Münster
Neuz
Evit implijoù all, gwelet Münster (disheñvelout).
Münster (distaget [ˈmʏnstɐ] en alamaneg) zo ur gêr dizalc'h (kreisfreie Stadt) eus Nordrhein-Westfalen en Alamagn. Emañ e hanternoz ar stad alaman-se ha sellout a reer outi evel kêr-benn sevenadurel Westfalen.
Annezet eo Münster gant 270 000 den pe war-dro.
Brudet eo ar gêr peogwir e oa bet kreizenn emsavadeg advadezerien Münster, da vare an Disivoud protestant. Anavezet eo ivez dre ma oa bet sinet enni Feur-emglev Westfalen, a lakaas fin d'ar Brezel Tregont Vloaz, e 1648.
Kêrioù gevellet
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Gevellet eo Münster gant ar c'hêrioù-mañ :
York, Bro-Saoz, abaoe 1958
Orléans, Bro-C'hall, abaoe 1960
Kristiansand, Norvegia, abaoe 1967
Monastir, Tunizia, abaoe 1969
Rishon LeZion, Israel, abaoe 1981
Fresno, Stadoù Unanet Amerika, abaoe 1986
Ryazan, Rusia, abaeo 1989
Mühlhausen, Alamagn, abaoe 1990
Lublin, Polonia, abaoe 1991
|