Sezambr
Arabat droukveskañ gant Enez Sesambre, e Chile.
Sezambr[1] (Cézembre e galleg) a zo un enezenn e kumun Sant-Maloù, 4 km er-maez, hogen 3,5 km eus Sant-Enogad, e Dinarzh. 700 metrad hed zo dezhi ha 250 metrad led d'ar muiañ, ha 18 hektar dindani.
Didud eo war-bouez un ostaleri digor e-pad an hañv. Ul lodenn vat eus an enez a zo berzet d'an dud abalamour d'ar bombez hag obuzioù manet didarzh abaoe an Eil Brezel-bed. Eno e oa ur c'hreñvlec'h alaman a dalas e-pad teir sizhunvezh, e miz Eost 1944, ouzh bombezadegoù kalet ar Re Unanet. Ur gwarezva natur eo bremañ.
Skeudennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tour-tan al Liorzh Vras er mervent da Sezambr
Lec'hioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Cape Sambro[2], e Nova Scotia, a deufe e anv eus anv Sezambr[3].
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |