Kiel (Alamagn)
Kiel zo ur gêr eus hanternoz Alamagn, e land (stad) Schleswig-Holstein. Ouzhpenn 240 000 a dud zo o chom enni. Emañ kêr hag ar pozh e penn an aber anvet Kieler Förde, 17 km dezhi.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Diazezet e voe en XIIIvet kantved (etre ar bloavezhioù 1233 ha 1242 moarvat). E 1283 e teuas da vezañ unan eus kêrioù Kevre an Hansa ; e 1665 e voe savet ar skol-veur ; hag e 1895 e voe toullet Kanol Kiel etre ar Mor Baltel ha Mor an Hanternoz.
Pa voe staget Schleswig ha Holstein ouzh Prusia en 1866, e voe kaset ar morlu brezel eus Dantzig da borzh Kiel, gant ar roue Wilhelm Iañ, ma teuas Kiel da vout porzh-brezel bras Prusia er Mor Baltek.
Bremañ ez eo Kiel ur porzh-mor modern, e goueled fjord Kiel. Abaoe 1860 ez eo Kiel ar porzh brezel pouezusañ zo en Alamagn. Liammoù stank he devez Kiel gant porzhioù bras hanternoz Europa : Oslo (Norvegia), Göteborg (Sveden), Klaipėda (Lituania), Tallinn (Estonia), Turku (Finland), Kaliningrad ha Sant Petersbourg (Rusia).
Kanol Kiel, 98 kilometr he hed, a gas eus Kiel war ribl ar Mor Baltel da v-Brunsbüttel, e genoù ar stêr Elbe, war ribl Mor an Hanternoz.
Brudet eo kevezadegoù bigi-dre-lien Kiel (Kieler Woche). Eno ivez e oa bet aozet ar c’hevezadegoù bigi evit C'hoarioù Olimpek 1936 (C’hoarioù Berlin) ha re 1972 (München).
Tud vrudet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- an tsar Pêr III Rusia a oa bet ganet e Kiel, mab d’un noblañs eus Schleswig-Holstein ha d’ur briñsez eus Rusia (Karl Peter Ulrich von Schleswig-Holstein-Gottorf e oa e anv, a-raok dezhañ mont da impalaer Rusia).
- Ernst von Salomon, skrivagner alaman.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Kiel gant kêrioù :
- Brest (1964)
- Coventry, Bro-Saoz (1967)
- Vaasa, Finland (1967)
- Gdynia, Polonia (1985)
- Tallinn, Estonia (1986)
- Stralsund, Alamagn (1987)
- Kaliningrad, Rusia (1992)
- Sovetsk, Rusia (1992)
|
|
Porched Alamagn – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Alamagn. |