Kanton Gwened (1790)

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche

Krouet e voe Kanton Gwened e 1790 [1] hervez un dekred bet kemeret gant ar Vodadeg Vroadel d'an 22 a viz Kerzu 1789. Ur rann velestradurel ha lezvarnel hag ur bastell-vro dilenn eus Bann Gwened e departamant ar Mor-Bihan e oa. Div gumun a oa ennañ:

Dilamet e voe gant ar Goñvañsion e miz Even 1793 hag adsavet gant ar C'huzul-Ren hervez ar Vonreizh bet votet d'ar 26 a viz Here 1795. Krouet e voe daou ganton nevez, Gwened-Kornôg ha Gwened-Reter [2], gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix.

Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 374
  2. Cassini - EHESS - Fichenn ar gumun