Jean Calvin
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh Bro-C'hall, Republic of Geneva |
| Anv e yezh-vamm an den | Jean Calvin |
| Anv ganedigezh | Jehan Cauvin |
| Anv-bihan | Jean |
| Anv-familh | Calvin |
| Lesanv | Charles d'Espeville |
| Deiziad ganedigezh | 10 Gou 1509 |
| Lec'h ganedigezh | Noyon |
| Deiziad ar marv | 27 Mae 1564 |
| Lec'h ar marv | Geneva |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | sepsis |
| Lec'h douaridigezh | Cemetery of Kings |
| Tad | Gérard Cauvin |
| Pried | Idelette Calvin |
| Den heverk | Martin Butzer, William Farel, Théodore de Bèze, Philipp Melanchthon, Wolfgang Capito |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | latin, galleg, krennc'halleg, alamaneg |
| Yezh implijet dre skrid | galleg |
| Micher | Pastor, Protestant reformer, theologian, alvokad, skrivagner |
| Tachenn labour | Doueoniezh |
| Bet war ar studi e | Collège de la Marche, Collège de Montaigu, University of Bourges, Old University of Orléans, University of Orléans |
| Bet studier da | Melchior Volmar, Andrea Alciato, Corderius |
| Danvez-doktor | Franciscus Junius, Lambert Daneau |
| Studier | Franciscus Junius |
| Lec'h labour | Geneva, Strossburi |
| Relijion pe kredenn | Kalvinouriezh |
| Kleñved | astma |
| Oberenn heverk | Institutes of the Christian Religion |
| Levezonet gant | Aogustin Hippo, Martin Luther |
| Darvoud-alc'hwez | Disivoud protestant |
| Deskrivet en URL | http://www.digiporta.net/index.php?id=919831248 |
| Statud e wirioù aozer | Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken |
| Tikedenn Stack Exchange | https://christianity.stackexchange.com/tags/calvin |

Jean Calvin pe Jean Cauvin (10 a viz Gouere 1509 – 27 a viz Mae 1564) a oa un doueoniour gall da vare an Disivoud protestant, er XVIvet kantved, ha diazezer ar pezh a voe anvet diwezhatoc’h kalvinouriezh. Disteurel a reas aotrouniezh ar pab ha sevel a reas un doare nevez da ren an ilizoù kristen. Brudet eo abalamour d’e skridoù doueoniezh.
Ganet e oa bet e Noyon, e Pikardi, e 1509. Pa voe embannet e dezennoù gant Martin Luther, e oa 8 vloaz. E 1523 e voe kaset gant e dud da skol-veur Pariz da studiañ al lizhiri hag ar gwir. E 1532 e teuas da vout doktor war ar gwir e skol-veur Orleañs.
Tamm-ha-tamm e troas a-du gant ar mennozhioù protestant, levezonet gant Luther. Divizout a reas mont da Vro-Suis hag en em staliañ a reas e Geneva e 1536. Skarzhet e voe eus ar gêr-se e 1538 ha mont a reas da bastor da Strasbourg. Dimeziñ a reas e 1539 da Idelette de Bure, un advadezourez. Distreiñ a reas da C’heneva e 1541 hag eno e chomas betek e varv, e 1564.
Sellet a reer ouzh Calvin evel unan eus pennoù bras an Disivoud protestant. Da 26 vloaz, e 1536, e embannas an Institutio Christianae Religionis, ur skrid latin a bouez war an doueoniezh kristen, hag e 1541 e voe embannet un droidigezh c’hallek anezhañ. Sevel a reas ivez meur a levr displegoù war levrennoù ar Bibl, hag a gendalc’her da lenn hiziv, e-touez ar brotestanted.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- « Jean Calvin », gant Francis Higman, e-barzh Dictionnaire historique de la Suisse en-linenn (e galleg, alamaneg, italianeg)
