Kirgizstan
Republik Kyrgyz | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
(ky) Кыргыз Республикасы (Kyrgyz Respublikasy) (ru) Кыргызская республика (Kyrgyzskaya respublika) | |||||||||
| |||||||||
Timbr kentañ Kyrgyzstan, 1992 | |||||||||
Melestradur | |||||||||
Kêr-benn | Bichkek | ||||||||
Prezidant | Sadyr Japarov | ||||||||
Kentañ ministr | Akylbek Japarov | ||||||||
Dizalc'hiezh • diouzh URSS |
31 Eost 1991 | ||||||||
Yezh ofisiel • kenofisiel |
Kyrgyzeg Rusianeg | ||||||||
Douaroniezh | |||||||||
42°52′N 74°36′R | |||||||||
Gorread | 199 951 km² | ||||||||
Poblañs | 6 018 789 (2021) | ||||||||
Stankter | 30,1 | ||||||||
Moneiz | Kyrgyzstani som (KGS) | ||||||||
Kod pellgomz | +996 | ||||||||
Kod Internet | .kg |
Kyrgyzstan'[1], ivez Kirgizstan[2] (kirgizeg : Кыргызстан, treuzlizherennet Kyrgyzstan), ent-ofisiel ar Republik Kyrgyz (pe Republik Kirgiz), bet anavezet a-raok evel « Republik Soviedel Kirgizia », zo ur Stad en Azia ar C'hreiz. Bichkek eo anv ar gêr-benn.
Ur vro zieub distag diouzh an ez-Unaniezh Soviedel eo Kyrgyzstan abaoe 1991. Kudennoù diabarzh bras zo bet er vro goude "Dispac'h an Tulipez" hag a zegasas dilezar prezidant Akayev d'ar 4 a viz Ebrel 2005.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kregiñ a ra istor Kyrgyzstan tro-dro da 200 kent JK. ||Turkia[Turked]]-Mongoled e oa hendadoù kirgiziz. Degaset e oa bet an islamouriezh d'ar rannvro-se en XIIvet kantved hag e teuas hounnezh da vezañ relijion bennañ an dud a veve eno.
E 1876, Impalaeriezh Rusia a ac'hubas an takad a reer Kyrgyzstan anezhañ hiziv. D'ar c'houlz-se evoe kalz tud o tec'hel kuit a-zirak an alouberion hag o klask bod e Pamir hag en Afghanistan. Abalamour d'ar vac'homerezh kaset da benn gant Rar usianed dre Azia ar C'hreiz e 1916 e tec'has kalz a Girgized betek Sina ivez.
Dindan beli an Unaniezh Soviedel e voe krouet e 1924 Rannvro Emren (oblast) Kirgizia hag e 1926 e teuas da vezañ Republik Sokialour Soviedel Emren Kirgizia. E 1936 e troas d'ur Republik Sokialour Soviedel.
En ur boblvouezhiadeg bet dalc'het e miz Meurzh 1991 e tisklêrias 88,7% eus an dud e oant a-du da chom e-barzh an Unaniezh Soviedel, met pemp miz war-lerc'h koulskoude e voe disklêriet e oa dishual Kyrgyzstan diouzh an URSS.
E 1991 e voe Askar Akayevitch Akayev an den nemetañ war ar renk ha vezañ dilennet da brezidant Kirgistan dizalc'h, ha 95 % eus ar mouezhioù a yeas gantañ. Addilennet e voe e 1995 evit pemp bloaz c'hoazh, bet tapet 75 % eus ar mouezhioù gantañ ar wech-se ; kalz war e lerc'h e oa an daou zanvez prezidant all.
Div wech e oa bet dalc'het mouezhiadegoù evit Parlamant ar vro e 2000, met gant an Aozadur evit ar surentez hag ar c'henober en Europa e oa bet diklêriet e oa null an disoc'hoù rak ne oant ket bet dalc'het en un doare reizh.
Politikerezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Hervez ar Vonreizh (1993) ez eo Kyrgyzstan ur republik demokratel, gant ur prezidant hag ur c'hentañ ministr en he fenn.
E miz Meurzh 2002, pemp den a varvas e kêr Ak-Suu e rannvro Chui e norzh ar vro pa voe bet tennet warne gant ar polis ha neuze e voe reuz er vro a-bezh. Rankout a reas ar prezidant Akayev lakaat kemmoù politikel e pleustr hag e 2003 e voe kaset da benn ur boblvouezhiadeg. A-benn ar fin ar c'hemmoù-se a roas muioc'h a c'halloud d'ar prezidant, avat.
Rannvroioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Seizh rannvro (oblast, liester : oblastlar) zo e Kyrgyzstan.
|
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur vro e Kreiz Azia eo Kyrgyzstan, etre al ledredoù 39° ha 44° en Norzh, hag an hedredoù 69° ha 81° er Reter. N'eus tamm arvor ebet eno tamm ; ar Stad pellañ eus ar mor eo er bed.
