Gwened
Gant ar ger Gwened e tegouezher amañ. Evit sterioù all ar ger, gwelit Gwened (disheñvelout).
Gwened | ||
---|---|---|
![]() Ar ramparzhioù. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Vannes | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan (pennlec'h) | |
Arondisamant | Gwened (pennlec'h) | |
Kanton | Pennlec'h tri c'hanton: Gwened-1, Gwened-2, Gwened-3 | |
Kod kumun | 56260 | |
Kod post | 56000 | |
Maer Amzer gefridi | David Robo 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Mor Bihan - Gwened Tolpad-kêrioù (sez) | |
Bro velestradurel | Bro Gwened | |
Lec'hienn web | br.mairie-vannes.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 54 017 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 1 672 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 22 m bihanañ 0 m — brasañ 56 m | |
Gorread | 32,3 km² | |
kemmañ ![]() |
Gwened a zo ur gêr eus Breizh ha kêr-benn Bro-Gwened, e foñs ar Mor Bihan. Pennlec'h departamant ar Mor-Bihan, Arondisamant Gwened ha tri c'hanton eo ivez. 53 218 annezad a oa enni d'ar 1añ a viz Genver 2016, 135 882 e Gwened Tolpad. Prizet eo ar gêr gant an douristed evit he glad hag he endro. Ur pol deskadurezh uhel eo.
Darioritum a oa he anv e mare ar Weneted hag ar Romaned. Kêr-benn Bro-Ereg e teuas da vezañ er VIvet kantved e mare ar brezelioù etre ar Franked hag ar Vrezhoned. Ur gêr a-bouezh e teuas da vezañ gant an Duged. Mogeriet eo ar gêr kozh c'hoazh hiziv gant ramparzhioù bras eus ar mare-se, arouez galloud Dugelezh Breizh.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- War aod ar Mor Bihan emañ Gwened.
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Stummoù skrivet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Benetis, 400; Venetis, VIIt; Veneda, 818; Venedia, 826; Vednedia, 833; Venedi, 850; Vanetensis, 1187; Vennes, 1263; Venes, 1288; Vennes, 1311; 1316; 1318; Vanes, 1320; Vannes, 1332; Vanne, 1334; Vannes, 1339; Vannes, 1343; Vennes, 1428; 1440; 1516; Vannes, 1560; Vennes, 1561; 1592; Vannes, Vannetois, 1592; Vennes, 1709
Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"En gul e erminig tremenant en argant, gwakoliet etre aour hag erminoù".
- Sturienn : À ma vie
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kêr-benn gozh Bro-Ereg hag eskopti Gwened eo kêr Gwened ivez.
Henamzer[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Darioritum eo anv ar gêr savet eno gant ar C'halianed-Romaned.
- Un hent roman a gase eus Darioritum (Gwened bremañ) da Lokmaria-Kemper[2].
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Gwened e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet Gwened da benn ur c'hanton, hini Gwened, da benn ur bann, Bann Gwened[3], seizh kanton ennañ: an Elven, Aradon, Gregam, Gwened, Sant-Teve, Sarzhav ha Surzhur, ha da benn departamant ar Mor-Bihan. Gant Bonreizh Bloaz III (22 a viz Eost 1795) e voe lamet ar bannoù ha bodet e veze kuzulioù-kanton (ne chome tamm emrenerezh ebet gant kumunioù ar c'hanton)[4]. Lodennet e voe Kanton Gwened e kantonioù Gwened-Kornôg ha Gwened-Reter, e 1801 gant lezenn an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801)[5], dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix. Lakaet e oa bet Gwened da bennlec'h Arondisamant Gwened krouet e 1800.
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1862: dont a ra an hent-houarn betek Gwened.
- Brezel 1870-1871: 39 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[6].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 774 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 3,30 % eus he foblañs e 1911[7].
- Fuzuilhet e voe ur milour breizhat bet soudardaet e Gwened gant al Lu gall d'an 10 a viz Gwenholon 1916[8].
- D'an 21 a viz Even 1940 e tegouezhas al lu alaman e Gwened[9].
- Daou frontstalag a oa e Gwened e 1940, an Niv. 183 hag an Niv. 183a[10];
- Maurice Marchais, maer ar gumun, a voe digarget evit miz d'an 28 a viz Du 1940 gant ar prefed Piton evit bout bet graet Vieille ganache (Beulke kozh) eus Pétain; flatret e oa bet gant ur jeneral gall eus Aradon d'ur senedour kozh, hennezh a zislerias anezhañ d'ar prefed; digefridiet e voe Marchais da vat d'an 11 a viz Kerzu 1940 gant ur skrid-embann maodiernel[11],[12].
- Dieubet e voe Gwened d'ar 5 a viz Eost 1944 gant "Combat Command B" ar 6th Armored Division eus lu SUA hag ar Rezistañs[13].
- D'ar 16 a viz C'hwevrer 1945 e voe skoet Gwened gant tri obuz alaman tennet eus Plouharnel, lazhet e voe seizh den[14].
