Eusa
Eusa | ||
---|---|---|
![]() Eusa gwelet gant al loarell SPOT. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Ouessant | |
Bro istorel | Bro Leon | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Penn-ar-Bed | |
Arondisamant | Brest | |
Kanton | Eusa (betek 2015) Lokournan (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 29155 | |
Kod post | 29242 | |
Maer Amzer gefridi | Denis Palluel 2020-2026 | |
Lec'hienn web | http://www.ouessant.org | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 832 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 53 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ 0 m — brasañ 61 m | |
Gorread | 15,58 km² | |
kemmañ ![]() |
Eusa, pe Enez-Eusa, zo un enezenn hag ur gumun a-vaez da aodoù kornôg Bro-Leon, e gwalarn departamant Penn-ar-Bed, e Breizh. Eusaiz, Isañviz a vez graet eus an enezourien, ha Maoutiged eo o lesanv en abeg da vent vihan deñved an enez.
Bourc'h Lambaol eo an tolpadur-tud brasañ.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
En Henc'hres e oa anavezet an enez dindan an anv Ουξισάμα Ouxisáma, diwar ar galianeg ux- "uc'h, uhel" ha -sama "-kenañ", peogwir e vez gwelet a-bell[3]. Uxantis e oa an anv latin en Itinerarium Antonini, Ussant e galleg e 1350[3] ha Ouessant e galleg hiziv. Heißant eo an anv nederlandek a lenner war ar c'hartennoù kozh (e C. de Finesterre)[4], hag Ushant eo an anv saoznek.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ur studiadenn diwar-benn brezhoneg Eusa gant Dom Malgorn a voe embanneten Annales de Bretagne et des pays de l'Ouest e 1909[5]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936 : ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[6].
Ya d'ar Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 23 a viz Gouere 2009 e oa bet votet live 2 ar garta Ya d'ar brezhoneg gant Kuzul-kêr ar gumun.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
|
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Meneget e voe Enez-Eusa gant an douaroniour henc'hresian Eratosthenes en trede kantved a-raok Jezuz-Krist.
- Darempredet e veze gant an drouized en amzer ar Gelted kozh.
VIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gweladennet e voe Eusa gant Paol Aorelian.
XIVvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Gwastet e voe gant ar Saozon.
XVIIIvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Adstaget e voe ouzh rouantelezh Frañs.
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret : e penn-kentañ 1791 e voe nac'het al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant ar person, Yves Laot, ha gant Jean-Marie Trebaol, kure[7].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Brezel-bed kentañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 82 waz eus ar gumun, da lavarout eo 2,78% eus he foblañs e 1911, a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[8].
Eil Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Nijerezioù ar Royal Air Force (aerlu ar Rouantelezh-Unanet) aet d'ar strad : d'ar 27 a viz Meurzh 1941 e kouezhas un nijerez Blenheim IV marilhet T2332 ha kodet PZ-O eus ar 53th Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he zri nijour, unan anezhe a voe douaret e bered kumun Gwidel hag unan all e Perroz-Gireg, ne voe ket kavet korf an trede hini ; d'ar 5 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Hampden marilhet AD738 ha kodet VN-? eus ar 50 Squadron er mor nepell eus Eusa ; lazhet e voe he fevar nijour, ne voe kavet korf ebet ; d'an 10 a viz Ebrel 1941 e kouezhas un nijerez Spitfire I marilhet P9396 ha kodet LY-? eus ar 1st Photographic Reconnaissance Unit Squadron er mor en norzh da Eusa ; lazhet e voe he levier, ne voe ket kavet e gorf ; d'ar 4 a viz C'hwevrer 1942 e kouezhas un nijerez Whitley V marilhet P5050 ha kodet YG-M er mor nepell eus Keranchas ; he c'hwec'h nijour a voe tapet gant an Alamaned[9].
