Norzhiwerzhon
| Rann eus | Iwerzhon |
|---|---|
| Deiziad krouiñ | 8 Mae 1921 |
| Anv ofisiel | Northern Ireland, Tuaisceart Éireann, Northren Ireland |
| Anv er yezh a orin | Northern Ireland, Tuaisceart Éireann |
| Yezh ofisiel | saozneg, iwerzhoneg |
| Kevandir | Europa |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Kêr-benn | Béal Feirste |
| E tiriad | Rouantelezh-Unanet |
| Gwerzhid-eur | UTC±00:00, Europe/Belfast, UTC+01:00 |
| Lec'hiadur | Iwerzhon |
| Territory overlaps | Cúige Uladh |
| Daveennoù douaroniel | 54°36′27″N 6°41′33″W |
| Poent uhelañ | Sliabh Dónairt |
| Renad politikel | Monarkiezh vonreizhel, parliamentary monarchy |
| Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | First Minister of Northern Ireland |
| Korf melestradurel | Northern Ireland Executive |
| Korf lezenniñ | Northern Ireland Assembly |
| Moneiz | lur sterling |
| A zo stok ouzh | Iwerzhon |
| Erlec'hiañ a ra | Ireland |
| Yezh implijet | Ulster English, Shelta, Ulster Scots, Ulster Irish, languages of Northern Ireland |
| Banniel (deskrivadur) | talvoud ebet |
| Has seal, badge, or sigil | Great Seal of Northern Ireland |
| Douaroniezh an danvez | geography of Northern Ireland |
| Istor | history of Northern Ireland |
| Sant paeron | Padrig |
| most populous urban area | Béal Feirste |
| Rummad tost | Category:Northern Ireland-related lists |
| Ekonomiezh an danvez | economy of Northern Ireland |
| Poblañsouriezh an danvez | demographics of Northern Ireland |
| Araogenn bellgomz ar vro | +35348, +4428 |
| Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Northern Ireland |
| Commonwealth Sport country code | NIR |


Norzhiwerzhon, pe Iwerzhon an Hanternoz pe Hanternoz Iwerzhon (Northern Ireland e saozneg, Tuaisceart Éireann en iwerzhoneg, Norlin Airlann e skoteg Ulaidh) a zo unan eus peder c'hevanenn Rouantelezh Unanet Breizh-Veur ha Norzhiwerzhon, a-gevret gant Bro-Saoz, Skos ha Kembre. Norzhiwerzhon eo al lodenn eus biz Iwerzhon a zo manet e dalc’h ar Rouantelezh-Unanet e 1920 da heul ar brezel dieubiñ. C'hwec'h eus nav c'hontelezh Ulaidh a ya d'hec'h ober, ha Béal Feirste eo he c'hêr-benn. 1 810 863 a dud a oa o chom enni er bloaz 2011 dindan (14 139 km²).
Keodelezh ha broadelezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E niveradeg 2011 e oa goulennet broadelezh pep hini evel-henn[1]:

| Broadelezh disklêriet | En holl | Relijion | |||
|---|---|---|---|---|---|
| Katolik | Protestant ha kristenien all | Relijionoù all | Relijion ebet | ||
| Breizhveuriad | 48.4% | 12.9% | 81.6% | 50.1% | 55.9% |
| Iwerzhonad | 28.4% | 57.2% | 3.9% | 12.4% | 14.0% |
| Norzhiwerzhonad | 29.4% | 30.7% | 26.9% | 18.0% | 35.2% |
| Kembread, Saoz pe Skosad | 1.6% | 0.8% | 1.5% | 2.9% | 5.2% |
| Reoù all | 3.4% | 4.4% | 1.0% | 29.1% | 7.1% |
Gwelet a reer eta n'eo ket liammet strizh ar relijion gant ar vroadelezh disklêriet, pa'z eus tost da 14% eus ar gatoliked hag a lavar ez int Breizhveuriz, hag ez eus 4% eus ar brotestanted hag a lavar ez int Iwerzhoniz.
Bodadeg Norzhiwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]D'ar 7 a viz Meurzh 2007 e oa bet dalc'het dilennadegoù evit klask kas war-raok ur galloud lec'hel da ren Norzhiwerzhon. Sed an disoc'hoù:
- Democratic Unionist Party (unanourien daer), renet gant Ian Paisley, 36 sez (+6)
- Sinn Féin (republikaned), renet gant Gerry Adams, 28 sez (+4)
- Ulster Unionist Party (unanourien), 18 sez (-9)
- Social Democratic Labour Party (broadelourien), 16 sez (-2)
- Alliance Party (a vod an div gumuniezh), 7 sez (+1)
- Ar Re C'hlas, 1 sez (+1)
- Dizalc'h, 1 sez (+1)
D'ar 5 a viz Mae 2011 e oa bet dalc'het dilennadegoù nevez. Sed an disoc'hoù:
- Democratic Unionist Party (unanourien daer), renet gant Peter Robinson, 38 sez (+2)
- Sinn Féin (republikaned), renet gant Gerry Adams, 29 sez (+1)
- Ulster Unionist Party (unanourien), renet gant Tom Elliott, 16 sez (-2)
- Social Democratic Labour Party (broadelourien) renet gant Margaret Ritchie, 14 sez (-2)
- Alliance Party (a vod an div gumuniezh), renet gant David Ford, 8 sez (+1)
- Traditionnal Unionist Voice (unanourien eus an tu dehoù pellañ), renet gant Jim Allister, 1 sez (+1)
- Ar Re C'hlas, renet gant Steven Agnew, 1 sez (0)
Da heul ar votadeg-se e voe addilennet Peter Robinson da gentañ ministr Norzhiwerzhon, ha Martin McGuinness da veskentañ ministr. Er bloavezhioù war-lerc'h ez eus aet kuit 2 gannad eus UUP (unan a zo lakaet da zizalc'h hag egile er strolladig NI21), unan all a zo bet taolet er-maez eus UUP hag aet eo er strollad UKIP.
D'an 2 a viz Meurzh 2017 e oa bet un dilennadeg all, goude ma oa bet roet e zilez gant Martin McGuinness, ar beskentañ ministr d'an 9 a viz Genver. Setu amañ an disoc'hoù :
- Democratic Unionist Party (unanourien), renet gant Arlene Foster, 28 sez
- Sinn Féin (republikaned), renet gant Michelle O'Neill, 27 sez
- Ulster Unionist Party (unanourien), renet gant Mike Nesbitt, 10 sez
- Social Democratic Labour Party (broadelourien) renet gant Colum Eastwood, 12 sez
- Alliance Party of Northern Ireland (a vod an div gumuniezh), renet gant Naomi Long, 8 sez
- Traditionnal Unionist Voice (unanourien eus an tu dehoù), renet gant Jim Allister, 1 sez
- Ar Re C'hlas, renet gant Steven Agnew, 1 sez
- People Before Profit Alliance, 1 sez
Kontelezhioù Norzhiwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Kontelezh Aontroim (Antrim)
- Kontelezh Ard Mhacha (Armagh)
- Kontelezh Doire (Derry)
- Kontelezh An Dún (Down)
- Kontelezh Fear Manach (Fermanagh)
- Kontelezh Tír Eoghain (Tyrone)
