Priz Nobel
Iskevrennad eus | prize |
---|---|
Deiziad krouiñ | 1901 |
Anv er yezh a orin | Nobelpriset |
Treuzskrivadur API | noˈbɛl |
Anvet diwar | Alfred Nobel |
Diazezer | Alfred Nobel |
Stad | Sveden, Norvegia |
Lec'h | Stockholm |
Deroet gant | Norwegian Nobel Committee, Akademiezh roueel skiantoù Sveden, Swedish Academy, Nobel Assembly at the Karolinska Institute, Alfred Nobel |
Notenn ar varnouriezh | 5, 0.8 |
Day in year for periodic occurrence | 10 Kerzu |
Lec'hienn ofisiel | https://www.nobelprize.org/ |
Ar priz Nobel a zo ur priz roet bep bloaz d'an dud o deus kaset ar skiant pe ar gevredigezh war-raok. Krouet e oa hervez testamant Alfred Nobel e 1895. Roet e voe ar wech kentañ e 1901, gant roue Sveden. Lidet e vez ar prizioù d'an 10 a viz Kerzu, deiz ganedigezh marv Alfred Nobel. An neb az a ar maout gantañ a c'hounez ivez un tammig muioc'h evit ur milion a euroioù.
War pemp tachenn e vez roet prizioù: ar peoc'h, al lennegezh, ar gimiezh, ar vezegiezh, hag ar fizik. Ur priz all, Priz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel, a oa savet gant bank roueel Sveden e 1968 ha roet evit ar wezh kentañ e 1969[1]. Ar prizioù Nobel war ar gimiezh, ar fizik, ar c'horfadurezh pe ar vezegiezh, hag al lennegezh ha priz skiantoù an armerzh, a vez "hevelebet oute" peurliesañ, a vez sellet oute evel ar prizioù brasañ a c'haller da gaout war an tachennoù-se[2]. Priz Nobel ar Peoc'h a zegas ivez kalz brud, ha rendael a vez alies a-zivout ar priz-se war an dachenn bolitikel. War-bouez priz Nobel ar Peoc'h e vez roet ar prizioù Nobel ha priz skiantoù an armerzh e Stockholm, e Sveden, da-geñver lid bloaziek ar priz Nobel, d'an 10 a viz Kerzu, deiz-ha-bloaz marv Nobel. Komz a ra an Ensavadur Nobel eus ar 6 priz-se roet e Stockholm evel ar "Prizioù svedat". Priz Nobel ar Peoc'h a vez roet da-geñver ul lid bloaziek en Oslo, e Norvegia, d'an 10 a viz Kerzu ivez[3],[4]. Prezegennoù loreidi ar "Prizioù svedat" a vez graet d'an 9 a viz Kerzu.[5] "Evel ma vez sellet ouzh ar priz Nobel evel ar priz lufrusañ er bed, lid ar prizioù hag ar banvez e Stockholm hag Oslo zo deuet da vezañ e darvoudoù etrebroadel a bouez bras ma kaver dileuridi eus kazetennoù, radioioù ha skinwelioù ar bed a-bezh."[5].
Ar prizioù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar priz Nobel a vez roet abaoe 1901 er rummadoù da heul :
- Fizik, roet gant Akademiezh roueel Sveden ar skiantoù.
- Kimiezh, roet gant Akademiezh roueel Sveden ar skiantoù.
- Fiziologiezh pe Medisinerezh, roet gant ensavadur Karolinska.
- Lennegezh, roet gant an Akademiezh svedat.
- Peoc'h, roet gant ur c'huzul dilennet gant ar parlamant norvegat (Storting).
E 1968, eo bet krouet, gant Bank Sveden (Sveriges Riksbank), ur priz war tachenn an ekonomiezh, gant asant an diazezadenn Nobel. Ez ofisiel eo anvet Priz Sveriges Riksbank war ar Skiantoù Ekonomikel en eñvor eus Alfred Nobel, met alies e vez graet "Priz Nobel an Ekonomiezh" anezhañ, zoken ma n'eo ket e gwir ur priz Nobel, roet gant Akademiezh roueel Sveden ar skiantoù.
Abaoe 1968 ez eus dibabet chom hep ouzhpennañ rummadoù nevez evit ar prizioù.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ "Nobel Prize" (2007), en Encyclopædia Britannica, lennet e miz Du 2007, war Encyclopædia Britannica Online. Daoust ma n'eo ket unan eus ar prizioù Nobel, e vez hevelebet ouzh ar prizioù all; Bannet e vez anv al loreidi war un dro gant anv loreidi ar priz Nobel, ha priz skiantoù an armerzh a vez kinniget e-doug lid ar prizioù Nobel.
- ↑ >"Nobel Prize" (2007), en Encyclopædia Britannica, lennet e miz Du 2007, war Encyclopædia Britannica Online.
- ↑ "The Nobel Prize Awarders", nobelprize.org,
- ↑ Nobel Peace Prize 2007, nobelprize.org.
- ↑ 5,0 ha5,1 "The Nobel Prize Award Ceremonies", nobelprize.org