Dinarzh
Dinarzh | ||
---|---|---|
![]() Tiez-hañv e Beg ar Vilinig. | ||
![]() | ||
Anv gallaouek | Dinard | |
Anv gallek (ofisiel) | Dinard | |
Bro istorel | Bro-Sant-Maloù | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Il-ha-Gwilen | |
Arondisamant | Sant-Maloù | |
Kanton | Sant-Maloù-2 | |
Kod kumun | 35093 | |
Kod post | 35800 | |
Maer Amzer gefridi | Arnaud Salmon 2020-2026 | |
Etrekumuniezh | KK Aod an Emrodez | |
Bro velestradurel | Bro Sant-Maloù | |
Lec'hienn web | http://www.ville-dinard.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 10 235 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 305 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | bihanañ 0 m — brasañ 56 m | |
Gorread | 7,84 km² | |
kemmañ ![]() |
Dinarzh a zo ur gumun eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen e Bro-Sant-Maloù, war aber ar Renk e-tal Sant-Maloù. Ur c'houronklec'h brudet eo, roet ar brall dezhañ gant ar Saozon e fin an XIXvet kantved.
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Savet eo bet Dinarzh etre bourk kozh Sant-Enogad hag an aber, dirak an draezhenn vras, ha "Sant-Enogad" e oa anv ar gumun betek 1879, "Dinarzh-Sant-Enogad" etre 1879 ha 1921 ha Dinarzh hepken abaoe.
XIVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Yann IV, bet ganet da vare brezel an Hêrez, a voe desavet e Bro-Saoz betek e driwec'h vloaz. Anavezet e voe da Zug Breizh nemetañ e 1365 hervez Kentañ Feur-emglev Gwenrann da heul e drec'h war Charlez Bleaz en Alre hag a verkas diwezh ar brezel. Met ezhomm en doa eus harp ar Saozon, ha pa darzhas ar brezel etre Bro-C'hall ha Bro-Saoz e 1369 e sinas dre guzh un emglev gant ar Saozon. Charlez V, roue Frañs, a gasas da Vreizh un arme renet gant Beltram Gwesklin hag a lakaas embann an emglev war ar groaz. Dilezet gant holl aotrouien ar vro e rankas Yann IV mont en-dro d’an harlu da Vro-Saoz d'an 28 a viz Ebrel 1373.
E 1378 e kredas da Charlez V e oa deuet poent lakaat e grabanoù war Breizh. Siwazh dezhañ, n'en doa ket priziet nerzh ar santad broadel breton. Sevel a reas ar boblañs a-enep dezhañ, forzh pe du e vefe bet hini pe hini e-doug brezel an Hêrezh. Aspedet e voe Yann IV da zont en-dro. Dilestriñ a reas hemañ e porzh Dinarzh d'an 3 a viz Eost 1379. Degemeret e voe gant un engroez entanet, gant Janed Pentevr (intañvez Charlez Bleaz), ha gant holl noblañsed ar vro.
Taolennet eo an degouezh-se er sonenn hengounel milanavezet An Alarc'h he zitl, bet embannet gant Kervarker er Barzhaz Breizh. D'an 3 a viz Eost 1929, da-geñver 650vet deiz-ha-bloaz dilestradeg Yann IV, e voe staliet un izelvos en arem (s.o. al luc'hskeudenn a-us) e porzh Dinarzh; e welet a c'haller war pourmenadenn ar loargann, eus tu hanternoz ar Yacht Club.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: graet e voe al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person en ur sevel diferadennoù na c'hellent ket bout degemeret gant ar Vodadenn vonreizhañ vroadel[2].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur gêr diouzh ar c'hiz e oa deuet da vezañ, e penn kentañ an XXvet kantved, gant Saozon binvidik o sevel tier eno. Mari Manac'h, a orin eus Benac'h, anavezet evel Lady Mond, gwreg sir Mond, roue an nikel, he doa un ti eno anvet Castle Mond. Niverusoc'h eo hañvourien Pariz en hon amzer. Brudet eo an traezhennoù, ar c'hazino, fest filmoù Breizh-Veur.
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
344 gwaz ag ar gumun gollas o buhez abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, d.le. 4,91% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[3].
Repuidi Brezel Spagn e Breizh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
E miz Meurzh 1940 e teuas ur repuad gant e diegezh eus Aodoù-an-Hanternoz da gelenn el Lycée Pierre-Cornaille deut a Bariz[4].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mervel a reas 60 den eus ar gumun abalamour d'ar brezel[3].
