Visby
Neuz
Visby (distaget [ˈvɪsbyː], [ˈviːsbʏ] e svedeg) zo ur gêr eus Sveden, en enez Gotland. E 2012 e oa 23 576 a dud o chom enni[1]. Kêr vrasañ an enezenn eo. Sez un eskopti eo ivez.
Ur gêr gozh eo Visby, ha miret-mat eo bet he ziez a wechall, en amzer ma oa ur porzh eus an Hansa. Abaoe 1995 emañ Visby war roll lec’hiennoù glad ar bed, gant an UNESCO[2]. E-touez an aspadennoù eus an amzer dremenet e c’haller menegiñ ar mogerioù kozh, 3,4 km hed dezho, ha meur a iliz ivez.
Dont a ra touristed a-leizh da Visby e-pad an hañv, tud eus Sveden hag eus broioù all Skandinavia dreist-holl. Gallout a reer mont di gant kirri-nij pe gant bigi-treizh eus an douar-bras. Ur skol-veur zo, hag a zo staget ouzh skol-veur Uppsala abaoe 2013.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Gotland i Siffror
- ↑ Hanseatic town of Visby (en) (fr)
|