Loeiz Napoleon ar Rouz

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Loeiz Napoleon ar Rouz, pe Louis Napoléon Le Roux, ganet d'an 29 a viz Mae 1890 e Planiel, hag aet da Anaon d'ar 5 a viz Eost 1944 e Londrez, a oa ur c'helaouenner ha broadelour breizhat.

E miz Here 1911 e savas ar Parti Nationaliste Breton, pe Strollad Broadelour Breiz, gant e vreur, Pierre-André Le Roux ha Camille Le Mercier d'Erm. Perzh a gemeras ivez er gelaouenn Brug, savet en 1913-1914, gant Émile Masson e Pondivi, hag a glaske brudañ mennozhioù an tu kleiz e-touez kouerien Breizh. Labourat a reas evel sekretour gant Taldir Jaffrennou ha skrivañ a reas evit Ar Bobl.

Pa skrive pennadoù e sine bepred Louis N. Le Roux, rak ne felle ket dezhañ brudañ e eil anv-badez, “Napoléon”, a-hervez. Koulskoude eo-eñ an hini a stagas Napoléon ouzh e anv, ha den ne ouie perak. Pa zimezas ne roas nemet an anv Louis Marie Le Roux.

Breiz d'ar Vreiziz! Kartenn-bost propaganda Strollad Broadelour Breiz

Terc'hout a reas e 1913 eus ar Frañs etrezek bro Suis evit chom hep ober e goñje, klasket e voe gant Stad ar Frañs da adkas anezhañ en-dro met un taol kleze en dour e voe. Kemer a rae kentelioù Saozneg er Suis evit gellout mont etrezek Bro Saoz. 28 a viz Genver 1914 e oa da vezañ deiz ar veaj met ur sizhun war-lec'h e lorc'he etrezek Bro Saoz.[1]

Emouestlañ a reas en arme Breizh-Veur e miz Even 1916 betek miz Gwengolo 1917, pa voe diskarget dre abegoù mezkiel. Goude ar brezel e kemeras ar vroadelezh saoz.

Bevañ a reas en Iwerzhon e-lec'h ma tarempredas ar vroadelourien. Skrivañ a reas buhezskrid Pádraig Mac Piarais(Patrick Pearse).

En 1921 e skrivas er gelaouenn La Bretagne libertaire.

Darempredet en deus al Labour Party ha mignon eo bet d'ar rener anezhañ, James Ramsay MacDonald, a voe ar c'hentañ Pennvinistr eus ar gostezenn-se e Breizh-Veur e 1924. En 1922, e troas e galleg oberennoù ar politikour breizhveuriat. E sekretour e voe ivez.

E 1931 e voe gweladennet gant Fant Rozeg a oa deuet da Iwerzhon da beurzeskiñ ar yezh.

E miz Gouhere 1936 e timezas da Marion Murphy en iliz St. Andrew, Westland Row, Dulenn.

D'ar 5 a viz Eost 1944 e varvas e Middlesex Hospital, Marylebone, Londrez, dre ar gloazadennoù bet tapet e-pad bombezadegoù an Alamaned e Londrez. Beziet e voe d'an 10 a viz Eost 1944, e bered Surbiton, e Surrey, e Bro-Saoz.

Loeiz Napoleon ar Rouz hag Iwerzhon[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar wech kentañ ma voe gweladennet Iwerzhon gant Loeiz Napoleon ar Rouz a oa er bloavezh 1914. E 1919 e tistroas da Iwerzhon da brezegenniñ e Dublin evit an Irish Literary Society.

E 1930 e oa distro adarre hag un dro a reas en Iwerzhon evit gweladenniñ bez ar sturier broadelour Wolfe Tone (e bered Bodenstown e Co. Kildare). E 1933 e tilojas evit bevañ en Iwerzhon, eno e vevas meur a vloaz e ti Kathleen Clarke, intañvez Tom Clarke,unan eus pennoù emsavadeg 1916. Gant sikour ar republikaned iwerzhonat e kavas ul labour en Irish Hospitals' Trust. Eno e laboure evit skour an estrenvro d'an aozadur, ar pal a oa rastelañ arc'hant evit ospitalioù Iwerzhon, hag evit ar skour-se er Stadoù-Unanet dre lotirioù met dindan un doare-kuzh dre ma oa difennet ar c'hoarioù-se er vro.

E 2008 gouarnamant Iwerzhon a brenas paperioù prevez Loeiz da familh e gwreg. An dielloù-se a zo dedennus evit reiñ da anavezout war ar republikanerezh iwerzhonat e-penn kentañ an 20vet kantved. Kavet e vezont bremañ e Levraoueg broadel IWerzhon e Dublin. Er paperioù e vez adkavet eskemmoù lizhiri etre Loeiz-Napoleon ha pennoù republikan Iwerzhon, lod anezho o vezañ dreistveverien da Emsavadeg 1916. Dre an eskemmoù lizhiri puilh-se e oa bet kavet an tu gant Loeiz-Napoleon da vouetañ e pennadoù kazetenniñ pe e levrioù, met dre ar riskloù surentez e oa bet rediet da devel ar mammennoù ha da chom kuzh war an eskemmoù-se. Hiziv-an-deiz e vez studiet c'hoazh dielloù Loeiz-Napoleon gant istorourien Iwerzhon a-benn kompren gwelloc'h darvoudoù istor ar vro ha tro-spered ar republikaned iwerzhonat.

Oberennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Pour le séparatisme la question bretonne essai précédé du manifeste, Ed. du Parti nationaliste breton - Roazhon, 1911
  • La Langue des Relations Interceltiques, embannadur À l'enseigne de l'hermine, Dinarzh, Embannadur Foyle's Welsh, Londrez (36 pajenn)
  • L'Irlande Militante La Vie De Patrick Pearse avec une introduction historique et 15 photographies, Mouladurezh Commerciale de Bretagne, Roazhon, 1932

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Geriadur ar Skrivagnerien ha yezhourien gant Lukian Raoul, Al Liamm, 1992
  • Dictionnaire biographique du mouvement breton XX-XXIe siècles gant Lionel Henry, Yoran embanner, 2013, iSBN 978-2-916579-59-7
  • La Bretagne et l'Irlande pendant l'entre-deux-guerres, pennad gant Éamon Ó Ciosáin, e-barzh Dalc'homp soñj ! niv. 22, p. 29
  • Le parcours de Louis Napoléon Le Roux, pennad gant A. Le Cloarec, e-barzh Le Peuple Breton, Gwengolo 2015

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]