D'an 11 a viz Eost 1940 e kouezhas un nijerez Blenheim IV, marilhet T1850 ha kodet OM-?, eus ar 107 th Squadron eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (''Royal Air Force]]) bet kaset e gefridi war-zu Dinarzh; he zri nijour a varvas, o c'horfoù ne voent ket adkavet[5].
D'an 11 a viz Meurzh 1943 e kouezhas daou garr-nij Mosquito NF.Mk.II marilhet DD661 ha DD721 eus ar 264st Squadron eus ar Royal Air Force Volunteer Reserve (aerlu ar [[Rouantelezh-Unanet) e donvor Dinarzh; lazhet e voe ar pevar nijour, unan anezhe a voe beziet e Dinard English Cemetery, ul lodenn eus bered nevez kumun Dinarzh, ne voe ket adkavet ar c'horfoù all[5].
D'ar 7 a viz Even 1944 e voe taolet ur c'harr-nij Typhoon Ib marilhet MN515 eus ar 263rd Squadron eus ar Royal Canadian Air Force (aerlu Kanada) d'an diaz gant ar Flak nepell diouzh enez Sezambr; implijet e voe e harz-lamm gant ar sturier ha gwelet e voe o neuial tro 500 m diouzh kêr-gozh Sant-Maloù a-raok ma'z eas diwar wel; ne voe ket adkavet e gorf[5].
D'an 29 a viz Gouere 1944 e kouezhas ur c'harr-nij P-38J (marilhet 42-67304) eus aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) er Rue des Vergers e kêr Dinarzh; e sturier a voe tapet d'an Alamaned, gallout a reas achap d'an 3 a viz Eost 1944[6].
E-doug un nebeud deizioù (9 a viz Eost 1944 - 12 a viz Eost 1944) e voe kollet pemp karr-nij anavezedenniñ Piper L4 gant tirlu SUA e Dinarzh:
- daou d'an 9 (pevar milour lazhet, daou anezhe a zo douaret er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin e departamant Manche e Bro-C'hall);
- unan d'an 10 (daou vilour lazhet, douaret int er Brittany American Cemetery e Montjoie-Saint-Martin);
- daou all d'an 12[6].
Dieubet e voe Dinarzh d'ar 15 a viz Eost 1944 gant ar 83rd Infantry Division hag ar 121st Infantry Regiment eus ar 8th Infantry Division eus tirlu ar Stadoù-Unanet[7].
Trevadennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel Indez-Sina: c'hwec'h soudard a varvas.
- Brezel Aljeria: seizh milour a varvas.
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bered ar C'hommonwealth: Dinard English Cemetery e bered nevez kumun Dinarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 (Aerlu) |
![]() |
59 (Aerlu: 10; Morlu: 49) |
Dianv | 49 |
Hollad | 109 |
Ul lodenn eus bered Dinarzh a oa bet gouestlet d'ar Vreizhveuriz gant ar gumun a-raok an Eil brezel-bed. Implijet e voe e-pad ar brezel da zouarañ milourion eus ar C'hommonwealth. Re ar Morlu a varvas pa'z eas an H.M.S. Charybdis d'ar strad d'an 23 a viz Here 1943[8].
Traezhennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Peder zraezhenn bennañ zo er gumun gant ur post evezhiañ hag aveadurioù evit an hañv :
- traezhenn Port-Gwenn (Port-Blanc), e kumun Sant-Luner war un dro, an dachenn-gampiñ kêr en he hed[9] ;
- traezhenn Sant-Enogad, e-kichen karter kozh Sant-Enogad ;
- traezhenn ar Skluz, traezhenn bennañ ar gêr e-kichen ar c'hreiz-kêr. A-hed anezhi emañ ar c'hazino, ar poull-neuial ha palez ar C'hendalc'hioù ;
- traezhenn ar Prioldi, e penn reter pormenadenn ar Sklaer Loar.
Traezhenn Sant-Enogad.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
War aod Mor Breizh emañ Dinarzh, e lez kleiz aber ar stêr Renk; e lez-dehoù an aber emañ Sant-Servan, stag ouzh Sant-Maloù hiriv.
Stêrioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur stêr, ar Renk.
- Ur wazh, ar Barbine, e en em daol er Renk, e Traezheg ar Prioldi.
Emdroadur ar boblañs abaoe 1793[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Aveadurioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- An Arzhez (« L'Ourse »), mediaoueg ar gêr.
Obererezhioù, abadennoù ha darvoudoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Kit da welout ar rann Sport ivez.
