Mont d’an endalc’had

Trinidad ha Tobago

Eus Wikipedia

Trinidad ha Tobago
10° 36′ 0″ N – 61° 6′ 0″ K
Trinidad ha Tobago

Trinidad ha Tobago zo ur republik er Mor Karib, anezhi div enezenn, Enez Trinidad hag Enez Tobago. Port of Spain, en enez Trinidad, eo ar gêr-benn.

Er biz da Venezuela emañ Trinidad ha Tobago, hag er su da C'hrenada, en Antilhez Bihanañ.

Bevennoù war vor zo gant Stadoù arall: Barbados er biz, Guyana er gevred, ha Venezuela er su hag er c'hornaoueg[1],[2].

Gant Kristol Goulm e voe anvet La Ysla de la Trinidad ("Enez an Drinded"), hervez ur gouestl en devoa graet a-raok e drede treizhadenn[3].

Colomb a lavaras bezañ gwelet Tobago er pellder, hag hec'h envel a eure Bellaforma, hep diskenn d'an aod[4] Dont a rafe an anv Tobago eus an anv kozh, Tobaco[3]. Izelvroiz ha Kurzeme (tud eus Kourland, e Latvia) a oa deuet da chom da Dobago er XVIvet ha XVIIvet kantvedoù da c'hounit butun ha kotoñs.

Etre marevezh Kristof Goulm ha 1802 edo Trinidad ha Tobago en Impalaeriezh Spagn evel trevadenn ; e 1802 neuze e voe roet d'ar Rouantelezh-Unanet. Startaat a reas krog Breizh-Veur war ar vro e-pad brezelioù Napoleon I. E 1889 e voe unanet trevadennoù Trinidad ha Tobago.

Ur Stad dizalc'h eo Trinidad ha Trobago abaoe 1962.

Arouezioù broadel

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dibabet e voe ar banniel e 1962.
  • Dibabet e voe an ardamezioù gant Kuzul an Dizalc'hted (Independence committee), ha warne an Ibiz ruz (un evn eus Trinidad), an evn Cocrico (eus Tobago) ha kolibried war ar skoed. Tri lestr zo ivez, arouezioù an Drinded, ha war un dro tri lestr Kristoc'h Koulm.
Sturienn : Together we aspire, together we achieve ("Kevret e vennomp, kevret e sevenomp").


Brudet eo karnaval Trinidad ha Tobago, ha meur a sonerezh krouet en inizi : steelpan, calypso, soca ha limbo.

Skeudennaoueg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) Treaty between the Republic of Trinidad and Tobago and the Republic of Venezuela on the delimitation of marine and submarine areas, 18/04/1990 @ Aozadur ar Broioù Unanet. Kavet : 09/03/2025.
  2. (en) The 1990 Accord Replaces the 1942 Paris Treaty @ Trinicenter. Kavet : 09/03/2025.
  3. 3,0 ha3,1 (en) De Suze, Joseph A.. The New Trinidad and Tobago: A descriptive account of the geography and history of Trinidad and Tobago. London : Collins, 1965, p. 13.
  4. Carmichael, Gertrude. The History of the West Indian Islands of Trinidad and Tobago. 1498-1900. London : Alvin Redman, 1961, p. 14.