Kaozeal:Kirgizstan

N’eus ket eus endalc’had ar bajenn e yezhoù all.
Eus Wikipedia

a-raok mont pelloc'h gant ar pennad-mañ ez eus ur gudennig a fellfe din klask diskoulmañ dre divizout gant ar re all. tennañ a ra ra stumm anv dereat ar vro-mañ e brezhoneg. betek hen em eus graet gant 'kirgistan' met deuet eo da soñj din em dleje bezañ graet kentoc'h gant 'kirgiztan' daoust d'ar 'z' dirak un 't' (d'am soñj eo abalamour d'an t e vez divouezhiet an z...). evel-se e vefe tu d'ober gant ur wrizienn 'kirgiz-' eeun hag a rofe war he zro 'krigizad' 'hirgiziz' e-lec'h 'kirgisad' ha 'kirgisiz'. eeunoc'h e vefe rak 'kirgizia' ha n'eo ket 'kirgisia' e ve graet eus ar vro-mañ ivez ha 'kirgizeg' ha n'eo ket 'kirgiseg' eo anv ar yezh a vez komzet eno. geriadur an here (kentañ embannadur) a ginnig 'kyrgyzstan' - marteze e vefe gwelloc'h neuze ober gant ar wrizienn 'kirgiz-' mui al lostger '-stan' daoust ha n'emañ ket gwall sklaer an div lizherenn-se 'zst' kostez-ha-kostez e brezhoneg? a-hend-all, d'am soñj e vefe ret ober gant 'i' ha n'eo ket'y' e brezhoneg evit diskwel penaos e c'hellfer distaget ar vogalennoù-se (ы) mui-pe-vui e brezhoneg ([ɯ] hervez omniglot http://www.omniglot.com/writing/kirghiz.htm) trugarez evit ho kinnigoù tudoù neal

Salut dit,

N'emaon ket kap da respont dit, met war ar bajenn-mañ : Roll riezoù ar Bed tennet eus ar geriadur An Here, e vez skrivet Kirghizstan

--Paotr 5 Gwe 2005 à 10:53 (UTC)

Gwell eo ganin mirout Kirgiz ha stan dre skrid, eveljust eo kirgistan a vo distaget dre gomz abalamour d'ar sandhi diabarzh. Setu e votan evit Kirgizstan. (Diouzh disoc'h ar gaozeadenn-mañ e cheñchin kartenn Tadjikistan am boa lakaet da glotañ gant stummoù ar pennad).

--Yun 5 Gwe 2005 à 12:36 (UTC)

trugarez deoc'h ho taou. ya, me gav din eo gwell ober gant kirgizstan ivez hag evel-se e rin. neal