Saks-Izel

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Niedersachsen)
Saks-Izel
Land Niedersachsen
Altes Rathaus (ti-kêr kozh) Hannover
Lec'hiadur
Ardamez ha banniel
Ardamez Saks-Izel
Ardamez Saks-Izel
Banniel Saks-Izel
Banniel Saks-Izel
Titouroù
Gorread 47 624,22 km²
Poblañs 7 996 942 (2006)
Stankted 167,92 annezad/km²
Pdk 197,094 md €
Pdk dre annezad 24 600 €
Politikerezh
Ministr-prezidant Stephan Weil, SPD
Landtag CDU: 54
SPD: 49
FDP : 14
Bündnis 90/Die Grünen: 20
Lec'hienn ofisiel niedersachsen.de

Niedersachsen, pe Saks-Izel e brezhoneg, a zo unan eus länder gwalarn Alamagn. Savet eo bet e 1946, ha klotañ a ra gant lodenn gornôk Saks istorel. Hannover eo ar gêrbenn.

Tiriad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

47 438 km² eo gorread al land, gant-se ez eo an eil brasañ goude Bavaria. En hanternoz dezhañ emañ Mor an Hanternoz ha Schleswig-Holstein, Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg ha Saks-Anhalt er reter, Hessen ha Thüringen er su, ha Nordrhein-Westfalen hag an Izelvroioù er c'hornôg.

Kêrioù pennañ :

Div enezennad a zo ivez : Land Bremen eo.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-viskoazh eo bet aloubet an tiriad gant pobloù german. Bro orin ar Saksoned eo ivez, sed orin anv al Land. E Kalkriese e vije c'hoarvezet emgann Teutoburg ma paouezas emastenn ar Romaned war-du an hanternoz. Eno eo o dije armeoù Arminius flastret lejionoù roman Varus er bloavezh 9. Hervez tud all e vije lec'h emgann Pontes longi (er bloavezh 15).

Pa voe kendalc'h Vienna e voe divizet leuskel peder stad dizalc'h gant Saks-Izel : rouantelezh Hannover, dugelezh Oldenburg, dugelezh Braunschweig-Lüneburg ha priñselezh Schaumburg-Lippe.

Goude ar brezel etre Prusia hag Aostria e 1866 e voe aloubet ha staget rouantelezh Hannover ouzh Prusia, hag ur broviñs e teuas da vezañ. E 1922 e voe staget kontelezh Pyrmont, hag a oa perc'hennet gant priñselezh Waldeck betek-henn. E 1937 e voe eskemmet un nebeud proviñsoù etre Hamburg ha proviñs Hannover : Cuxhaven a voe lakaet e proviñs Hannover, ha roet e voe kêr Harburg da Hamburg. E 1941 e voe kememt an harzoù etre Braunschweig ha Hannover. Pa voe aloubet Alamagn goude an Eil Brezel-Bed e voe cheñchet an traoù c'hoazh : kêrioù eus ar reter ha kanton Neuhaus a chomas e diavaez an tiriad meret gant ar Vreizhveuriz. Kêrioù ar reter a voe lakaet er Saks-Anhalt, ha kanton Neuhaus a voe staget ouzh Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg. Arondisamant kontelezh Schaumburg, hag a oa ul lodenn eus proviñs Hessen-Nassau, a voe staget ouzh proviñs Hannover.

E 1946 e voe staget proviñs Hannover ouzh Länder Braunschweig, Oldenburg ha Schaumburg-Lippe gant ar Saozon, ha savet e voe Saks-Izel evel-se.

D'an 13 a viz Ebrel 1951 e voe embannet bonreizh da c'hortoz Saks-Izel ha d'ar 1añ a viz Mae 1951 e voe lakaet da dalvezout.

E 1974 e voe aozet un hollvouezhiadeg ma voe goulennet ma vefe dizalc'h en-dro Land Oldenburg ha Schaumburg-Lippe. D'an 9 a viz Genver 1976 e voe votet ul lezenn gevreadel a embanne e vefent stag da viken ouzh Saks-Izel.

