Mont d’an endalc’had

Enez Sezon

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag an Aber-Ac'h ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Enez Sezon
Kreñvlec'h Sezon, e 2015
Kreñvlec'h Sezon, e 2015
Anv(ioù) all Sezon
Anv gallek Île Cézon
Geografiezh
Lec'hiadur Mor Breizh (Meurvor Atlantel)
Daveennoù lec'hiañ 48° 36′ 23″ N, 4° 35′ 10″ K
Geologiezh Enez kevandirel
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Leon Bro-Leon
Departamant  Penn-ar-Bed
Kumunioù Landeda
Poblañs
Poblañs 0 ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Sezon pe Enez Sezon (distaget Sezoun, Chezoun, Chehoun er vro) zo un enezenn didud e kumun Landeda, e genoù an Aber-Ac'h, e Penn-ar-Bed hag e Bro-Leon. Moaien zo da vont di pa vez izel ar mor. An anv Sezon a zeufe deus ar ger Saozon[1].

Warni ez eus ur c'hreñvlec'h a oa bet savet gant Vauban e 1694. En amzer-se e veze graet kalzik a genwerzh dre borzh bihan an Aber-Ac'h. Evit difenn ar porzh e oa bet divizet gant Vauban ober labourioù a voe kaset da benn buan etre 1694 ha 1695. Kabitendi an Aber-Ac'h a voe staliet er c'hreñvlec'h, gant un toullad soudarded ha kanolioù. Betek an XIXvet kantved e voe pouezus ar c'hreñvlec'h evit difenn al lodenn-se eus an aod. Dilezet e voe e 1889. Adimplijet e voe e-pad an Eil brezel-bed, gant an Alamaned, a savas bunker-ioù war mogerioù ar c'hreñvlec'h. A-hervez e oa ur c'hreñvlec'h war an enezenn en Henamzer dija, da vare ar Gelted.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) "Un lieu d'histoire" war lec'hienn ar gevredigezh Enez Sezon - Île Cézon
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.