Priz Nobel ar Peoc'h

Eus Wikipedia
An Dalai Lama ha Desmond Tutu, Skeudenn gant Carey Linde, 2004

Priz Nobel ar Peoc'h eo anv unan eus ar pemp Priz Nobel savet gant an embregour ha skiantour Alfred Nobel (1833-1896). Hervez testamant A. Nobel, Priz ar Peoc'h a zlee bezañ roet « d'an den en devo graet ar muiañ pe al labour gwellañ evit ar vreudeuriezh etre ar broadoù evit kas an armeoù da get pe o bihanaat, pe evit aozañ ha brudañ kendalc'hioù peoc'h. »

E 1876 e teuas Bertha von Suttner da vezañ sekretourez Alfred Nobel met goude ur sizhunvezh e tistroas d'he bro da eurediñ Arthur Gundaccar von Suttner. Daoust ma oa berr an amzer a dremenas e kompagnunezh Alfred Nobel e kenskrivas gantañ betek marv hemañ e 1896, ha krediñ a reer e oa hi he devoa ar muiañ a bouez e krouidigezh ur Priz Nobel ar Peoc'h e-touez ar prizioù Nobel all a oa savet hervez testamant ar skiantour.

Bep bloaz e vez roet ar priz Nobel en Oslo, kêr-benn Norvegia, rak spisaat a rae testamant Alfred Nobel e oa rekis reiñ ar priz Nobel er gêr-se. Roet e vez atav d'an 10 a viz Kerzu, a zo deiz-ha-bloaz marv Nobel, dirak roue Norvegia.

Tri zra a vez profet d'al loreidi : ur skrid-testeni, ur vedalenn hag ur baperenn a resisa sammad ar priz gounezet. Dalc'het e vez an abadenn e sal-kêr Oslo, hag antronoz e vez heuliet gant sonadeg Priz Nobel ar Peoc'h, a vez skignet da ouzhpenn 450 milion a diegezhioù e muioc'h evit 150 bro er bed. Brudet eo an abadennoù er bed a-bezh, ha tud brudet-kenañ a vez pedet d'o c'hinnig pe da gemer perzh enno.
Dibab loreidi Priz Nobel ar Peoc'h a laka a-wezhioù rendaelioù da sevel, rak kavout a reer war roll al loreidi tud o devoa implijet doareoù-ober feuls evit diskoulmañ kudennoù kent ober strivoù bras dre implijout doareoù difeuls evit klask skoulmañ ar peoc'h.

Priz Nobel ar Peoc'h eo ar Priz Nobel nemetañ na vez ket roet e Stockholm, e Sveden.

