Mont d’an endalc’had

Enez Prad an Dug

Eus Wikipedia

Enez Prad an Dug (Île de la Prairie-au-Duc e galleg) a oa un enezenn el Liger, e kêr Naoned, hiziv stag ouzh Enez Naoned.

Inizi al Liger e Naoned (1883).


Dug Breizh an hini a oa perc'henn war an inizi el Liger, ha sede a belec'h e teu anv an enez-mañ.

D'an 9 a viz Gouhere 1485 eo en enez e voe krouget Pierre Landais, kentañ kuzulier an dug Frañsez II a Vreizh, ouzh ar post kroug savet gant ar c'huzulier meur a vloaz a-raok.

En XIXvet kantved e voe greantelaet ar c'hornad, dreist-holl goude savet ar Pont Haudaudine en 1876 ha digoret an ti-hent-houarn Gare de Nantes-État en 1887. E 1896 e voe krouet an embregerezh Biscuiterie nantaise, ha staliet he sez eno, plasenn Frañsez II.