- Nijerezioù aerlu ar Stadoù-Unanet (United States Army Air Forces) aet d'ar strad : d'ar 18 a viz Du 1942 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-10-BO (anvet Floozy, marilhet 41-24474 ha kodet GY-?) er mor etre Eusa ha Beg Lokmazhe gant dek den e bourzh ; nav anezhe a voe tapet gant an Alamaned, ne voe ket adkavet an dekvet hini[10] ; d'ar 6 a viz Genver 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Short Snorter" ha marilhet 41-23997, 1st Squadron, 480th Antisubmarine Group) e donvor Eusa gant eizh den en e vourzh ; ne voe ket adkavet ar c'horfoù ; d'ar 16 a viz Ebrel 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-24D-15-CO (anvet "Missouri Sue", marilhet 41-24122 ha kodet YM-?) e donvor Eusa gant dek milour en e vourzh ; ne voe adkavet korf ebet[10]; d'ar 1añ a viz Mae 1943 e kouezhas ur c'harr-nij B-17F-25-BO (anvet "Vertigo", marilhet 41-24547 ha kodet OR-T, 8vet Air Force, 91vet Bomb Group, 323vet Squadron, diazezet e Bassingbourn) er mor e Baz ar Fourn nepell diouzh Eusa gant dek milour en e vourzh ; o tistreiñ eus ur vombezadeg e Sant-Nazer edo an nijerez pa voe taget gant nijerezioù alaman Focke-Wulf 190[11] ; tapet e voe pemp nijour gant an Alamaned, mervel a reas ar re all, met ne voe ket kavet o c'horfoù[10].
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
1 (Aluzenner) |
![]() |
1 (Marin a-genwerzh) |
Dizanv | 5 |
Hollad | 7 |
- E-kerzh ar Brezel-bed kentañ e varvas an aluzenner[12].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Aodoù roc'hellek gant porzhioù bihan (Porzh Arlann, Porzh an Ejen, Porzh Lambaol, Porzh ar Stif, Porzh Yuzin);
- Chapel Sant-Gwenole, kouezhet en he foull.
- Chapelioù Sant-Gweltaz ha Kêrber.
- Ekomirdi Niou-Uhelañ, mirdi teknikoù ha hengounioù Eusa.
- Iliz Sant Pol Lambaol 19vet : delwennoù eus an 17vet/18vet kentved.
- Kroazioù niverus.
- Mirdi an Tourioù-tan hag ar Balizennoù[13]
- Milin adsavet.
- Mogerioù mein anvet "ar gwaskedoù".
- Monumant ar re varv, luc’hskeudennoù ha kartenn-bost[14],[15].
- Tour-tan ar Stif (1699).
- Tour-tan ar C'hreac'h (1863).
- Tour-tan ar Gazeg (1911).
- Tour-tan Kereon (1916).
- Tour-tan an Ividig (1936).
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Roll ar vaered adalek 1790 | ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
|
|
|
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
Eusa el livouriezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Henry Moret (1856-1913)
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Michel Jaouen (1920), beleg
Tud interet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Jean-Yves Cozan (1939-2015), politiker, kuzulier kanton etre 1978 ha 2015.
Tartan[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Abaoe 2010 he deus Enez Eusa deus un tartan: [1].
Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Patrig Gouedig, Enez-Eusa: Envoriou Tud Eusa, Embannadurioù Brud Nevez, 1984, 279 p.
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ INSEE
- ↑ 3,0 ha3,1 L. Deroy ha M. Mulon, Dictionnaire des noms de lieux, Le Robert, 1992, p. 360.
- ↑ (nl) Maritiem Digitaal
- ↑ Le breton d'Ouessant, niv. 25-2, pp. 199-253.
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 265, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936.
- ↑ Kristof Jezegoù, Hor Bro e-pad ar Revolusion, Ti-moullañ Ar Bobl, Karaez, 1915, pajenn 42
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Pertes RAF Finistère
- ↑ 10,0 10,1 ha10,2 Pertes USAAF Finistère
- ↑ Société Archéologie Maritime du Morbihan
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ Lec'hienn ofisiel
- ↑ Memorial Genweb
- ↑ Bretania
- ↑ Obenheim
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |