Lur sterling
Neuz
Al lur sterling (saozneg: pound sterling), (arouez: £; kod ISO: GBP), anvet alies lur saoz e brezhoneg (dre fazi, pa n'eo nemet unan anezho), eo unanenn voneiz ar Rouantelezh-Unanet, dalc'hidigezhioù ar gurunenn, evel Enez-Vanav ha Jerzenez, hag un nebeud tiriegezhioù tramor. Unan eus ar 4 moneiz pennañ eus ar bed eo.
Rannet eo al lur sterling e 100 penny (liester: pence).
Gerdarzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Moarvat diwar ar c'hrennsaoneg sterre, "steredenn'" (c. 1300 ; star er saozneg a-vremañ), peogwir e veze stered war lod pezhioù moneiz norman ; er bloavezhioù 1560 e voe ledanaet ster ar ger sterling da "moneiz ken mat hag ar sterling" hag adalek c. 1600 e talvezas kement ha "moneiz ar Saozon"[1].
- 1 £ = 453,6 gramm pence arc'hant.
Meur a lur sterling
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bro-Saoz ha Bro-Gembre
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Graet e vez gant al lur saoz e Bro-Saoz ha Bro-Gembre, embannet gant Bank Bro-Saoz. N'o deus ur mon dezvel nemet eno.
Bro-Skos
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E Bro-Skos e vez graet gant al "lur skos", embannet gant 3 bank, gant aotreegezh Bank Bro-Saoz. N'o deus mon dezvel ebet avat: lurioù sterling evel ar reoù all ez int.
Norzhiwerzhon
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]4 bank a embann bilhedoù evit Norzhiwerzhon, evel e Bro-Skos n'o deus mon dezvel ebet.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) (de) Lur sterling
- (en) (de) Lur sterling (Bro-Skos)
- (en) (de) Lur sterling (Norzhiwerzhon)