Szczecin

Eus Wikipedia
Szczecin
city with powiat rights, kêr, Hanseatic city, kêr war an harzoù, kêr vras, lec'h touristel
Anv ofisielЩецин, Szczeczin Kemmañ
Anv er yezh a orinSzczecin Kemmañ
Treuzskrivadur API/ˈʂt͡ʂɛt͡ɕin/ Kemmañ
Anv annezidiszczecinianin, szczecinianka Kemmañ
KevandirEuropa Kemmañ
StadPolonia Kemmañ
Kêr-benn eusWest Pomeranian Voivodeship Kemmañ
E tiriadWest Pomeranian Voivodeship Kemmañ
Gwerzhid-eurUTC+01:00, UTC+02:00 Kemmañ
Daveennoù douaroniel53°25′29″N 14°33′19″E Kemmañ
Penn an aotrouniezhPiotr Krzystek Kemmañ
Ezel eusWendish cities Kemmañ
IsrannoùŚródmieście Kemmañ
Darvoud-alc'hwezSiege of Stettin, Siege of Stettin, Q9132697 Kemmañ
Prizioù resevetWork Flag Order, 1st class Kemmañ
Staget ouzhEuropean route E65 Kemmañ
Kod-post70-001–71-899 Kemmañ
Banniel (deskrivadur)flag of Szczecin Kemmañ
Ardamezioùcoat of arms of Szczecin Kemmañ
Ekonomiezh an danvezeconomy of Szczecin Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.szczecin.eu/pl Kemmañ
Category for honorary citizens of entityQ7605453 Kemmañ
Rummad evit ar c'hartennoùCategory:Maps of Szczecin Kemmañ
Kod pellgomz an takad91 Kemmañ
Kod plakenn varilhZS, ZZ Kemmañ
Map
Szczecin
Szczecin

Szczecin zo ur gêr vras e gwalarn Polonia (Stettin hec'h anv en alamaneg). E 2014 e oa 408 176 a dud o chom enni.

Emañ Szczecin war ribloù ar stêr Oder, ha kreiz kêr war ribl ar c'hornôg. Daoust m'emañ kêr war-hed 65 km diouzh ar Mor Baltel, e c'hall listri bras erruout betek enni, hag unan eus porzhioù bras Polonia eo.

Szczecin a oa gwechall kêr-benn Pomerania. Er Vvet kantved e oa eno ul lec'h-kreñv, savet gant Slaved. Ur greizenn genwerzh e oa, a rae eskemmoù gant tud Skandinavia ha re kreiz Europa. Er Grennamzer e voe tro-ha-tro dindan dalc'h renerien Polonia hag en Impalaeriezh Santel Roman. En XIIvet kantved e teuas tud ar c'hornad da vezañ kristenien. Unan eus kêrioù an Hansa e voe ivez, evel kalz kêrioù bras all war aodoù ar Mor Baltel.

Mont a reas Stettin e dalc'h roue Sveden e 1648, goude ar Brezel Tregont Vloaz. E 1721 e rankas Svediz lezel kêr gant renerien Prusia. E 1870, evel ar peurrest eus Prusia, e teuas da vezañ ur rann eus an Impalaeriezh alaman. E 1945, goude an Eil Brezel Bed, en em gavas e Polonia.

Tud brudet eus Szczecin[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet ganet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Tud bet marvet eno[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.