Lüneburg
Neuz
Lüneburg zo ur gêr eus Alamagn, e stad Saks-Izel, un 50 kilometr bennak er gevred da Hamburg, en un tolead anvet Lüneburger Heide ("Lanneg Lüneburg"), war lez ar stêr Ilmenau. Annezet eo gant 70 000 den pe war-dro (2011 hag en tu-hont da 100 000 a dud en tolpad-kêr.
Er Grennamzer Uhelañ e oa Lüneburg unan eus kêrioù pinvidikañ hanternoz Alamagn hag unan eus kêrioù pouezus Kevre an Hansa e oa. Dont a rae ar binvidigezh-se eus ar vengleuz holen a oa er c'horn-bro. Anv a reer eus korvoerezh ar vengleuz-se en ur skrid eus 956 ha betek 1980 e voe eztennet holen enni.
Pennad kar
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de) (en) (fr) (es) (nl) (sv) (pl) Lec'hienn ofisiel Lüneburg
-
An ti-kêr
-
Lüneburg e dibenn an XIXvet kantved
-
Lüneburg e deroù ar XXIvet kantved
-
Porzh kozh Lüneburg, war ar stêr Ilmenau
|