Enezeg Molenez
Aller à la navigation
Aller à la recherche
Enezeg Molenez zo un enezeg e gwalarn Breizh, etre Konk-Leon hag an douar bras er reter hag Eusa er gwalarn. Evit a sell ar velestradurezh ez int stag ouzh kumun Konk-Leon, war-bouez Molenez hag a zo ur gumun.
An enezeg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Setu an inizi a ya d'ober an enezeg:
- Molenez
- Kemenez
- Trielen
- Benniged
- Balaneg
- Banneg
- Litiri
- Ledenez Kemenez pe Kemenez Vihan[1] (stag ouzh Kemenez d'an dazre)
- Morgaol
- Ledenez Molenez pe Molenez Vihan[2], a zo-hi stag ouzh Molenez d'an izelvor, ha rannet etre "Ledenez Vras" (tost da Volenez) ha "Ledenez Vihan"[3][4] d'an uhelvor.
Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Renabl anoiou lehiou inizi kornog Goueled Leon gant Mikael Madeg, p. 147
- ↑ Renabl anoiou lehiou inizi kornog Goueled Leon gant Mikael Madeg, p. 113
- ↑ J. Cuillandre (genidik eus Molenez), Toponymie de l'archipel Ouessant-Molène, Annales hydrographiques, 1949, p.32
- ↑ Renabl anoiou lehiou inizi kornog Goueled Leon, p. 114.
|
![]() |
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |