Strizh-mor ar Froñveur

Eus Wikipedia
Ar Froñveur, etre Eusa hag enezeg Molenez

Emañ strizh-mor ar Froñveur etre enezeg Molenez hag enez Eusa. Gallout a ra ar gasenn tizhout 7 skoulm en hanter vare ha mont betek 9 skoulm e lec’hioù zo. Dañjerus-kenañ eo d'ar bagoù pa c’hwezh an avel a-enep d’an dour.

Evit diogeliñ ar Froñveur ez eus daou dour-tan: hini ar Gazeg hag hini Kereon.