- D'an 16 a viz Mae 1945 e voe kavet korfoù marv pevar den eus ar gumun, izili eus ar Rezistañs, bet boureviet, lazhet ha mañsonet d'an 13 a viz Gouere 1944 gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e Sant-Pêr-Kiberen[15].
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D’an 12 a viz Here 2007 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
- D'an 8 a viz Kerzu 2007 e oa bet roet d'ar gumun al label Ya d'ar brezhoneg live 1.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Kumun gentañ Breizh eo bet e-keñver an niver a vugale skoliataet er skolioù divyezhek hag e Diwan e 2009.
- Klasoù divyezhek hag ur skol Diwan a zo eno abaoe 1993.
- E distro-skol 2022 e oa enskrivet er skol Diwan hag er c'hlasoù divyezhek 572 skoliad (6,5 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[16]
Bugaligoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ur vagouri vrezhonek dre soubidigezh zo bet digoret gant ar gevredigezh "Babigoù Breizh".
Tud[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Youenn Drezen a zalc'has un davarn e kreiz-kêr Gwened, e-tal ar maerdi.
- Jean Mathurin Thomazo (26 a viz Even 1892 e Pluergad-10 a viz Gwenholon 1916), soudard breizhat, soudardaet e Gwened, bet fuzuilhet gant al Lu gall e departamant Somme (Bro-C'hall) e-pad ar Brezel-bed kentañ[17],[18].
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1842 : René Kerviler (bet ganet René Mathurin Marie Pocard du Cosquer de Kerviler), ijinour, henoniour ha levrrollour breizhat (ha gall).
- 1860 : Émile Jourdan, arzour.
- 1861 : Aogustin Gwilhevig, beleg katolik breizhat ha yezhadurour brezhoneg.
- 1866 : Edmond Filhol de Camas, milour, skiantour ha senedour ar Mor-Bihan[19].
- 1923 : Geneviève Asse, livourez hag engravourez
- 1934 : Yves Coppens, henouennoniour.
Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1805 : Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen", fuzuilhet d'ar 5 a viz Genver.
- 1825 : Marie-Louise de Lamoignon (Mamm Sant-Loeiz hec'h anv relijiel) gwenvidigez, savet ganti Urzh Seurezed Sant-Loeiz.
- 1888 : Yann-Vari ar Joubiouz, barzh brezhonek.
- 1959 : Iwan an Diberder, skrivagner brezhonek.
- 1964 : Joseph Le Pévédic, maer Pleñver, kuzulier Kanton Belz ha kannad ar Mor-Bihan e Kambr an deputeed[20].
- 2001 : Turiaw ar Menteg, beleg ortodoks ha brezhonegour.
- 2021 : Yannig Audran, skolaer, soner ha skrivagner brezhonek.
Ardamezeg ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
de Gibon
Aotrounez Coëtlagat, e Sant-Padarn. |
En gul e deir manal ed en aour |
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Iliz-Veur Sant Pêr (XIIIvet-XIXvet kantved)
- Iliz katolik Sant Padern
- Chapel Sant-Erwan (XVIvet kantved) er skolaj Jules-Simon
- Chapel ar Roc'hig (XVIvet kantved)
- Mogerioù-kreñv (ramparzhioù) gant tourioù ar Boultrennerezh hag ar C'honestabl
- Kastell an Erminig savet e penn kentañ an XVIIIvet kantved war-lerc'h ar c'hastell-kreñv savet gant Yann IV (dug Breizh).
- Karterioù kozh
- Mirdi hendraouriezh
- Mirdi an Arzoù kaer (Mirdi ar C'hoc'hu)
- Mirdi ar Pleg-Mor hag ar Mor
- Liorzhoù publik
- Enez Koulev
Roet eo bet al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor dezhi.
Bezioù ar C'hommonwealth e bered ar gumun (Boismoreau)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Niver a soudarded |
---|---|
![]() |
2 |
![]() |
7 |
Hollad | 9 |
Karrnijourion e oant holl. Marvet int e-pad an Eil Brezel Bed, pevar anezhe e miz Du 1940, ar re all e miz Du 1942 pa gouezhas o c'harr-nij (Wellington marilhet BJ 768) e Gregam[21],[22],[23].
Emdroadur ar boblañs 1793-2012[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

52 648 annezad a oa hervez niveradeg 2012, ha 53 218 d'ar 1añ a viz Genver 2016.
Maered Gwened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 1933-1941 : Maurice Marchais
- 1941-1944 : Edmond Germain
- 1944-1944 : Maurice Marchais
- 1944-1944 : Sabine de La Barre de Nanteuil
- 1945-1945 : Gustave Thébaud
- 1945-1965 : Francis Decker
- 1965-1977 : Raymond Marcellin
- 1977-1983 : Paul Chapel
- 1983-2001 : Pierre Pavec
- 2001-2004 : François Goulard
- 2004-2007 : Norbert Trochet
- 2008-2011 : François Goulard
- abaoe 2011 : David Robo
Sport[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Rugbi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ar c'hlub a-vicher nemetañ e Breizh eo Rugbi Klub Gwened. E PRO D2 e c'hoari, da lavarout eo en eil rummad.
