Mont d’an endalc’had

Bann Gwened

Eus Wikipedia

Bann Gwened a oa ur rann velestradurel ha lezvarnel e departamant ar Mor-Bihan e Breizh. Krouet e voe gant lezenn an 23 a viz Eost 1790[1]. Setu amañ roll e seizh kanton:

Lez-varn ar bann

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dilennet e voe pemp barner d'ar 4 a viz Here ha tri advarner d'ar 5 a viz Here 1790 en ur heuliañ al Lezenn eus ar 16 hag ar 24 a viz Eost 1790. Evit kaout gwir da votiñ e ranke ar geodedourien bout pinvidik mat: graet e veze dilennourien an eil derez anezhe, 52 e oant er bann[2].

Dilamet ar bannoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[3].

Dave ha notennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 20
  2. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajennoù 45 ha 46
  3. Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187