Loreidi[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloavezhioù 1900[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1901 Frederic Passy.jpg Frédéric Passy Bro-C'hall Bro-C'hall « Abalamour m'eo unan eus diazezerien bennañ an Unaniezh Etreparlamantel hag ivez pennaozer Kendalc'h Hollvedel ar Peoc'h e 1899. »
Jean Henri Dunant.jpg Jean Henry Dunant Suis Suis « Abalamour d'e berzh e diazezadur Poellgor Etrebroadel ar Groaz Ruz. »
1902 Ducommun.jpg Élie Ducommun Suis Suis « Abalamour d'e labour evel Sekretour a Enor, Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
Charles Albert Gobat2.jpg Charles Albert Gobat Suis Suis « Abalamour d'e labour evel Pennsekretour, Unaniezh Etreparlamantel ha Sekretour a Enor, Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
1903 Cremer.jpg William Randal Cremer Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet « Abalamour d'e labour evel ezel, Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ha Sekretour, Kevre Etrebroadel an Dredeogiezh (International Arbitration League). »
1904 Logo of Institut de Droit International.svg Institut de Droit International Banniel Belgia Belgia « Abalamour d'e strivoù, evel aozadur nann-ofisiel, evit termeniñ pennaennoù hollek skiant al lezennoù etrebroadel. »
1905 Bertha-von-Suttner-1906.jpg Bertha von Suttner Ensign of Austro-Hungarian civil fleet (1869-1918).svg Aostria-Hungaria « Abalamour d'he labour evel Prezidantez a Enor Burev Etrebroadel ar Peoc'h hag aozerez Lay Down Your Arms – The Autobiography of Martha von Tilling ("Dilezit hoc'h armoù – Emvuhezskrid Martha von Tilling"). »
1906 President Theodore Roosevelt, 1904.jpg Theodore Roosevelt Flag of the United States (1896–1908).svg Stadoù-Unanet « Abalamour d'al labour a hanterouriezh bet kaset da bennvat a-benn echuiñ gant ar Brezel Rusian-Japanat hag abalamour d'e atapi ouzh an dredeogiezh, p'en devoa degaset he degouezh kentañ da Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
1907 Ernesto Teodoro Moneta.jpg Ernesto Teodoro Moneta Banniel Italia (1861-1946) Italia « Abalamour d'he labour evel Prezidant, Kevre Lombardat ar Peoc'h ; unan eus an dud pennañ o labourat evit ar peoc'h en Italia. »
Louis Renault jurist.gif Louis Renault Bro-C'hall Bro-C'hall « Kelenner war ar Gwir Etrebroadel, a oa Kannad pad Bro-C'hall e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
1908 KParnoldson.jpg Klas Pontus Arnoldson Banniel Sveden Sveden « Diazezer Kevre Svedat ar Peoc'h hag an Dredeogiezh. »
Fredrik Bajer nobel.jpg Fredrik Bajer Banniel Danmark Danmark « Abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamantel pa oa Prezidant kentañ Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
1909 Beernaert.gif Auguste Marie François Beernaert Banniel Belgia Belgia Bet Pennmaodiern ; Ezel, Parlamant Belgia ; Ezel, Lez-varn Etrebroadel Den Haag ; « abalamour d'he labour en Unaniezh Etreparlamenael hag e Lez-varn Etrebroadel Den Haag. »
PaulBalluet.gif Paul-Henri-Benjamin d'Estournelles de Constant Bro-C'hall Bro-C'hall Ezel, Sened Bro-C'hall ; diazezer ha Prezidant ar strollad parlamantel gall evit an dredeogiezh a-youl-vat ; diazezer ar Poellgor evit Difenn an Deurioù Broadel hag evit an Unvanidigezh Etrebroadel ; « abalamour d'e labour diplomatek evit ar c'henemglev etre Bro-C'hall hag Alamagn, Bro-C'hall hag ar Rouantelezh-Unanet, kevret gant ur remzad diplomatel dibar war tachenn an dredeogiezh. »
1910 IPB-logo.gif Burev Etrebroadel ar Peoc'h Suis Suis Krouet e 1891 ; « abalamour d'e labour evit kenliammañ aozadurioù ar Peoc'h eus meur a vro. »

Bloavezhioù 1910[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1911 TMCasser.jpg Tobias Michael Carel Asser Izelvroioù Izelvroioù Maodiern ; alvokad ; « abalamour d'e labour evel kentradour ar C'huzuliadegoù a-zivout ar Gwir Prevez Etrebroadel e Den Haag. »
Alfred Herrmann Fried Foto.jpg Alfred Hermann Fried Ensign of Austro-Hungarian civil fleet (1869-1918).svg Aostria-Hungaria Kazetenner ; diazezer ar gelaouenn Die Friedenswarte ("Engortoz ar Peoc'h") ; « abalamour m'en deus diazezet Kevredad Alaman ar Peoc'h. »
1912 Elihu Root, bw photo portrait, 1902.jpg Elihu Root Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour m'eo bet kentradour meur a feur-emglev tredeogiezh, abalamour d'e zeur kreñv ouzh an dredeogiezh etrebroadel, hag abalamour d'e raktres evit ul lez-varn etrebroadel. »
1913 HenriLaFontaine.jpg Henri La Fontaine Banniel Belgia Belgia Ezel eus Parlamant Belgia (senedour) ; « abalamour d'e labour evel Prezidant Burev Etrebroadel ar Peoc'h. »
1914 Loread(ez) ebet en abeg d'ar Brezel-bed Kentañ
1915
1916
1917 Emblem of the ICRC.svg Kuzul Etrebroadel ar Groaz Ruz Suis Suis « Abalamour m'en deus sammet ar poellad divent da glask gwareziñ gwirioù an niver bras a brizonidi en holl duioù ar Brezel-Bed Kentañ, en o zouez o gwir da vont e darempred gant o familhoù. »
1918 Loread(ez) ebet
1919 President Woodrow Wilson portrait December 2 1912.jpg Woodrow Wilson Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Prezidant Stadoù-Unanet Amerika ; « abalamour m'en deus diazezet Kevre ar Broadoù. »
1920 Bourgeoi.jpg Léon Victor Auguste Bourgeois Bro-C'hall Bro-C'hall Bet Sekretour-Stad ; Prezidant Sened Frañs ; Prezidant Kuzul Kevre ar Broadoù ; « abalamour m'en deus diazezet Kevre ar Broadoù »

