Brezel Tregont Vloaz

Eus Wikipedia
Brezel
Tregont Vloaz
Rocroi.jpg
Dug Enghien en emgann Rocroi (1643)
Padelezh 1617-1648
Lec'h Europa

Emgannerien Sveden
Bohemia
Denmark
Rouantelezh C'hall
Proviñsoù Unvanet
Bro-Skos
Impalaeriezh Spagn
Impalaeriezh Santel German
Rouantelezh Portugal
Impalaeriezh Aostria
Bavaria

Disoc'h Feur-emglev Westfalen
(24 a viz Here 1648)

Brezel Tregont Vloaz a reer eus un heuliad brezelioù hag a c’hoarvezas en Europa etre 1618 ha 1648.

Emgannoù lodenn gentañ ar brezel a c’hoarvezas e kreiz Europa, e douaroù an Impalaeriezh Santel German, hag enno e kemeras perzh al lod brasañ eus stadoù Europa, war-bouez Rusia ha Bro-Saoz. E-pad eil lodenn ar brezel e voe ivez emgannoù e Bro-C'hall, en Izelvroioù, e norzh Italia hag e Katalonia. E-pad an tregont vloaz ma padas ar brezel e kemmas ivez neuz ar brezel: eus ar brezel relijiel ma oa er penn-kentañ e troas er fin d'ur brezel etre Bro-C’hall hag Aostria.

Orin ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Difrenestriñ Praha

Ma’z eo liesseurt abegoù ar brezel eo dav menegiñ an enebiezh a savas etre katoliked ha protestanted (doare Luther pe giz Calvin) a-fet politikerezh ha relijion. Ouzhpenn e voe abegoù a denne d’ar vestroniezh, d’an dieubidigezh, kevezerezh a-fet kenwerzh, gwarizi diabarzh familhoù ha skloufoni hiniennel. Ma voe difrenestriñ Praha abeg kentañ ar brezel, eo ret anzav ez eo un darvoud dister pa seller ouzh pegeit e padas ar brezel ha pegen spontus e voe. Abegoù all, kalz donoc’h, a voe.

Katoliked a-enep da brotestanted[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Martin Luther

Goude prezegerezh Martin Luther e voe gounezet tachenn buan a-walc’h gant difennerien an Disivoud protestant. Kalz priñselezhioù alaman a gemmas kredenn hag a zegemeras ar brotestantiezh, ar pezh a lakaas an Impalaeriezh Santel German da vezañ rannet. An Enep-Disivoud a voe aozet gant ar familh Habsburg, gant ar pal diazezañ ar gatolikiezh en-dro.

Peoc’h Augsburg a voe sinet e (1555). Dre an emglev-se e voe kadarnaet ar pezh a oa bet embannet gant dael Spir: an emgannoù etre katoliked ha protestanted luterian a baouezas er Stadoù alaman.

En destenn ez eus anv eus meur a dra evel:

  • frankiz ar briñsed alaman (war-dro 360 anezho) da zibab ar gredenn (katolik pe protestant) a veze war o douaroù, ha diouzh o c’hredenn dezho (« Cuius regio, eius religio »);
  • al luterianed a oa o chom e priñselezhioù renet gant eskibien a c’halle derc’hel d’o c’hredenn;
  • al luterianed a c’halle mirout an douaroù bet gounezet diwar-goust ar gatoliked abaoe Peoc’h Passau e 1552;
  • pennoù-bras an iliz katolik (eskibien hag arc’heskibien) o doa kemmet kredenn evit dont da vezañ protestanted a ranke dilezel o douaroù (arc’heskopti hag eskopti).

Mont a reas war washaat an darempredoù etre stadoù Europa e penn-kentañ ar XVIIvet kantved. Dedennet e voe roue Spagn gant aferioù diabarzh Alamagn dre ma oa Fulup III Spagn a orin eus familh Habsburg, ha dre ma oa perc’henn war douaroù tost ouzh harzoù kornôg Stadoù alaman zo. Ken liammet e oa daou skourr ar familh Habsburg ken e oa boutin o folitikerezh diavaez. Roue Spagn an hini eo a rene war pep tra e gwirionez. Pennoù Bro-C’hall a voe dedennet ivez gant aferioù Alamagn, rak gwelout a raent e oant kelc’hiet gant douaroù dindan beli ar familh Habsburg. Gwall iskis e voe politikerezh Bro-C’hall d’ar mare-se: a-du e savas Richelieu gant ar briñsed protestant a-benn talañ ouzh familh Aostria (hag a oa e penn ar stourm katolik a-enep d’an Durked) padal e kendalc’he da flastrañ ar brotestanted e Bro-C’hall. Sveden ha Danmark a voe dedennet ivez gant norzh Alamagn, met dreist-holl abalamour d’o interestoù armerzh, memes ma oa ivez prederiadennoù a-fet politikerezh.

Evit a sell ouzh ar relijion ez eas an traoù war washaat e-pad eil lodenn ar XVIvet kantved. Ne voe ket doujet da beoc’h Augsburg, rak eskibien zo, daoust m’o doa kemmet kredenn, a nac’has en em zizober diouzh o douaroù. Ouzhpenn da se e tiorroas ar galviniezh en Alamagn, da lavaret eo e voe ur gredenn ouzhpenn. Padal e felle da gatoliked reter Europa (Aostria, Polonia) ma vije dalc’het ar gatolikiezh da relijion bennañ.

Pevar frantad ar brezel[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Europa e 1648

Boas e vezer, pa studier ar Brezel Tregont Vloaz, da rannañ anezhañ e pevar frantad : pep prantad a glot gant kresk niver an emgannerien. Bewech ec'h echuas an tri frantad kentañ gant trec'h ar gostezenn gatolik hag an impalaer, ar pezh a lakaas emgannerien all da zont da sikour ar gostezenn brotestant.

Sed aze ar pevar frantad :

  • ar prantad bohemian ha palatinat, etre 1618 ha 1625
  • ar prantad danat, etre 1625 ha 1629
  • ar prantad svedat, etre 1630 ha 1635
  • ar prantad gall, pe gall ha svedat, etre 1635 ha 1648

Feurioù-emglev Westfalia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Friko gwarded Amsterdam da lidañ peoc'h Münster gant Bartholomeus van der Helst, livet e 1648

Chom a reas ar brezel a-sav ur wech sinet feurioù-emglev Westfalia. War un dro e paouezas ivez Brezel Pevar-Ugent Vloaz, d’ar 24 a viz Here 1648. E-pad meur a vloaz e voe marc’hataet danvez ar feurioù-emglev, ha sinet e voent e daou lec’h disheñvel (kudennoù gwir-renk ha relijion) :

  • en Osnabrück etre an Impalaeriezh Santel, Sveden hag ar broioù protestant ;
  • e Münster etre an Impalaeriezh, ar Rouantelezh C’hall hag ar broioù katolik.

N’eus netra evit a sell ouzh ar brezel etre Spagn hag ar Rouantelezh C’hall er feurioù-emglev.

Listenn ar re a gemeras perzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Matthias Gallas
Johan Banér
Lennart Torstenson