Mell-droad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Marc'hhouarnezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tro Bro-C'hall e Gwened[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- 26 a viz Mezheven 1925 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Nicolas Frantz (Luksembourg).
- 27 a viz Mezheven 1925 : loc'hañ a ra 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
- 25 a viz Mezheven 1927 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Gustaaf Van Slembrouck (Belgia).
- 26 a viz Mezheven 1927 : loc'hañ a ra 8vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde) (a-benn d'an eur).
- 21 a viz Mezheven 1928 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Marcel Bidot (Bro-C'hall).
- 22 a viz Mezheven 1928 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde) (a-benn d'an eur).
- 4 a viz Gouere 1929 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Gustaaf Van Slembrouck (Belgia).
- 5 a viz Gouere 1929 : loc'hañ a ra 6vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
- 5 a viz Gouere 1930 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Omer Taverne (Belgia).
- 6 a viz Gouere 1930 : loc'hañ a ra 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
- 3 a viz Gouere 1931 : 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo André Godinat (Bro-C'hall).
- 4 a viz Gouere 1931 : loc'hañ a ra 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Les Sables-d'Olonne (Vañde).
- 16 a viz Gouere 1947 : 18vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Les Sables-d'Olonne (Vañde) ha Gwened ; trec'h eo Pietro Tarchini (Suis).
- 17 a viz Gouere 1947 : 19vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Sant-Brieg (a-benn d'an eur) ; trec'h eo Raymond Impanis (Belgia).
- 14 a viz Gouere 1954 : 7vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Brest ha Gwened ; trec'h eo Jacques Vivier (Bro-C'hall).
- 15 a viz Gouere 1954 : loc'hañ a ra 4e tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Añje (Maine-et-Loire).
- 29 a viz Mezheven 1985 : 1añ tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Lannarstêr ; trec'h eo Rudy Matthijs (Belgia).
- 5 a viz Gouere 1993 : 2l tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Les Sables-d'Olonne (Vañde) ha Gwened ; trec'h eo Wilfried Nelissen (Belgia).
- 6 a viz Gouere 1993 : 3e tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Dinarzh ; trec'h eo Djamolidine Abdoujaparov (Ouzbekistan).
- 5 a viz Gouere 2000 : 5vet tennad-hent Tro Bro-C'hall etre Gwened ha Gwitreg; trec'h eo Marcel Wüst (Alamagn).
- 12 a viz Gouere 2015 : loc'hañ a ra 9vet tennad-hent Tro Bro-C'hall eus Gwened war-du Pluveleg (a-benn d'an eur, a-skipailhoù).
Liammoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Darempredoù etrebroadel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Mons | 1952 |
![]() |
Cuxhaven | 1963 |
![]() |
Fareham | 1967 |
Keveleriñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Bro | Kêr | Abaoe |
---|---|---|
![]() |
Baroueli (Ségou) | 2002 |
![]() |
Wałbrzych | 2001 |
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Daveoù ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Henri Guiriec, La Région de l'Ellé - bas et haut Ellé, e ti an aozer, 1939, (e galleg), pajenn 16
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 36
- ↑ Jean-Louis Debauve, La Justice révolutionnaire dans le Morbihan, e ti an aozer, Pariz, 1965, pajenn 187
- ↑ Cassini - EHESS - Gwened - Fichenn ar gumun
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv e Bered Boismoreau
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv e Pladenn ar Warenn
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
- ↑ Archives départementales du Morbihan, Le Morbihan en guerre 1939-1945, 2009, pajenn 24
- ↑ Anonymes, Justes et Persécutés durant la période Nazie dans les communes de France
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Roger Leroux, Le Morbihan en guerre 1939-1945, Imprimerie de la Manutention, Mayenne, 1991, pajenn 48
- ↑ Éric Rondel, Les Américains en Bretagne, pajenn 142, Éditions Astoure, 2008
- ↑ "Ouest-France", d'ar 16 a viz C'hwevrer 2015
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajennoù 322-329
- ↑ Distro-skol ar c’helenn divyezhek
- ↑ Ouest-France, d'al Lun 4 a viz Du 2013, pajennoù "An Oriant"
- ↑ Fédération morbihannaise de la Libre Pensée
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Annik Le Guen, Le Morbihan sous le Gouvernement de Vichy, Miz Kerzu 1993
- ↑ Commonwealth War Graves Commission
- ↑ René Le Guénic, Morbihan - Mémorial de la Résistance, 1998, pajenn 258
- ↑ Pertes RAF Morbihan
- Kumunioù ar Mor-Bihan
- Kumunioù bet krouet er Mor-Bihan e 1790
- Gwened
- Kumunioù Bro Wened
- Pennlec'hioù departamantoù Bro-C'hall
- Pennlec'hioù bannoù Breizh
- Soudarded vreizhat bet fuzuilhet gant al lu gall e-pad ar Brezel-bed kentañ
- Bezioù-brezel ar C'hommonwealth er Mor-Bihan
- Tud lakaet d'ar marv gant al lu alaman e kreñvlec'h Pentevr e 1944