Bloavezhioù 1920[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1921 Hjalmar branting stor bild.jpg Hjalmar Branting Banniel Sveden Sveden Pennmaodiern Sveden ; Kannad Sveden e Kevre ar Broadoù ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù. »
Christian Lous Lange.jpg Christian Lous Lange Banniel Norvegia Norvegia Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel ; « abalamour d'e labour evel kentañ Sekretour Poellgor Nobel Norvegia, hag evel Pennsekretour an Unaniezh Etreparlamantel. »
1922 Fridtjof Nansen LOC 03377u.jpg Fridtjof Nansen Banniel Norvegia Norvegia Skiantour ; ergerzhour ; Kannad Norvegia, Kevre ar Broadoù ; enhenter « paseporzhioù Nansen » evit ar repuidi ; «abalamour d'e labour evit skoazellañ ar milionoù a dud e Rusia a oa o stourm ouzh an naonegezh, ha d'e labour evit ar repuidi en Anatolia hag e Trakia. »
1923 — Loread(ez) ebet —
1924
1925 Austen Chamberlain nobel.jpg Austen Chamberlain Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno. »
Charles Dawes, Bain bw photo portrait.jpg Charles Gates Dawes Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Besprezidant Stadoù-Unanet Amerika ; Kadoriad Poellgor ar Re Gevredet evit an Digoll ; « abalamour d'e labour evel kentradour "Raktres Dawes" da-geñver an digoll dleet gant Alamagn. »
1926 Aristide Briand 2.jpg Aristide Briand  Frañs (Breizhad) Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e laour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno ha Kengrad Pariz (Kellog-Briand Pact pe General Treaty for Renunciation of War as an Instrument of National Policy, "Feur-emglev hollek evit dilezel ar brezel evel benveg politikel broadel"). »
Bundesarchiv Bild 146-1989-040-27, Gustav Stresemann.jpg Gustav Stresemann Alamagn Alamagn Bet Pennmaodiern (Reichs-kanzler) ; Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Feurioù-emglev Locarno. »
1927 Ferdinand Buisson (1841-1932).jpg Ferdinand Buisson Bro-C'hall Bro-C'hall Bet Kelenner kozh e Skol-veur ar Sorbonne e Pariz ; krouer ha prezidant Kevre Gwirioù Mab-den ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. »
DBP - Nobelpreisträger, Ludwig Quidde - 50 Pfennig - 1975 fixed.jpg Ludwig Quidde Alamagn Alamagn Kelenner, Skol-veur Berlin ; ezel, Parlamant Alamagn ; perzhiad e meur a guzuliadeg evit ar Peoc'h ; « abalamour d'e labour evit adunvaniñ ar bobl c'hall hag ar bobl alaman. »
1928 — Loread(ez) ebet —
1929 FrankKellogg.jpg Frank B. Kellogg Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; « abalamour d'e labour evel kengentradour Kengrad Pariz. »
1930 Soderblom.gif Lars Olof Jonathan (Nathan) Söderblom Banniel Sveden Sveden Arc'heskob ; penn al luskad ekumenek ; « abalamour d'e strivoù evit lakaat an Ilizoù da gemer perzh n'eo ket hepken a-benn tizhout an unvaniezh ekumenek, evit ar peoc'h er bed ivez. »