- marc'had teir gwech bep sizhun war reper ar C'hoc'hu
- marc'had ar plant
- foar ar c'hozighelloù
- Festival ar Film breizhveuriat Dinarzh bep miz Here
- Dinard Comedy Festival, festival fent etre fin miz Ebrel ha penn-ketañ miz Mae,
- sizhun ar sinema alaman etre fin miz Mae ha penn-kentañ miz Even
- ar regata Cowes-Dinarzh aozet gant sikour Yacht Club Dinarzh
Touristerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur c'houronklec'h brudet eo Dinarzh. Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Starnberg | 1977 |
![]() |
Tewynblustri | 1986 |
Tud liammet gant kêr[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- an Dug Yann IV a zouar eus Bro-Saoz e dibenn ar XIVvet kantved. Kontet eo bet an douarañ-se gant unan eus kanaouennoù brudetañ ar Barzaz Breiz anvet An Alarc'h. Diskouez a ra deroù gounid Yann IV e Breizh. Ur blakenn e hent-bale an heol-loar a zalc'h soñj eus an darvoud-se.
- al livour Jean Carzou (1907-2000). E Dinarzh emañ ar mirdi Jean Carzou.
Td ganet e Dinarzh:
- Malo Colas de La Baronnais (1770-1795), ofiser chouan
- Pierre Guillaume Gicquel des Touches (1770-1824), ofiser a vor er morlu gall ha goude holandat
Tud bet e Dinarzh:
- Judith Gautier, merc'h Théophile ha mignonez Victor Hugo
- Victor Hugo, hag a oa o chom e ti Judith Gautier
- Laorañs Arabia. E Dinarzh e voe o chom e-pad e vugaleaj kentañ etre 1891 ha 1894
- Auguste ha Louis Lumière, e 1877.
- Albert Lacroix, embanner
- Kamil Ar Merser Erm (Camille Le Mercier d'Erm), barzh, istorour ha broadelour breton ha krouet en doe Strollad Broadelour Breiz e 1911. Mervel a reas e Dinarzh e 1978.
- Roger Vercel, Priz Goncourt 1934
- Agatha Christie, skrivagnerez eus Breizh-Veur
- Edouarzh VII, priñs Bro-Gembre ha war-lec'h Roue bro-Saoz
- Alberzh Iañ a Velgia
- Pablo Picasso, livour spagnol
- Winston Churchill, kentañ ministr ar Rouantelezh-Unanet
- Pierre Blayau, prezidant pennrener, bet prezidant ar PSG
- Sir Robert Mond, kimiour ha greantour hag e wreg Lady Mond
- Denys de La Patellière (1921-2013), filmaozer ha senarioour breizhat, marvet eno
- ar familh Hennessy, perc'henn ar Cognac brudet
- François Pinault, den a afer breton
- Dominique de Villepin, kentañ ministr gall (2005-2007)
- Hugh Grant, aktour eus Breizh-Veur
Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pennlec'h kanton e oa Dinarzh betek 2015. Perzh kanton Sant-Maloù-2 a zo bremañ.
Maered[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Mare | Anv | Strollad | Karg | |
---|---|---|---|---|
1790 | 1794 | Jean-François Lechapt | ||
1794 | 1795 | Jean Piet | ||
1800 | 1801 | Robert Lotelier | ||
1801 | 1804 | Victor Poulain | ||
1804 | 1813 | Robert Lotelier | ||
1813 | 1815 | Victor Poulain | ||
1815 | 1815 | Jean-Baptiste Guibourg | ||
1815 | 1815 | Robert Lotelier | ||
1815 | 1828 | Victor Poulain | ||
1828 | 1830 | Servan Couyon | ||
1830 | 1832 | Joseph Petit | ||
1832 | 1837 | Jacques Cadet | ||
1837 | 1839 | Servan Hervichon | ||
1839 | 1844 | Jean Lecourt | ||
1844 | 1848 | Servan Hervichon | ||
1848 | 1850 | Jean Lecourt | ||
1850 | 1852 | Julien Lelandais | ||
1852 | 1857 | Servan Hervichon | ||
1857 | 1861 | Jean Bruzzo | ||
1861 | 1866 | Auguste Aubert | ||
1866 | 1870 | Joseph Boinard | ||
1870 | 1871 | Élie Pompon | ||
1871 | 1871 | Henry Merlin | ||
1871 | 1876 | Jean-Marie Simon | ||
1876 | 1900 | Louis Lhotelier | ||
1900 | 1908 | Jean-Marie Degas | ||
1908 | 1919 | Paul Crolard | ||
1919 | 1927 | Paul Thorel | ||
1927 | 1930 | Paul Crolard | ||
1930 | 1932 | René Kieffer | ||
1932 | 1938 | Lucien Kester | ||
1938 | 1941 | Émile Bara | ||
1941 | 1944 | Arsène Jeanne | ||
1944 | 1944 | Armand Doury | ||
1944 | 1945 | Émile Bara | ||
1945 | 1953 | Louis Léouffre | ||
1953 | 1962 | Yves Verney | ||
1962 | 1967 | Yvon Bourges | UNR-UDT | Ministr (1965-1973 / 1973-1980) Kannad europeat (1973-1975) Senedour (1980-1998) Kannad (1962-1978) Prezidant Kuzul Rannvroel Breizh (1986-1998) Kuzulier-departamant (1964-1988) |
1967 | 1971 | André Masson | Dehoù-diseurt | |
1971 | 1989 | Yvon Bourges | UDR, RPR | |
1989 | 23 Genver 2010 | Marius Mallet[11] | Dehoù-diseurt | |
23 Genver 2010 | 4 Ebrel 2014 | Sylvie Mallet[12] | Dehoù-diseurt | |
4 Ebrel 2014 | 10 Ebrel 2017 | Martine Craveia-Schütz[13] | Dehoù-diseurt | |
10 Ebrel 2017 | 4 Gouere 2020 | Jean-Claude Mahé | Kleiz-diseurt | |
4 Ebrel 2014 | 2020 | Martine Craveia[14] | Dehoù-diseurt | |
2020 | → bremañ | Arnaud Salmon | ||
N'eo ket anavezet c'hoazh an holl fedoù. |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 45 skoliad (8 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[15].
