Danmark
|
---|
Kongeriget Danmark Rouantelezh Danmark | |||||
| |||||
Ger-stur : Guds hjælp, Folkets kærlighed, Danmarks styrke (ger-stur ar familh roueel) | |||||
Kan broadel: Kong Christian | |||||
Kêr-benn (ha kêr vrasañ) |
Kopenhagen | ||||
Yezh(où) ofisiel | Daneg | ||||
---|---|---|---|---|---|
Gouarnamant | Rouantelezh | ||||
- Rouanez | Frederik X | ||||
- Ministr Kentañ | Mette Frederiksen | ||||
Gorread | |||||
- Hollad | 43,094 km² (134) | ||||
- Dour (%) | 1.6² | ||||
Poblañs | |||||
- istimadur 2008 | 5,475,791 () | ||||
- Stankter | 129.16/km² (78) | ||||
PDK (PGP) | 2007 (istimadur) | ||||
- Hollad | $198.5 milliard (45) | ||||
- Keidenn | $57,261 (6) | ||||
FDD () | 0.943 (uhel) (14) | ||||
Moneiz | Kurunenn dan (DKK )
| ||||
Gwerzhid-eur | (UTC+1) | ||||
+2 | |||||
Kod kenrouedad | .dk | ||||
Kod pellgomz | +45 |
Ur vro eus hanternoz Europa eo Danmark. War-dro 5,8 milion a dud zo o chom enni. Ur vro gompez a-walc’h eo, pa n’eus ket a venezioù ; kalzik inizi zo avat, e Mor an Hanternoz emaint kazi holl. Ur rouantelezh eo, Kopenhagen (a-wechoù Kopenhag) he c'hêr-benn.
Bro an Daned e talvez anv Danmark : ur bobl c’herman gozh e oa an Daned ha mark a dalvez marz. Ouzh Rouantelezh Danmark eo stag an Inizi Faero er Meurvor Atlantel, ha Greunland e Norzhamerika. En div vro-se ez eus pobloù all, dezho yezhoù disheñvel diouzh an daneg.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trevadennoù he deus bet Danmark ivez evel broioù bras Europa, gwelout Impalaeriezh trevadennel Danmark.
Douaroniezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An hini vihanañ eus broioù Skandinavia eo Danmark. Er su dezhi emañ Alamagn, er reter emañ Sveden, hag en norzh Norvegia. Kelc’hiet eo ar vro gant ar mor pe dost. Er gevred emañ ar Mor Baltel, er c’hornôg Mor an Hanternoz, en hanternoz strizh-mor ar Skagerrak, hag er biz strizh-mor ar c’h-Kattegat.
Ul ledenez eo douar-bras Danmark, er c’hornôg, ha Jylland a reer anezhi. Al lodennoù all eus ar vro zo inizi : 79 anezho zo tud o chom warno. Pelloc’h er reter emañ enez Bornholm er Mor Baltel.
Kompez a-walc’h eo ar vro, gant torgennoù izel, lennoù, koadoù, hag aodoù troc’h-didroc’h ha kammigellek. Ne vezer gwech ebet gwall bell diouzh ar mor.
Melestradur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Disrannet eo Danmark e pemp rannvro (daneg regioner) ha 98 keoded; Krouet e voe ar rannvroioù d'ar c'hentañ a viz Genver 2007 e-kerzh adframmadur Adreizhadur ar C'heodedoù evit erlerc'hiañ an 38 kontelezh hengounel. Er memes amzer e voe kendeuzet asambles ar c'heodedoù bihan. Eus ar surentez sokial, ar sevenadur hag an deskadurezh eo karget ar rannvroioù ; ar c'hontelezhioù kozh n'o doa ket gwir da sevel tailhoù.
Sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E-touez an Daned a zo brudet dre ar bed a-bezh e c’heller menegiñ ar skiantour Ole Rømer, an den a oa bet kavet ha jedet gantañ tizh ar gouloù, ar prederour Søren Kierkegaard hag ar skrivagner Hans Christian Andersen.
Anvioù un nebeud tud vrudet all, genidik eus Danmark :
- Vitus Bering, moraer hag ergerzher
- Karen Blixen, skrivagnerez
- Tycho Brahe, steredoniour
- Niels Bohr, fizikour, tapet gantañ ar Priz Nobel
- Ole Kirk Christiansen, ijiner ar c'hoari LEGO
- Nikolai Grundtvig, barzh, prederour ha pedagogour
- Ludvig Holberg, skrivagner hag istorour
- Knut Veur, roue Danmark, Norvegia ha Bro-Saoz
- Carl Nielsen, sonaozer
- Lars von Trier, filmaozer
Yezh
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Daneg eo ar yezh a gaozeer e Danmark. Kalz tud er vro a oar saozneg ivez. An anaoudegezh eus an alamaneg zo ledet a-walc’h ivez, dreist-holl er c’hreisteiz.
En Inizi Faero e komzer faeroeg, hag e Greunland e kaozeer greunlandeg. E kreisteiz Jylland (Slesvig) ez eus tud a gomz alamaneg.
Kar-nes eo an daneg d’ar yezhoù a gomzer e Norvegia hag e Sveden.
|
Azia: Arabia Saoudat° • Bahrein* • Bhoutan° • Brunei° • Emirelezhioù Arab Unanet^ • Japan • Jordania* • Kambodja^ • Koweit* • Malaysia^ • Nepal • Oman° • Qatar° • Thailand
Kenglad ar Broadoù (Commonwealth): Antigua ha Barbuda • Aostralia • Bahamas • Barbados • Belize • Grenada • Jamaika • Kanada • Papoua Ginea-Nevez • Rouantelezh Unanet • Saint Kitts ha Nevis • Santez-Lusia • Sant Visant hag ar Grenadinez • Inizi Salomon • Tonga • Tuvalu • Zeland-Nevez
Monarkiezhoù european all: Belgia • Danmark • an Izelvroioù • Liechtenstein* • Luksembourg • Monako* • Norge • Spagn • Sveden • Vatikan (Sez Santel)°^
° monarkiezh absolut, * monarkiezh damvonreizhel, ^ monarkiezh dre zilennadegoù