Bloavezhioù 1930[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1931 Jane Addams profile.jpg Jane Addams Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Kevredadourez ; Prezidantez Etrebroadel Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz (Women's International League for Peace and Freedom) ; « abalamour d'he labour evit degaskemmoù er gevredigezh, ha d'he labour evel penn KEMPF. »
Nicholas Murray Butler ppmsca.03668.jpg Nicholas Murray Butler Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Prezidant, Columbia University ; « abalamour d'e labour evel pennlusker Kengrad Pariz, hag evel penn ar rann mirourañ eus al luskad amerikan evit ar Peoc'h. »
1932 — Loread(ez) ebet —
1933 Norman Angell 01.jpg Sir Norman Angell (Ralph Lane) Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Skrivagner ; ezel, Poellgor Erounit Kevre ar Broadoù ; ezel, Kuzul Broadel ar Peoc'h (National Peace Council) ; « abalamour m'eo aozer The Great Illusion ("An touell meur"), ma sav a-du gant Kevre ar Broadoù ha m'en deus levezon war tachenn ar brudañ hag ar c'henteliañ diwar-benn ar Peoc'h. »
1934 1910 Arthur Henderson.jpg Arthur Henderson Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; Prezidant, Kuzuliadeg Kevre ar Broadoù evit an Dizarmadeg (League of Nations Disarmament Conference) e 1932 ; « abalamour d'e labour e Kevre ar Broadoù, ha d'e strivoù a-fed diazarmadeg dreist-holl. »
1935 Carl von Ossietzky.jpg Carl von Ossietzky Alamagn Alamagn (Trede Reich) Kazetenner e Die Weltbühne("Leurenn ar Bed") ; peoc'hgarour ; « abalamour d'e stourm a-enep adarmañ Alamagn. »
1936 Carlos Saavedra Lamas.jpg Carlos Saavedra Lamas Banniel Arc'hantina Arc'hantina Maodiern ; Prezidant Kevre ar Broadoù ; « abalamour d'e labpur evel hanterour e Brezel ar Chaco etre Paraguay ha Bolivia. »
1937 Robert Cecil, 1st Viscount Cecil of Chelwood - Project Gutenberg eText 15306.jpg The Viscount Cecil of Chelwood Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Skrivagner, bet Mirour ar Siell Brevez (Lord Keeper of the Privy Seal) ; « abalamour d'e labour evel diazezer ha Prezidant Koulzad Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Campaign). »
1938 Flag of the League of Nations (1939–1941).svg Ofis Etrebroadel Nansen ar Repuidi Suis Suis Un aozadur etrebroadel evit sikour, bet krouet gant Fridtjof Nansen e 1921 ; « abalamour d'e labour evit skoazellañ ar repuidi. »
1939 — Loread(ez) ebet, en abeg d'an Eil Brezel-Bed
1940

Bloavezhioù 1940[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1941 — Loread(ez) ebet, en abeg d'an Eil Brezel-Bed —
1942
1943
1944 Emblem of the ICRC.svg Kengor Etrebroadel ar Groaz Ruz Suis Suis Daleet betek 1945 e voe roadur ar Priz Nobel 1944 ; « abalamour d'al labour meur a zo bet graet e-pad an Eil Brezel-Bed en anv an denelezh. »
1945 Hull-Cordell-LOC.jpg Cordell Hull Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet Bet Maodiern an Aferioù Estren ; unan eus perzhidi pennañ e krouidigezh Aozadur ar Broadoù Unanet ; « abalamour d'e stourm a-enep an emglozadouriezh en e vro, d'e strivoù a-benn krouiñ ur bloc'had Stadoù a-du gant ar Peoc'h war ar c'hevandir amerikan, ha d'e labour evit Aozadur ar Broadoù Unanet. »
1946 EmilyGreeneBalch.jpg Emily Greene Balch Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet « Bet Kelennerez war an Istor hag ar Gevredadouriezh ; Prezidantez Etrebroadel a Enor, Kevre Etrebroadel ar Maouezed evit ar Peoc'h hag ar Frankiz. »
John Raleigh Mott, 1910.jpg John Raleigh Mott Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet « Kadoriad, Kuzul Misioner Etrebroadel (International Missionary Council) ; Prezidant, Emglev Bedel Kevredadoù Kristen ar Wazed Yaouank (World Alliance of Young Mens Christian Associations/YMCA). »
1947 Quaker star-T.svg Friends Service Council Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet « Kendruez d'an hentez ha c'hoant d'o skoazellañ. »
American Friends Service Committee Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet
1948 — Loread(ez) ebet —
1949 John Boyd Orr nobel.jpg The Lord Boyd-Orr Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet « Mezeg ; politikour war ar vagadurezh ; pennaozer ha Pennrener Aozadur ar Boued hag ar Gounezerezh (FAO) (Food and Agricultural Organization) ; Prezidant, Kuzul Broadel ar Peoc'h hag Unaniezh Bedel an Aozadurioù evit ar Peoc'h (World Union of Peace Organizations). »
1950 Ralph Bunche - 1963 March on Washington.jpg Ralph Bunche Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet « Kelenner, Harvard University Cambridge, MA ; Rener, Director, rann ar Gulatoriezh, Aozadur ar Broadoù Unanet ; hanterour oberiant e Palestina, 1948. »