Lanneier Lüneburg

E miz Meurzh 1993 e voe ur feur-emglev ha kanton Neuhaus a voe adroet da Saks-Izel d'an 30 a viz Mezheven 1993. Betek-henn e oa ul lodenn eus Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg.

Landtag Saks-Izel e Hannover

Goude adunvanidigezh Alamagn e voe aozet bonreizh Saks-Izel gant al Landtag : embannet e voe d'an 19 a viz Mae 1993, ha lakaet da dalvezout d'ar 1añ a viz Even 1993.

Poblañs[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Panell divyezhek en alamaneg hag e frizeg ar reter e Saks-Izel

7,5 million a dud a zo e Saks-Izel. 93 % anezho a gomz alamaneg. Ur rannyezh anvet Plattdeutsch a vez komzet war ar maezioù e norzh Saks-Izel. Daou vil den a gomz ivez frizeg ar reter (seeltersk). En arondisamant Cloppenburg (e gwalarn Saks-Izel) emaint o chom, nepell diouzh harzoù an Izelvroioù.

Melestradur an tiriad[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

El Land e kaver :

  • rannvro Hannover (Region Hannover), enni 21 gumun (Gemeinden)
  • 8 kêr-arondisamant (kreisfreie Städte)
  • 37 arondisamant (Landkreise) enno 994 kumun, 2 zistrig nann aozet (gemeindefreie Bezirke) ha 23 ziriad nann aozet (gemeindefreie Gebiete}}).

736 kumun a zo strollet e 140 kanton (Samtgemeinden) ma vez aozet ar melestradur. Er 287 kumun all ez eus ur melestradur kumun. (Einheitsgemeinden).

Labouradeg Volkswagen e Wolfsburg

D'ar 1añ a viz Genver 2005 e voe divodet pevar distrig : hini Braunschweig, hini Hannover, hini Lüneburg ha hini Weser-Ems.

Arondisamantoù (Landkreise) ha kêrioù-arondisamantoù (kreisfreie Städte)[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Arondisamantoù Saks-Izel

Rannvro Hannover (statud ispisial):

  1. Rannvro Hannover

37 arondisamant (Landkreise) Saks-Izel:

  1. Ammerland
  2. Aurich
  3. Grafschaft Bentheim
  4. Celle
  5. Cloppenburg
  6. Cuxhaven
  7. Diepholz
  8. Emsland
  9. Friesland
  10. Gifhorn
  11. Goslar
  12. Göttingen
  13. Hamelin-Pyrmont
  14. Harburg
  15. Helmstedt
  16. Hildesheim
  17. Holzminden
  18. Leer
  19. Lüchow-Dannenberg
  1. Luneburg
  2. Nienburg/Weser
  3. Northeim
  4. Oldenburg
  5. Osnabrück
  6. Osterholz
  7. Osterode am Harz
  8. Peine
  9. Rotenburg (Wümme)
  10. Schaumburg
  11. Soltau-Fallingbostel
  12. Stade
  13. Uelzen
  14. Vechta
  15. Verden
  16. Wesermarsch
  17. Wittmund
  18. Wolfenbüttel

8 kêr-arrondisamant (kreisfreie Städte) Saks-Izel:

  1. Braunschweig
  2. Delmenhorst
  3. Emden
  4. Oldenburg
  1. Osnabrück
  2. Salzgitter
  3. Wilhelmshaven
  4. Wolfsburg

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Länder Alamagn Banniel Alamagn
Baden-Württemberg |  Bavaria |  Berlin |  Brandenburg |  Bremen |  Hamburg |  Hessen |  Mecklenburg-Pomerania ar C'hornaoueg |  Nordrhein-Westfalen |  Rheinland-Pfalz |  Saarland |  Saks |  Saks-Anhalt |  Saks-Izel |  Schleswig‑Holstein |  Thüringen


Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn.

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.