Bevennoù boutin he deus Kyrgyzstan gant Kazac'hstan en norzh, Sina er reter, Tadjikistan er su hag Ouzbekistan er c'hornôg.
Menezioù zo a-leizh dre ar vro a-bezh, dreist-holl tro-dro da aradennad Tian Shan. E gwalarn Tian Shan emañ al lenn Ysyk-Köl, an hini vrasañ e Kyrgyzstan.
Kavet e vez aour, glaou, eoul-maen ha gaz naturel e douaroù Kyrgyzstan.
Armerzh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gwall daol e oa bet evit armerzh Kyrgyzstan pa'c'h eas da get an Unaniezh Soviedel rak dezhi e veze ezporzhiet 98% eus ar produioù e 1990. Izel-tre eo deuet da vezañ live armerzh ar vro dieub neuze ha n'emañ ket pell dirak live Armenia, Azerbaidjan ha Tadjikistan.
Pouezus-tre eo al labourerezh-douar, rak e 2002 e teue 35,6% eus holl c'hounidoù ar vro diwar ar gennad-se.
Poblañs
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da 6 018 789 a dud e save poblañs Kyrgyzstan e miz Gouere 2021[3]. An darn vrasañ eus an dud a vev war ar maez, gant un drederenn hepken anezho e kêrioù bras ar vro.
Kyrgyzed eo an darn vrasañ eus an dud a vev e Kyrgyzstan (73,3%), met bez' ez eus ivez tud a orin rusian (5,5%) o chom dreist-holl e norzh ar vro, hag Ouzbeked (14,7%) er su. A-hend-all ez eus ivez Ouigoured (1,1%), Tadjiked (1,1 %), Kazac'hed (0,7 %), Dounganed (1,1 %), Ukrainiz (0,5%) hag minorelezhioù bihanoc'h ; tremen 80 poblad a vev e Kyrgyzstan.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar c'hyrgyzeg eo yezh ofisiel Kyrgyzstan abaoe an dizalc'hiezh diouzh URSS. Abaoe 2001 ec'h eo ar rusianeg kenofisiel er vro.
Mont kalz war-raok a reas Kyrgyzstan a-hed ar bloavezhioù 1920 e pep keñver sevenadurel. Kalz e kreskas an niver a dud a ouie lenn ha skrivañ, a-drugarez dreist-holl d'ar yezh unvan bet kelennet d'ar c'houlz soviedel-se.
Muzulmaned zo eus 75% eus poblañs Kyrgyzstan ha kristenion reizhkredennourien eo hogozik an holl re all.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Geriadur Ménard, 2012, p. 1458.
- ↑ Geriadur brezhoneg An Here, 2001, p. 1431.
- ↑ (en) 'The World Factbook'. Kavet : 19 Here 2021.
Afghanistan • Arabia Saoudat • Armenia2 • Azerbaidjan1 • Bahrein • Bangladesh • Bhoutan • Brunei • Egipt3 • Emirelezhioù Arab Unanet • Filipinez • India • Indonezia5 • Iran • Iraq • Israel • Japan • Jordania • Jorjia1 • Kambodja • Kazac'hstan1 • Kiprenez2 • Kirgizstan • Korea an Norzh • Korea ar Su • Koweit • Laos • Liban • Malaysia • Maldivez • Mongolia • Myanmar • Nepal • Oman • Ouzbekistan • Pakistan • Qatar • Rusia1 • Republik Pobl Sina • Republik Sina (Taiwan) • Singapour • Siria • Sri Lanka • Tadjikistan • Thailand • Timor ar Reter4 • Turkia1 • Turkmenistan • Viêt Nam • Yemen
Stadoù ha n'int ket anavezet : Nagorno-Karabac'h2
Tiriadoù gant ur statud dibar : Hong Kong • Makao • Palestina
1. En Europa evit un darn. 2. En Azia e-keñver douaroniezh met a vez sellet outi evel un tamm eus Europa evit abegoù istorel ha sevenadurel.3. En Afrika evit ar braz. 4. Lakaet a-wechoù en Okeania. 5. En Okeania evit un darn.
Azerbaidjan • Kazac'hstan • Kirgizstan • Turkia • Turkmenistan • Ouzbekistan • Republik Turk Kiprenez an Norzh¹
¹N'eo anavezet Republik Turk Kiprenez an Norzh nemet gant Turkia
Armenia • Azerbaidjan • Belarus • Kazac'hstan • Kirgizstan • Moldova • Ouzbekistan • Rusia • Tadjikistan
Stad kevreet: Turkmenistan
Izili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
|||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|
Izili |
|
||||||
Arsellerien |
|