2 Meurzh
Neuz
(Adkaset eus 2 a viz Meurzh)
Darvoudoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 986 : Loeiz V a ya da roue ar Franked.
- 1703 : aet Pierre de Brilhac da gentañ prezidant Breujoù Breizh.
- 1807 : berzet kenwerzh ar sklaved etre Afrika hag Amerika gant ar Rouantelezh Unanet.
- 1836 : dizalc’higezh Teksas a oa dindan Mec’hiko betek-henn.
- 1848 : bevennet pad pemdeziek al labour e Pariz, 10 eurvezh diwar neuze, 11 eurvezh a-hend-all er peurrest eus Frañs.
- 1855 : bet Aleksandr II da Dzar Rusia.
- 1923 : embannet skouerenn gentañ an Time Magazine.
- 1946 : anvet Hô Chi Minh da brezidant Republik Demokratel Viêt Nam.
- 1956 : dizalc’higezh Maroko a oa "dindan gwarez" Frañs betek-henn.
- 1962 : e Birmania eo kemeret ar galloud gant an arme, renet gant ar jeneral Ne Win.
- 1964 : penn-kentañ filmañ A Hard Day's Night gant ar filmaozer amerikan Richard Lester (izili ar strollad The Beatles evel aktourien).
- 1974 : Salvador Puig i Antich, un anarkour yaouank eus Katalonia, zo kondaonet ha lakaet d'ar marv gant ar galloud frankoour.
- 2004 : Irak : meur a walldaol dre vombezennoù a lazhas kantadoù a dud da-geñver pirc'hirinded Karbala
Ganedigezhioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1811 : Yann-Vari ar Skourr, barzh brezhonek.
- 1811 : Hugh Edwin Strickland, skiantour saoz.
- 1817 : János Arany, barzh hungarek.
- 1820 : Multatuli, skrivagner nederlandek.
- 1874 : Carl Schlechter, mestrc'hoarier echedoù aostrian.
- 1876 : Pi XII, 260vet pab an Iliz katolik roman.
- 1886 : Vittorio Pozzo, melldroader ha gourdoner italian.
- 1931 : Mikhail Gorbatchev, prezidant an Unaniezh Soviedel, ha tapet Priz Nobel ar Peoc'h gantañ e 1990.
- 1937 : Abd al-Aziz Bouteflika, prezidant Aljeria abaoe 1999.
- 1942 : Lou Reed, kaner-sonaozer stadunanat.
- 1948 : Rory Gallagher, soner iwerzhonat.
- 1950 : Karen Carpenter, kanerez ha sonerez taboulin, unan eus izili an daouad kanerien stadunanat The Carpenters.
- 1962 : Jon Bon Jovi, kaner-sonaozer stadunanat, krouer ar strollad Bon Jovi.
- 1998 : Tua Tagovailoa.
Marvioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 986 : Lotar, rue ar Franked.
- 1589 : Alessandro Farnese, kardinal italian.
- 1619 : Anna Danmark, pried Jakez Iañ, roue Bro-Saoz.
- 1791 : John Wesley, doueoniour saoz, saver ar vetodouriezh.
- 1835 : Franz Iañ Aostria, impalaer diwezhañ an Impalaeriezh santel roman.
- 1878 : John Cochrane, breutaer ha mestrc'harier echedoù skosat.
- 1895 : Berthe Morisot, livourez c'hall.
- 1930 : D.H. Lawrence, skrivagner saoznek.
- 1949 : Pietro Ferrero, pennembreger italian.
- 1977 : Paul Rohmer, mezeg elzasat, unan eus tadoù ar medisinerezh bugale.
- 1982 : Philip K. Dick, skrivagner stadunanat.
- 1991 : Serge Gainsbourg, pianoour, kaner-sonaozer, skrivagner saver filmoù gall.
- 2011 : Thor Vilhjálmsson, skrivagner islandek.
Lidoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Deiz dizalc'hiezh Maroko.