Mont d’an endalc’had

Janed Pentevr

Eus Wikipedia
Setu ur pennad diechu hag a denn d'an istor. Gallout a rit reiñ un tamm skoazell, ha kreskiñ ar pennad : krogit e-barzh !
Janed Pentevr

Maen-bez Janed Pentevr
Dugez Breizh
Ren 30 a viz Ebrel 1341
1365
de jure, klemmet gant Yann
ha Yann IV
Titl hep galloud
1365
10 a viz Gwengolo 1384
A-raok Yann III
Goude Yann IV
Buhez
Ganet 1319
Marvet 10 a viz Gwengolo 1384 (65 vloaz)
Gwengamp, Breizh
Bez Iliz ar Frered Minor, Gwengamp

Tiegezh Pentevr
Tad Guyon Pentevr
Mamm Janed Avaugour
Priedoù Charlez, dug Breizh eus he ferzh
Diskennidi Yann I, kont Pentevr
Relijion Katolik

Janed Pentevr, lesanvet Janed ar Gammez[1] (war-dro 132410 a viz Gwengolo 1384) e Gwengamp) a voe dugez Breizh suo jure[2] war un dro gant Charlez Bleaz (iure uxoris[3]) adalek an 30 a viz Ebrel 1341 betek a 12 a viz Ebrel 1365, e-pad bloavezhioù Brezel Hêrezh Breizh pa voe graet klemm war he zitl gant tiegezh Moñforzh. Ouzhpenn-se e oa kontez Pentevr. He ren a voe merket gant ar brezel diabarzh a oa deuet da vezañ un dachenn emgann evit rouantelezhioù Bro-C'hall ha Bro-Saoz en o brezel Kant Vloaz. Gant roue Bro-C'hall e voe harpet tra ma voe harpet Yann Moñforzh gant roue Bro-Saoz. Goude ar brezel e chomas gant titl dugez Breizh, hep ar galloud avat.

Merc'h e oa da Guy Pentevr, breur da Yann III, dug Breizh, ha Janed Avaugour e oa. Bugel nemeti he zad e oa. Ouzhpenn-se, dre ma oa divugel an dug e oa pennhêrez nemeti kurunenn an Duged ouzhpenn d'he gwirioù war kontelezh Pentevr.

E 1335 e voe marc'hataet dimeziñ Janed gant John Eltham, earl Kernev-Veur ha breur roue Bro-Saoz, Edouarzh III met ne'z eas ket gwall bell hag e 1337 e timezas da Charlez Bleaz en Pariz.

E 1341, da varv Yann III, e voe fiziet an dugelezh enno, gant skoazell an noblañsed ha gant asant roue Bro-C'hall, Fulup VI a aotreas Charlez Bleaz d'ober enor evit an dugelezh. Nemet e voe klemmet an titl gant Yann Moñforzh, mab da Yolanda Moñforzh, eil pried an dug Arzhur II. Yann III en doa klasket pellaat bugale Yolanda diouzh an hêrezh, betek klask lakaat eil dimeziñ e dad da vezañ nullet, en aner. Yann Moñforzh a voe heuliet gant ul lodenn eus an noblañs izel ha kendalc'het e voe ar stourm goude e varv zoken, gant e wreg Janed Flandrez evit o mab Yann IV. Prizoniad e voe Charlez Bleaz e-pad ul lodenn eus ar brezel a-raok mervel en emgann an Alre a voe trec'h ar re Moñforzh.

Gant feur-emglev Gwenrann e voe aotreet Janed da implijout titl dugez Breizh, met da Yann IV e voe roet ar galloud. He diskennidi o dije bet droed da gaout an dugelezh avat ma varvje ar re Voñforzh dihêr. E 1379 e savas a-du gant Yann IV pa glaskas roue Bro-C'hall stagañ Breizh ouzh e vro.

Dimeziñ ha bugale

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Janed ha Charlez o doa bet ar vugale da heul :

Kuzulierien Janed Pentevr

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
1348 Geoffroy de Kermenguy [4]
  1. Jeanne de Penthièvre, Jeanne la Boiteuse e galleg.
  2. "Dre he gwir dezhi".
  3. "Dre wir ar pried".
  4. Pol Potier de Courcy. Nobiliaire et Armorial de Bretagne, levrenn II. Naoned & Pariz, 1862, p. 37 (traoñ).