Bloavezhioù 1950[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1951 Léon Jouhaux nobel.jpg Léon Jouhaux Bro-C'hall Bro-C'hall « Prezidant, Poellgor Etrebroadel Kuzul Europa ; Besprezidant, Kengevredad Etrebroadel ar C'hweluniadoù Frank (International Confederation of Free Trade Unions/CFTU) ; ezel, Aozadur Etrebroadel al Labour ; kannad en Aozadur ar Broadoù Unanet. »
1952 Albert Schweitzer, Etching by Arthur William Heintzelman.jpg Albert Schweitzer  Frañs (Elzasad) « Surjian misioner ; diazezour ospital Lambaréné (Gabon). »
1953 General George C. Marshall, official military photo, 1946.JPEG George Catlett Marshall Flag of the United States (1912-1959).svg Stadoù-Unanet « Prezidant meur ar Groaz Ruz Amerikan ; bet Maodiern an Aferioù Estren ha Maodiern an Difenn ; kannad, A.B.U. ; kentradour Raktres Marshall. »
1954 UNHCR DADAAB REGION, KENYA AFRICA DOD 2006.JPEG Komiserezh Uhel ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi Suis Suis « Un aozadur-skoazellañ etrebroadel bet krouet gant Aozadur ar Broadoù Unanet e 1951. »
1955 — Loread(ez) ebet —
1956
1957 Lester B. Pearson with a pencil.jpg Lester Bowles Pearson Flag of Canada (1957–1965).svg Kanada Bet Maodiern an Aferioù Diavaez Kanada ; bet Prezidant ar 7vet Dalc'h eus Emvod Meur ar Broadoù-Unanet ; « abalamour d'ar perzh en deus graet evit klask lakaat termen da Enkadenn Suez, ha da zalc'h ar Reter-Kreiz dre hanterouriezh ar Broadoù-Unanet. »
1958 Georges Pire 1958.jpg Georges Pire Banniel Belgia Belgia « Tad en Urzh Dominikan ; Penn an aozadur skoazellañ repuidi L'Europe du Coeur au Service du Monde. »
1959 Philip Noel-Baker 1942.jpg Philip J. Noel-Baker Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet Ezel, Parlamant ar Rouantelezh-Unanet ; « abalamour m'en deus labouret a-hed e vuhez evit ar peoc'h hag ar c'henlabour etre ar broioù. »
1960 Albert Lutuli (458603639).jpg Albert Lutuli Banniel Suafrika etre 1928 ha 1961 Suafrika Prezidant an African National Congress/ANC ; «abalamour m'eo bet er penn a-raok evit ar stourm a-enep an apartheid e Suafrika. »

Bloavezhioù 1960[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1961 Dag Hammarskjöld.jpg Dag Hjalmar Agne Carl Hammarskjöld Banniel Sveden Sveden Pennsekretour, Aozadur ar Broadoù Unanet ; «abalamour m'en deus kreñvaet an aozadur. »
1962 Pauling.jpg Linus Carl Pauling Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet « Abalamour m'en deus stourmet a-enep taolioù-arnod an armoù nukleel. »
1963 Emblem of the ICRC.svg Kuzul Etrevroadel ar C'hroazioù Ruz Suis Suis « Abalamour d'o labour da-geñver gwareziñ gwirioù mab-den a-hed ar 100 bloavezh abaoe ma oa bet ganet Kuzul Etrevroadel ar C'hroazioù Ruz. »
Emblem of the IFRC.svg Kevre ar Groaz Ruz Suis Suis
1964 Martin Luther King Jr NYWTS.jpg Martin Luther King, Jr. Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Stourmer evit ar gwirioù keodedel ; « abalamour m'eo an den kentañ e bed ar C'hornôg en deus diskouezet e c'haller kas ur stourm hep feulster. »
1965 DBP 1966 527 20 Jahre UNICEF.jpg UNICEF Flag of the United Nations.svg Broadoù Unanet « Un aozadur etrebroadel evit skoazellañ. »
1966 — Loread(ez) ebet —
1967
1968 ReneCassin.JPG René Cassin Bro-C'hall Bro-C'hall « Prezidant, Lez Europat Gwirioù Mab-den. »
1969 Flag of ILO.svg Aozadur Etrebroadel al Labour Flag of the United Nations.svg Broadoù Unanet « Pal pennañ Aozadur Etrebroadel a Labour eo staliañ pennaennoù a-benn ma vo gwellaet doareoù-labourat ha gwirioù kevredadel an implijidi. Diarvar eo an Aozadur e vo kreñvaet ar Peoc'h dre ar pennaenoù-se abalamour ma krennont an direzihderioù kevredadel. »
1970 Norman Borlaug.jpg Norman E. Borlaug Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet Kreizenn Etrebroadel evit Gwellaat ar Maiz hag ar Gwinizh]] (International Maize and Wheat Improvement Center) ; « abalamour d'e zegasadennoù d'an "Dispac'h Glas" a voe ken pouezus e kenderc'hadur ar boued, en Azia ha Suamerika dreist-holl. »

