Enizenac'h
Enizenac'h | ||
---|---|---|
![]() Ar porzh. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Île-aux-Moines | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Gwened | |
Kanton | Gwened-2 | |
Kod kumun | 56087 | |
Kod post | 56780 | |
Maer Amzer gefridi | Philippe Le Berigot 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | www.mairie-ileauxmoines.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 627 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 196 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 30 m bihanañ -1 m — brasañ 31 m | |
Gorread | 3,20 km² | |
kemmañ ![]() |
Enizenac'h a zo ur gumun hag un enezenn eus Breizh e pleg-mor ar Mor-Bihan hag ur gumun eus kanton Gwened-2 e departamant ar Mor-Bihan.
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar Brezoneg er Skol[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Enizenac'h e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet e kanton Aradon; e Bann Gwened e oa; dilamet e voe kanton Aradon ha lakaet e voe Enizenac'h e Kanton Gwened-Kornôg gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix; lakaet e voe Enizenac'h en Arondisamant Gwened bet krouet e 1800[3],[4].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 36 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,22 % eus he foblañs e 1911[5].
- Eil Brezel-bed:
- d'ar 14 a viz Eost 1944 e kouezhas un nijerez (Mosquito VI marilhet HR139 ha kodet LA-?) eus aerlu ar Rouantelezh-Unanet (Royal Air Force') en Enizenac'h; mervel a reas an daou nijour ha douaret e voent e bered ar gumun[6];
- Eil Brezel-bed: mervel a reas 21 den ag ar gumun abalamour d'ar brezel[7].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
2 |
Hollad | 2 |
Karrnijourion e oant o-daou. Marvet int d'ar 14 a viz Eost 1944, e-pad an Eil Brezel Bed[8].
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emdroadur ar boblañs abaoe 1968[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Geneviève Asse, livourez hag engravourez bet ganet e Gwened e 1923, he doa un ti hag ul labourva eno,
- Gabriel Yared, sonaozer,
- Yann Guichard, merdeer.
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne: ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 143
- ↑ Cassini - EHESS - Enizenac'h - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Commonwealth War Graves Commission