Napoleon
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Napoleon (pe Napoleone en italianeg, ar yezh orin, pe Napoléon e galleg) zo un anv-den a zeu, a-hervez, eus "Neapolis" (kêr Naplez) hag ar ster orin a vije "eus Naplez".
Hervez tud zo e vefe ur ger gregach, "Napoleoun", deuet eus "napè" pe "napos", a dalv kement ha "traonienn goadek" ha "leon" ; gant se e talvezfe an anv kement ha "leon an draonienn". [1]
Tud, lec'hioù, ha traoù zo bet anvet Napoleon.
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Sent[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Sant Napoleone, ur sant politikel ha n'eus ket bet anezhañ.
Impalaered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Napoleone Buonaparte (1769-1821), gallekaet e anv da vout Napoleon Bonaparte, jeneral gall a orin korsikat, kemeret ar galloud gantañ e Bro-C'hall hag anvet Impalaer ar C'hallaoued e Bro-C'hall dindan an anv Napoleon Iañ, a voe impalaer e-pad 10 vloaz 1804-1814), ha lezet e roud gantañ en istor Europa hag e melestradurezh meur a vro
- brezelioù Napoleon, an anv roet d'ar brezelioù renet gant Napoleon pe enep dezhañ en Europa;
- Kod Napoleon, un dastumad lezennoù lakaet e pleustr gant Napoleon Iañ en Impalaeriezh C'hall e 1803
- marevezh Napoleon an anv roet d'ar mare ma renas Napoleon.
- Napoleon II (1811-1832) mab d'an impalaer Napoleon Iañ ha Marie-Louise d'Autriche, dug Reichstadt, roue Roma, lesanvet « l'Aiglon » (an ererig), a oa da ren war e lerc'h e dad met ne voe ket lezet d'ober (15-tez war ar paper), e anv gwir Napoleon Francis Joseph Charles Bonaparte;
- Napoleon III, pe Charles Louis Napoléon Bonaparte (1808-1873) a voe Prezidant ar Republik eus 1849 da 1852, a nac'has kuitaat ar galloud hag a reas un taol-stad gant an arme hag a voe neuze Impalaer ar C'hallaoued dindan an anv Napoléon III eus 1852 da 1870.
Tud all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ar Priñs Napoléon Bonaparte Canino, diskennad da Luciano Buonaparte, Priñs Canino
- Napoleon XIV (1938- ), ur c'haner a grouas "They're Coming To Take Me Away"
- ur c'haner rap muzulman, Napoleon (rapper) ganet e 1977.
- José María Napoleón, ur c'haner meksikan,
- Napoleon Bonaparte Broward, Gouarnour Florida eus 1905 da 1909.
- Napoleon Hill (1883–1970), ur skrivagner.
- Loeiz Napoleon ar Rouz
El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Napoleon (pezh-c'hoari), ur pezh-c'hoari skrivet gant George S. Kaufman, krouet e 1927 gant ar Marx Brothers
- Napoleon (Animal Farm), unan eus ar moc'h er romant Animal Farm gant George Orwell; mar deo tapet e anv diwar hini an impalaer gall eo anat e tenn al loen da Jozef Stalin; er romant gallek eo lakaet "César" ar pemoc'h, evit chom hep feukiñ kizidigezh an impalaerourion moarvat.
- Napoleon Bonaparte, un enklasker aostralian e romantoù an oberour aostralian Arthur Upfield.
Filmoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Napoléon ur film gant Bud Fisher e 1920.
- Napoléon (film), ur film gall gant Abel Gance diwar-benn Napoleon Iañ e 1927
- Napoléon (1955), ur film gant Sacha Guitry e 1955
- Napoleon Wilson, un dudenn er film Assault on Precinct 13, graet gant John Carpenter e 1976.
- Napoléon ur film skinwel e 4 lodenn gant Yves Simoneau e 2002.
- Napoléon ur gomedienn war gan gant Serge Lama
- N (Io e Napoleone), ur film italian eus 2006.
Er skiantoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An teorem Napoleon
- Ar problem Napoleon
- Kemplezh Napoleon, ur gemplezh psikologel : Kemplezh an tru gouzañvet gant tud en em gav re vihan.
Traoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
-e Bro-C'hall:
- Napoleon (pezh moneiz), ur pezh moneiz aour gall, a dalv kement hag 20 lur gall, krouet e 1805.
- Le Napoléon (1850), ar c'hentañ lestr brezel dre aezhenn eus an istor.
- ar « Petit Napoléon » ur fourmaj er Pireneoù.
- an Napoléon anv ul lestr beajourien
- Napoleon, un anv all roet d'ar c'hoari FreeCell, a zo heñvel-poch ouzh ar c'h-"crapette" gall.
- ur pesk eus ar morioù tomm, Cheilinus undulatus, a vez graet Napoleon anezhañ.
-e broioù all:
- Napoleon, lesanv ar c'hanol 12 "M1857 smoothbore" er brezel diabarzh amerikan.
- Napoleon (c'hoari kartoù), ur c'hoari-c'hartoù breizhveurat.
- Napoleone, ur rummad kazetennoù bannoù-treset italian embannet gant Sergio Bonelli Editore.
- Napoléon a zo ur c'hoari video
-er bed a-bezh:
- Digoradenn Napoleon, un digoradenn implijet er c'hoari echedoù anvet diwar Napoleon Bonaparte en dije c'hoariet anezhi, a-hervez, a-enep an Turk, ur mekanik da c'hoari echedoù a oa bet savet en e amzer.
- Garadenn Napoleon, ur stumm eus ar c'hoari skosat, un digoradenn en echedoù.
Lec'hioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Napoleon (Alabama)
- Napoleon (Indiana)
- Napoleon (Kentucky)
- Napoleon (Michigan)
- Napoleon (Mississippi)
- Napoleon (Missouri)
- Napoleon (North Dakota)
- Napoleon (Ohio)