Bloavezhioù 1970[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1971 Willy Brandt.jpg Willy Brandt Banniel Alamagn RKA Kañseller, Republik Kevreadel Alamagn ; « abalamour d'e Ospolitik. »
1972 — Loread(ez) ebet —
1973 Henry Kissinger.jpg Henry A. Kissinger Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet « Abalamour da Genemglev Pariz evit ar Peoc'h bet sinet e 1973 evit degas un harz-tennañ e Brezel Viêt Nam hag emdenn an nerzh amerikan. »
LeDucTho1973.jpg Lê Ðức Thọ (nac'het) Banniel Viêt Nam Viêt Nam (Republik Demokratel Viêt Nam)
1974 Seán MacBride 1984.jpg Seán MacBride Iwerzhon Iwerzhon Prezidant, Burev Etrebroadel ar Peoc'h (International Peace Bureau) ; Prezidant, Poellgor Namibia ; « abalamour d'e zeur bras ouzh gwirioù mab-den : kas Kendivizad Europat Gwirioù Mab-Den (European Convention on Human Rights) dre Guzul Europa, sikour evit diazezañ ha kas Amnesty International ha labourat evel Pennsekretour Poellgor Etrebroadel ar Wiriaourien (International Commission of Jurists). »
Eisaku Sato 1960.jpg Eisaku Sato Banniel Japan Japan Pennmaodiern Japan ; « abalamour m'en deus dilezet an dibab nukleel evit Japan, hag abalamour d'e strivoù evit kas pelloc'h adunvanadur er rannved. »
1975 RIAN archive 25981 Academician Sakharov.jpg Andrey Sac'harov Banniel URSS Unaniezh Soviedel « Abalamour d'e stourm evit gwirioù mab-den, an dizarmañ hag ar c'henlabour etre an holl vroioù. »
1976 Betty Williams.jpg Betty Williams Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonadez) « Diazezourezed Emsav ar Peoc'h evit Norzh Iwerzhon (anvet diwezhatoc'h Kumuniezh Tud ar Peoc'h). »
Mairead Corrigan Gaza crop.jpg Mairead Corrigan Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonadez)
1977 Amnesty international Logo.svg Amnesty International Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet « Abalamour ma gwarez gwirioù mab-den ar brizonidi a goustiañs. »
1978 Anwar Sadat cropped.jpg Mohamed Anwar el-Sadat Egipt Egipt « Abalamour da Emglevioù Camp David, a zegasas ur peoc'h kevraouet etre Egipt hag Israel. »
Menachem Begin 2.jpg Menachem Begin Banniel Israel Israel
1979 MotherTeresa 090.jpg Mamm Tereza India India « Penngaserez Misionerien ar Garitez (Missionaries of Charity). »
1980 Adolfo Pérez Esquivel agosto 2011.jpg Adolfo Pérez Esquivel Banniel Arc'hantina Arc'hantina Penngasour gwirioù mab-den ; « abalamour m'en deus diazezet meur a aozadur difeuls evit gwirioù mab-den a-benn stourm ouzh ar juntenn vilourel a oa o ren war e vro, Arc'hantina. »

