Guyana
| Co-operative Republic of Guyana Republik Kevelourel Gwiana | |||||
| |||||
| Ger-stur : One People - One Nation - One Destiny | |||||
| Kan broadel: Dear Land of Guyana, of Rivers and Plains | |||||
| Kêr-benn | Georgetown | ||||
|---|---|---|---|---|---|
| Kêr vrasañ | Georgetown | ||||
| Yezh(où) ofisiel | Saozneg | ||||
| Gouarnamant | Republik | ||||
| - Prezidant | Irfaan Ali | ||||
| Gorread | |||||
| - Hollad | 214,970 km² (84) | ||||
| - Dour (%) | 8.4 | ||||
| Poblañs | |||||
| - istimadur 2010 | 752,940 () | ||||
| - niveradeg 2002 | 751,223 | ||||
| - Stankter | 3.5/km² (225) | ||||
| PDK (PGP) | (istimadur) | ||||
| - Hollad | $5.379 a viliardoù ([[Roll ar broioù dre o PDK (PGP)|]]) | ||||
| - Keidenn | ([[roll ar broioù dre PDK (PGP) dre zen|]]) | ||||
| Moneiz | Dollar Guyana (GYD)
| ||||
| Gwerzhid-eur | (UTC) | ||||
| Kod kenrouedad | .gy | ||||
| Kod pellgomz | +592 | ||||
Guyana (da vezañ distaget [gaɪˈaːnə] pe [gaɪˈæːnə] e saozneg hervez an IPA), pe Gwiana, ent-ofisiel Republik Kevelourel Gwiana (e saozneg Co-operative Republic of Guyana), a zo ur riez eus Amerika ar Su, an hini nemeti a zo saoznek a yezh. Sko emañ ouzh ar Meurvor Atlantel ha harzoù he deus gant Surinam er reter, gant Brazil er su hag er mervent, ha gant Venezuela er c'hornaoueg. En trovanoù emañ, e norzh ar C'heheder. Georgetown eo ar gêr-benn.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gwiana a dalv kement ha "bro dourus" e yezh an Arawaked. Kalz stêrioù, oufoù ha lammoù-dour zo. Stêrioù Essequibo, Berbice ha Demerara a zo e-touez ar re vrasañ. War an aod emañ o chom ouzhpenn 90% eus ar boblañs. E diabarzh ar vro e kaver menezhioù pe uhelgompezennoù goloet gant koadeier pe savanenn.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Amerindianed a reas o annez er vro marteze 35000 bloaz zo, en o zouez an Arawaked hag ar Kalinaed. Adalek an XVIIvet kantved en em stalias teir zrevadenn izelvroat eno. Goude-se e voe mestroniet ar vro gant ar Vreizhveuriz. "Gwiana Breizh-Veur" (British Guiana) e teuas da vezañ he anv eta, betek he dizalc'hiezh e 1966. Ezel eo eus ar C'hommonwealth diwar neuze.


Arc'hantina • Bolivia • Brazil • Chile • Kolombia • Ecuador • Guyana • Panamá • Paraguay • Perou • Surinam • Trinidad ha Tobago • Uruguay • Venezuela
Tiriadoù dalc'het: Georgia ar Su hag Inizi Sandwich ar Su • Gwiana c'hall • Inizi MaloùIzili hag arsellerien Aozadur ar C'hevelerezh Islamek (AKI) |
|||||||
|---|---|---|---|---|---|---|---|
| Izili |
|
||||||
| Arsellerien |
|
||||||


