Mont d’an endalc’had

Inizi Salomon

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Inizi Solomon)
Lec'hiadur Inizi Salomon.
Banniel Inizi Salomon.
Proviñsoù Inizi Salomon e 1989.

Inizi Salomon[1] (Solomon Islands e saozneg) zo ur stad er Meurvor Habask, er gwalarn da Vanuatu, anezhi meur a enezeg. Honiara eo ar gêr-benn.

Ar Spagnol Álvaro de Mendaña a voe an European kentañ o weladenniñ an inizi adalek ar 7 a viz C'hwevrer 1568. Eñ hag e vartoloded a gave dezho o doa kavet bro Ofir, bro orin aour ar roue Salomon er Bibl, hag anvet e voent ganto Islas Salomón.

Stumm saoznek

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar stumm ofisiel gant gouarnamant ar vro eo Solomon Islands hep ger-mell e pep degouezh. Graet e veze gant ar ger-mell da vare an trevadennerezh.

Ar proviñsoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

9 froviñs zo, melestret gant pep a guzul proviñsel, 10 ma konter kêr Honiara ouzhpenn, melestret gant ur c'huzul-kêr.

  1. Proviñs Kreiz
  2. Choiseul
  3. Guadalcanal
  4. Isabel
  5. Makira-Ulawa
  6. Malaita
  7. Rennell ha Bellona
  8. Temotu
  9. Proviñs ar C'hornôg
  10. Honiara, ar gêr-benn

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Kartenn ar bed: ar Stadoù, Ti-embann ar skolioù brezhonek, 1999; Geriadur brezhoneg An Here, 2001; p. 1433; Atlas Breizh, "kartenn bolitikel ar bed", Coop Breizh, 2011, p. 30.