Bloavezhioù 1980[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1981 UNHCR DADAAB REGION, KENYA AFRICA DOD 2006.JPEG Komisererezh Uhel ar Broadoù Unanet evit ar Repuidi Flag of the United Nations.svg Broadoù Unanet « Un aozadur skoazell etrebroadel krouet gant ABU e 1951. »
1982 ARB-Alva-Myrdal.jpg Alva Myrdal Banniel Sveden Sveden « Abalamour d'o labour dispar e nevidoù Feur-emglev Tlatelolco ar Broadoù Unanet evit an dizarmadeg, m'o deus kemeret pep a berzh pouezus ha gounezet an anaoudegezh etrebroadel. »
Alfonso Garcia Robles 1981.jpg Alfonso García Robles Banniel Mec'hiko Mec'hiko
1983 Lech Walesa.jpg Lech Wałęsa Banniel Polonia Polonia « Krouer ar c'hweluniad Solidarność ; stourmer evit gwirioù mab-den. »
1984 Desmond tutu 20070607 2.jpg Desmond Mpilo Tutu Banniel Suafrika etre 1928 ha 1961 Suafrika « Eskob Johannesburg ; bet Pennsekretour, Kuzul Suafrikan an Ilizoù (South African Council of Churches). »
1985 I.P.P.N.W International Physicians for the Prevention of Nuclear War Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet (Mezeien Etrebroadel evit Dizarbenn ar Brezel Nukleel) ; « abalamour da zitouroù solius, ha dre grouiñ un emskiant ouzh heuliadoù dirfeudek an armoù nukleel. Krediñ a ra d'ar Poellgor e tegas kement-se d'e dro ur c'hresk er gwask a-berzh an dud a stourm ouzh paotadur an armoù nukleel, hag e kas da adtermeniñ an tevetoù en ur deurel muioc'h a evezh d'ar yec'hed ha da gudennoù denegour all. »
1986 Elie Wiesel.jpg Elie Wiesel Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet « Kadoriad "Poellgor ar Prezidant a-zivout al Loskaberzh" ("The President's Commission on the Holocaust"). »
1987 OscarArias.jpg Óscar Arias Sánchez Banniel Costa Rica Costa Rica « Abalamour d'e labour evit ar peoc'h e Kreizamerika, d'ar strivoù en deus kaset d'an emglev sinet e Guatemala d'ar 7 a viz Eost er bloaz-mañ. »
1988 Blue helmet.JPG Nerzhioù Mirout ar Peoc'h ar Broadoù-Unanet Flag of the United Nations.svg Broadoù Unanet « Abalamour d'o strivoù a gasas da zegasadennoù pouezus war-du sevenidigezh unan eus pennaennoù ar Broadoù Unanet. »
1989 Tenzin Gyatso 02.jpg Tenzin Gyatso
14vet Dalai Lama
Banniel Tibet Tibet « Abalamour d'e stourm evit dieubiñ Tibet, a gasas en ur chom bepred a-enep implij ar feulster. Kentoc'h en deus erbedet diskoulmoù peoc'hus diazezet war ar c'houzañvusted hag ar gendoujañs, abalamour da wareziñ hêrezh istorel ha sevenadurel e bobl. »
1990 Mikhail Gorbachev 1987.jpg Mikhail Gorbatchev Banniel URSS Unaniezh Soviedel Prezidant, Unaniezh Soviedel ; « abalamour d'e berzh gourfouezus en argerzh ar peoc'h a zo hiziv un dezverk pennañ e rannoù bras ar gumuniezh etrebroadel. »

Bloavezhioù 1990[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
1991 Aung San Suu Kyi.jpg Aung San Suu Kyi Flag of Myanmar (1974–2010).svg Birmania « Abalamour d'he stourm peoc'hus evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den. »
1992 Rigoberta Menchu Tum.JPG Rigoberta Menchú Tum Guatemala Guatemala « Abalamour d'he labour evit ar reizhded kevredadel hag an adunvanadur kenelsevenadurel diazezet war an douj da wirioù ar pobladoù henvroat. »
1993 Nelson Mandela.jpg Nelson Mandela Banniel Suafrika etre 1928 ha 1961 Suafrika « Abalamour d'o labour a-benn echuiñ gant renad an apartheid, hag evit bezañ diazezet ur Suafrika demokratel nevez. »
Frederik Willem de Klerk.jpg Frederik Willem de Klerk Banniel Suafrika etre 1928 ha 1961 Suafrika
1994 ArafatEconomicForum.jpg Yasser Arafat Banniel Palestina Palestina « Evit enoriñ un ober politikel a ziarc'he un nerzh-kalon bras digant an daou du, hag en deus digoret hentoù nevez war-du ar vreudeuriezh er Reter-Kreiz. »
Yitzhak Rabin (1986) cropped.jpg Yitzhak Rabin Banniel Israel Israel
Shimon Peres World Economic Forum 2007.jpg Shimon Peres Banniel Israel Israel
1995 Josef Rotblat ID badge.png Joseph Rotblat Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet « Abalamour d'o strivoù a-benn krennañ war berzh an armoù nukleel er bolitikerezh etrebroadel ha, war hiroc'h termen, kas hevelep armoù da get. »
Peace symbol (bold).svg Pugwash Conferences on Science and World Affairs Banniel Kanada Kanada
1996 Carlosbelo.jpg Carlos Filipe Ximenes Belo Banniel Timor ar Reter Timor ar Reter « Abalamour d'o labour da-gaout un diskoulm reizh ha peoc'hus d'ar brezel e Timor ar Reter. »
Ramos-Horta.png José Ramos-Horta Banniel Timor ar Reter Timor ar Reter
1997 International Campaign
to Ban Landmines
Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet ("Koulzad etrebroadel evit forbannañ ar minoù") « Abalamour d'o labour a-benn forbannañ ha lemel ar minoù enepdenel. »
JodyWilliams1.jpg Jody Williams Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet
1998 John Hume 2008.jpg John Hume Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet (Iwerzhonad) « Abalamour d'o strivoù a-benn kavout un diskoulm peoc'hus d'ar brezel e Norzhiwerzhon. »
David Trimble at Lisburn Seed Group benefit, Hillsborough Castle, Christmas 2007 crop.jpg David Trimble Banniel ar Rouantelezh Unanet Rouantelezh-Unanet
1999 Médecins Sans Frontières Suis Suis « Evit anaout labour diorreer ha denegour an Aozadur war meur a gevandir. »
2000 Kim Dae-jung (Cropped).png Kim Dae Jung Republik Korea Republik Korea « Abalamour d'e labour evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den e Korea ar Su hag en Azia ar Gevred dre vras, hag abalamour d'ar peoc'h hag ar peoc'haat gant Korea an Norzh da gentañ penn. »