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marc'hegerezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Jumping etrebroadel 5 sterenn, bep miz Gouere.
Tro Bro-C'hall war varc'h-houarn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1añ a viz Gouere 1948 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Trouville-sur-Mer (Calvados) ha Dinarzh ; trec'h eo Vincenzo Rossello (Italia).
- 2 a viz Gouere 1948 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Naoned ; trec'h eo Guy Lapébie.
- 17 a viz Gouere 1950 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Rouan (Seine-Indérieure) ha Dinarzh ; trec'h eo Giovanni Corrieri (Italia).
- 19 a viz Gouere 1950 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Ferdi Kübler (Suis).
- 29 a viz Mezheven 1962 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Brest ; trec'h eo Robert Cazala.
- 2 a viz Gouere 1968 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Bagnoles-de-l'Orne (Orne) ha Dinarzh ; trec'h eo Jean Dumont.
- 3 a viz Gouere 1968 : 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh hag an Oriant ; trec'h eo Aurelio González Puente (Spagn).
- 6 a viz Gouere 1989 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Dinarzh ha Roazhon (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Greg LeMond (Stadoù Unanet).
- 6 a viz Gouere 1993 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Dinarzh ; trec'h eo Djamolidine Abdoujaparov (Ouzbekistan).
- 7 a viz Gouere 1993 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Dinarzh war-du Avranches (Manche) (a-benn d'an eur dre skipailh).
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- (en) (fr) Lec'hienn Kêr Dinarzh
- Al Lec'hienn hag a lâr istor Dinarzh
- (br) Geobreizh, Dinarzh
- Lec'hienn an Ensavadur Douaroniel Broadel
- Lec'hienn Ensavadur Broadel ar Stadegoù hag ar Studioù Armerzhel (EBSSA)
- (en) Kartenn Dinarzh war Mapquest
- (fr) Dinard…ce je ne sais quoi qui nous charme (blog)
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Adhésion de Messieurs les Recteurs, Curés et autres ecclésiastiques du diocèse de Saint-Malo, en Bretagne, A l'exposition des principes sur la Constitution du Clergé, adressée à MM. les Evêques députés à l'Assemblée nationale, Imprimerie de Crapart, place Saint-Michel, Pariz, Bro-C'hall, p.20.
- ↑ 3,0 ha3,1 [1] Monumant ar re varv - Memorial Genweb
- ↑ Isabelle Le Boulanger, L'Exil espagnol en Bretagne 1937-1940, Coop Breizh, 2016, pajennoù 289
- ↑ 5,0 5,1 ha5,2 Pertes RAF
- ↑ 6,0 ha6,1 Pertes USAAF
- ↑ 39-45 Jours de guerre
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Kinnig tachenn-gampiñ kêr Dinarzh
- ↑ EBSSA
- ↑ Roet en doa e zilez d'an 8 Genver 2010. Dave: Ouest-France
- ↑ Stéphanie Bazylak, « Dinard, les Mallet restent maîtres de la mairie », Ouest-France, 24 Genver 2010.
- ↑ « Une maire, 33 conseillers municipaux, neuf adjoints », Ouest-France, 5 Ebrel 2014.
- ↑ (fr) « Arnaud Salmon officiellement maire de Dinard », Le Télégramme, 4 Gouere 2020.
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek e 2019