Disivoud protestant
Iskevrennad eus | Protestantiezh |
---|---|
Arvez | Kalvinouriezh, Protestantiezh |
Deiziad kregiñ | 31 Her 1517 |
Deiziad echuiñ | 1648 |
Efed | Synod of Jassy |
An Disivoud protestant a zo un troc'h relijiel c'hoarvezet er relijion gatolik e Kornôg Europa e penn-kentañ ar XVIvet kantved. Krouet eo bet gant ur manac'h alaman, Martin Luther. Anvet e vez luterianed ar re a-heul kelennadurezh Luther. Ar gall Jean Calvin, levezonet gant Ulrich Zwingli, eo an eil den a-bouez en troc'h relijiel. Graet e vez kalvinourion eus diskibled Calvin. Ur rann ispisial eus ar brotestantiezh a voe krouet gant ar roue saoz Herri VIII, an anglikanouriezh.
Orin:ur gudenn deologel rik, penaos tapout ar silvidigezh?
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ankeniet eo Luther rak barnedigezh Doue. Sevel a ra a-du gant Paol Tars a embannas:Soñjal a ra deomp e vo savetaet mab-den gant ar feiz hep seveniñ al lezenn. Tro 1512-1513 e verzh Luther un enebadur etre frazenn Paol ha soñjoù teologourion ar Grennamzer: herveze ez eo ret gober traoù mat evit bout savetaet. E 1515-1516 e tegas Luther un doare all da gompren oberennoù Paol: ar feiz hepken a gont, mab-den ne c'hell ket en em saveteiñ e-unan, n'eus nemet Doue a c'hell e saveteiñ en ur reiñ ar feiz dezhañ.