Begnen
Arabat droukveskañ gant parrezioù Bignon e Bro-Gwiniegi Naoned ha Benion e-kichen Gwern-Porc'hoed (su Bro-Sant-Maloù).
Begnen | ||
---|---|---|
Hent-korriganed Kergonfalz. | ||
![]() | ||
Anv gallek (ofisiel) | Bignan | |
Bro istorel | Bro-Gwened | |
Melestradurezh | ||
Departamant | Mor-Bihan | |
Arondisamant | Pondi | |
Kanton | Sant-Yann-Brevele (betek 2015) Mourieg (abaoe 2015) |
|
Kod kumun | 56017 | |
Kod post | 56500 | |
Maer Amzer gefridi | Louis Morio 2014-2020 | |
Etrekumuniezh | Kreiz Mor-Bihan Kumuniezh | |
Bro velestradurel | Bro Pondi | |
Lec'hienn web | mairie-bignan.fr | |
Poblañsouriezh | ||
Poblañs | 2 758 ann. (2020)[1] | |
Stankter | 60 ann./km² | |
Douaroniezh | ||
Daveennoù lec'hiañ | ||
Uhelderioù | kreiz-kêr : 130 m bihanañ 53 m — brasañ 181 m | |
Gorread | 45,84 km² | |
kemmañ ![]() |
Begnen a zo ur gumun eus Breizh e Kanton Mourieg e departamant ar Mor-Bihan.
Douaroniezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Anv[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Erwan Vallerie (1995) ː Bygnan, 1252; Bignan, 1333; 1387; Bingnen, 1421; Bignen, 1461; Biguan, 1630.
Ardamezioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
"Troc'het ː ouzh 1, en aour e gebrenn en gul, heuliet ouzh kab gant div joskenn hoc'h-gouez en sabel, hag ouzh beg gant ul levran tremenant en sabel ; ouzh 2, en glazur e deir sourin en erminoù"
Degemeret gant ar Gumun e 1975. Aozer ː J. Daniel. |
Brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ya d'ar brezhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- D'an 23 a viz Ebrel 2009 e oa bet votet ar garta Ya d'ar brezhoneg gant kuzul-kêr ar gumun.
Deskadurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Ar Brezoneg er Skol, 1934-1936: ar c'huzul-kêr a savas a-du gant ar mennad skignet gant al luskad Ar Brezoneg er Skol (ABES) evit kelennadurezh ar brezhoneg er skol[2].
- Klasoù divyezhek a zo eno abaoe 2000.
- E distro-skol 2021 e oa 24 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (11,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez). https://www.brezhoneg.bzh/98-kelenn.htm
Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dispac'h Gall[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Melestradurezh: krouet e voe kumun Begnen e 1790. Gant al lezenn eus an 23 a viz Eost 1790 e voe lakaet da benn ur c'hanton, hini Begnen, gant peder c'humun ennañ: Begnen, Buelion, Sant-Aleustr ha Sant-Yann-Brevele; e Bann Josilin edo. Gant al lezenn eus an 8 pluviôse an IX (28 a viz Genver 1801), dezhi an titl loi portant réduction du nombre de justices de paix, e voe diskaret kanton Begnen ha lakaet Begnen e Kanton Sant-Yann-Brevele, bet krouet gant ar memes lezenn. Lakaet e oa bet Begnen en Arondisamant Ploermael bet krouet e 1800[3],[4].
XIXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Krouet e voe kumun Kolpoù d'ar 4 a viz Even 1864 diwar lodennoù eus kumunioù Begnen, Gregam ha Sant-Yann-Brevele[5].
XXvet kantved[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Brezel-bed kentañ: 148 gwaz eus ar gumun a gollas o buhez abalamour d'ar brezel, d.l.e. 5,60 % eus he foblañs e 1911[6];
- Eil Brezel-bed:
- Brezel Aljeria: daou waz a varvas[9].
Monumantoù ha traoù heverk[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Monumant ar re varv.
- Iliz-parrez Sant Paol ha Sant Pêr
- Chapel Sant Lubin
- Chapel Santez-Noal pe chapel Itron Varia ar Bleuñv
- Chapel Itron Varia an Teir Feunteun pe chapel Sant Laorañs
- Chapel an Drinded
- Kastell pe maner Kergwehenneg
- Kastell Beaulieu
Emdroadur ar boblañs abaoe 1962[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Niver a annezidi

Melestradurezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud brudet[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- Pêr Gwilhmod, penn chouan, lesanvet "roue Begnen", 1añ a viz Du 1759.
- Pierre Noury (1743-1804) a voe person Begnen betek an Dispac'h gall. Kalz enskrivadurioù brezhonek a zo er gomun a-drugarez dezhañ, pergen, unan vras war dalbenn an iliz: "Meuleudi da Zoue".
Tud bet o chom eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Ardamezegh ar familhoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
![]() |
de Vannes / de Vennes
Aotrounez Scolpon |
Dougen a ra div vuoc'h leinet gant ur vrizhenn erminig
Siell 1271. Livioù dianvet. |
Gevelliñ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Dave ha notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
- ↑ Marsel Guieysse, La langue bretonne : ce qu'elle fut, ce qu'elle est, ce qui se fait pour elle et contre elle, pajenn 266, Kemper, Nouvelles Éditions Bretonnes, 1936
- ↑ Cassini - EHESS - Begnen - Fichenn ar gumun
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 49, 58, 338 ha 351
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajennoù 14, 49, 76, 110 ha 351
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ Robert Bouvier, Bernard Le Montagner, Alain Revoy ha Dominique Reynaud, Histoire de la Poste dans le Morbihan, Embannadurioù Liv'Editions, Ar Faoued, 2006, pajenn 50
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv
- ↑ memorialgenweb - Monumant ar re varv