Mont d’an endalc’had

Enez Neuve

Eus Wikipedia
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ diwar-benn inizi Breizh hag al Liger ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Ur pennad Enez Neuve-Macrière zo ivez.
Enez Neuve
Anv gallek Île Neuve
Geografiezh
Lec'hiadur Liger
Daveennoù lec'hiañ 47° 18′ 44″ N, 1° 20′ 56″ K
Gorread 0,47 km²
Geologiezh Enez stêr
Melestradurezh
Bro Breizh
Bro hengounel Bro-Naoned
Departamant Liger-Atlantel Liger-Atlantel
Kumunioù Keller
Poblañs
Poblañs ? ann.
Titouroù all
Gwerzhid-eur UTC+01:00

Enez Neuve (Île Neuve e galleg) zo un enezenn e stêr al Liger, etre Ankiniz ha Naoned, e kumun Keller, el Liger-Atlantel hag e Bro-Naoned, e gevred Breizh.

Tost da ribl dehoù ar stêr (en Norzh) emañ an enezenn. Muzuliañ a ra 2,7 km a hirder ha 340 m a ledred, gant ur c'horread a 47 ha[1]. Emañ Enez Dorelle er biz da Enez Neuve.

N'eus pont ebet a stag an enezenn ouzh ribloù ar stêr met moaien zo da vont di dre ur roudouz pa vez disec'het brec'h norzh al Liger.

Arabat kemmeskañ an enezenn-mañ gant Enez Neuve-Macrière hag a zo 8 km e krec'h al Liger

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) "Île Neuve", Études des Îles de Loire - Conservatoire régional des rives de la Loire et de ses affluents - 18/03/2005 (Studioù Inizi al Liger - Mirva rannvroel ribloù al Liger hag hec'h adstêrioù)
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh.