel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiriadoù zo n'haller mont dezho nemet dre dreuziñ an doureier etrebroadel. Graet e vez troc’hadoù eus ar vammvro anezho kentoc’h eget enklozadurioù rak n'int ket enklozet a bep tu gant tiriadoù estren. Da skouer :

Kalz broioù zo dezho troc’hadoù arvorel n'hallont ket bezañ tizhet war-eeun adal ar c’hevandir nemet dre vor pe dre aer. Skouer splannañ an degouezh-mañ eo Alaska distag eus ar peurrest eus ar Stadoù-Unanet dre Kanada. Div lodennig vihan all eus SUA da nebeutañ n'hallont bezañ tizhet nemet dre Kanada : Point Roberts e gwalarn Washington hag an Northwest Angle e Minnesota, ur c’hourenez a hed al Lake of the Woods. E lodenn su pellañ Kroatia eo rannet darn eus kontelezh Dubrovnik-Neretva eus ar peurrest eus ar vro dre un trepasig moan e Bosnia ha Herzegovina.

Gwelet ivez: Roll an enklozadurioù etrebroadel hag ar roll er pennad Ezklozadur.

Enklozadurioù gwirion[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez enklozadurioù gwirion eus an tiriadoù zo beli ur Stad warno met n'haller ket mont eno hep treuziñ ur Stad all. Skouer vrudetañ an degouezh-mañ a oa Berlin ar C’hornôg a-raok adunanidigezh Alamagn a oa, er fedoù, un ezklozadur eus Alamagn ar C’hornôg e Alamagn ar Reter ha, dre se, un enklozadur e Alamagn ar Reter. Ouzhpenn, tammoù douaroù bihan eus kornôg Berlin a oa distag eus an tamm brasañ, lod anezho war-bouez un nebeud metroù traken. Hervez lezenn e oa meret Berlin penn-da-benn gant ar pevar galloud kevreet, ar pezh a dalveze n'halle ket Berliniz ar C’hornôg kas danvez kannaded d'ar parlamant e Bonn ha n'o doa ket keodedourien Berlin d'ober o c’hoñje.

E-touez an enklozadurioù niverus zo bet en Europa ur mare zo bet, ne chom mui nemet ar re-mañ :

Er-maez Europa e kaver enklozadurioù en Azia :

Tri strollad enezennoù gronnet gant doureier tiriadel ur Stad all a c’haller kaout ivez :

An aezamant bevañ e seurt tiriadoù a c’hall cheñch kalz hervez al lec’hioù. Dre vras en Europa a-vremañ eo termenet pizh an traoù ha dieub eo an dud da fiñval eus an eil bro d'eben. En Azia avat eo tennoc’h an traoù p'eo bet savet an enklozadurioù diwar dizemglevioù war ar bevennoù termenet er feuremglevioù alies. Se zo kaoz da annezidi seurt enklozadurioù bezañ kondaonet da vevañ bac’het, d'ar gwashañ pe, da nebeutañ, da welet skoilhoù diniver oc’h en em zispakañ dirazo en o buhez pemdez.

Enklozadurioù "er fedoù"[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tiriadoù zo, hag int stag ouzh o mammvro a c’hall bezañ tizhet aesoc’h dre vont tre en ur vro estren abalamour ma'z int lec’hiet en un takad meneziek pe peogwir e tremen an hent nemetañ a ya di dre ur vro estren a-raok distreiñ war douaroù ar vammvro. Gallout a reer ober enklozadurioù er fedoù pe damenklozadurioù eus seurt douaroù. Kavet e vezont a-hed kalz a harzoù, dreist-holl ar re n'int ket difennet start. Stag int ouzh ar vammvro dre un tamm douar strizh hepken peurlisesañ. Setu aze skouerioù :

Enklozadurioù isvroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-wechoù, abalamour d'an istor pe d'an aezamant bevañ ez eus bet savet rannoù melestradurel e diabarzh ur vro, ha dre se ez eus douaroù stag en ur c’heñver melestradurel ouzh lodennoù all. Skouerioù diniver zo. Setu a-is darn anezho :

Kanton Lanventie e departamant ar Pas-de-Calais a zo enklozet e departamant an Nord ivez.

Enklozadurioù etnek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Graet e vez enklozadurioù etnek eus kumuniezhioù ur strollad etnek e diabarzh un takad ma vez ar muianiver gant ur strollad etnek all. Skouerioù eus se zo evel ar getoioù yuzevien ha shtetloù, barrioioù ha Chinatown. Ur yezh, ur sevenadur, ur reizhiad armerzhel disheñvel a c’haller da gaout en takadoù-se. Un enklozadur etnek Hungarat zo e Transilvania e Roumania. Bez' ez eus bet un drevadenn Yuzev e Kaifeng e China; testeniekaet eo adal an XIIvet kantved. Goude an eil brezel bed koulskoude ne chome ket nemeur a roudoù eus ar sevenadur-se. Ma c’hall Mirvaoù indian SUA ober o mad eus un damaotrouniezh war o zachenn, peurliesañ e vezont enklozet penn-da-benn e diabarzh ur Stad amerikan.

Eztiriadelezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kalz a vroioù a sell ouzh tachenn kannati ar broioù estren evel ouzh un tamm eus tiriad ar vro eo stag ar c’hannati outi kentoc’h eget ouzh un tamm eus o bro; ne sell ket lezennoù ar vro m'emañ staliet ar c’hannati ouzh tachenn ar c’hannati hec’h-unan. Meur a dachenn evel-se zo d'ar Broadoù Unanet (ABU), peurgetket e New York er Stadoù-Unanet. En un doare pleustrek, an dachenn-se n'eo ket lodek eus SUA ken rak roet eo bet ar gwirioù klok warni d'an ABU. Gallout a reer sellet ouzh se kentoc’h evel skouerioù a eztiriadelezh ha neket evel enklozadurioù. 13 savadur bennak zo da kêr-Stad ar Vatikan e kêr Roma ivez, er-maez enklozadur ar Vatikan, e-lec’h ma talvez an eztiriadelezh.

Da SUA eo an tamm douar dindan ar monumant e koun John F. Kennedy e Runnymede er Rouantelezh Unanet. Gallout a reer sellet outañ evel ur skouer a eztiriadelezh kentoc’h eget ouzh un enklozadur/ezklozadur gwirion.

Gwelet ivez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez (e saozneg)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]