Ti-embann ar skolioù

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Ti-embann ar skolioù pe Ti-embann ar skolioù brezhonek, berraet e TES, a zo un embanner brezhonek diazezet e Sant-Brieg (Aodoù-an-Arvor, Breizh).

Krouet eo bet diwar un emglev politikel etre ar stad c'hall, Rannvro Breizh ha Departamantoù Breizh evit pourchas levrioù-skol pe dafar-kelenn a bep seurt all d'ar yaouankizoù a zo o teskiñ dre ar brezhoneg ha d'o c'helennerien.
Kaset e vez al levrioù da bep skol vrezhonek eus an teir rouedad skolioù, Dihun (Deskadurezh katolik), Div yezh (Deskadurezh-Stad), Diwan Breizh (Deskadurezh meret gant kevredigezhioù) kevreet.
En doare-skrivañ peurunvan eo embannet levrioù TES.

Aozadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur rann eus Kreizenn-departamant an danvez kelenn (KDDK) Aodoù-an-Arvor eo TES.

Dafar-kelenn bet embannet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renerien[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Renet eo bet TES gant kelennerien eus an Deskadurezh-stad betek an deroù :

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. http://www.nadoz.org/FicheArticle.aspx?ArticleId=498
  2. Ya! niverenn 632, 21 a viz Gouhere 2017
Flag of Brittany.svg Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.