Bloavezhioù 2000[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
2001 Small Flag of the United Nations ZP.svg Broadoù Unanet « Abalamour d'o labour a-benn sevel ur bet aozet gwelloc'h ha peoc'husoc'h. »
Kofi Annan, Photo: Harry Wad Kofi Annan Ghana Ghana
2002 Jimmy Carter.jpg Jimmy Carter Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet « Abalamour d'an degadoù a vloavezhioù en deus tremenet o strivañ hep skuizhañ a-benn kavout diskoulmoù peoc'hus da genniñvoù etrebroadel, a-benn kas an demokratelezh ha gwirioù mab-den war-raok, hag a-benn herouezañ an diorroadur armerzhel ha kevredadel. »
2003 Ebadi.jpg Shirin Ebadi Banniel Iran Iran « Abalamour d'he strivoù evit an demokratelezh ha gwirioù mab-den, reoù ar maouezed hag ar vugale pergen. »
2004 Wangari Matthai 2001 (cropped).jpg Wangari Muta Maathai BannielKenya Kenya « Abalamour d'he degasadennoù war tachenn an diorroadur padus, an demokratelezh hag ar Peoc'h. »
2005 Flag of IAEA.svg Ajañs Etrebroadel an Energiezh Atomek  Aostria « Abalamour d'ar bec'h o deus lakaet evit mirout na vije graet gant an energiezh nukleel evit dezevioù milourel ha da asuraat e vije graet en doare surañ posupl gant an energiezh nukleel lakaet da dalvezout evit an dezevioù peoc'hus. »
Mohamed ElBaradei WEF 2008.jpg Mohamed El Baradei Egipt Egipt
2006 Grameen Yunus Dec 04.jpg Muhammad Yunus Banniel Bangladesh Bangladesh « Abalamour m'o deus aesaet buhez armerzhel ha kevredadel ar re baour, ar maouezed pergen, dre o labour difraoster war tachenn ar gorrgred. »
Grameen Bank Banniel Bangladesh Bangladesh
2007 Al Gore.jpg Al Gore Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet « Abalamour d'o strivoù a-benn sevel ha skignañ muioc'h a didouroù a-zivout ar c'hemmoù degaset en hin gant mab-den, ha diazezañ an disentezioù a zo rekis evit stourm ouzh ar c'hemmoù-se. »
Flag of the World Meteorological Organization.svg Bodad etregouarnamantel war kemmadur an hin Suis Suis
2008 Martti Ahtisaari.jpg Martti Ahtisaari Banniel Finland Finland « abalamour d'e strivoù bras, war meur a gevandir hag e-pad pelloc'h eget tregont bloavezh, a-benn diskoulmañ kenniñvoù etrebroadel. »
2009 Official portrait of Barack Obama-2.jpg Barack Obama  Banniel ar Stadoù-Unanet Stadoù-Unanet « Abalamour d'e strivoù bras-divent da greñvaat an diplomaterezh etrebroadel hag ar c'henlabour etre ar pobloù. »
2010 Liu Xiaobo  Sina « Abalamour d'e stourm hir ha difeuls evit gwirioù diazez mab-den e Sina. »

Bloavezhioù 2010[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
2011 Ellen Johnson-Sirleaf, April 2010.jpg Ellen Johnson-Sirleaf Liberia Liberia «Abalamour d'o stourm difeuls evit surentez ar merc'hed hag evit gwirioù ar merc'hed da gemer o ferzh leun e sevel ar peoc'h. »
Leymah-gbowee-at-emu-press-conference.jpg Leymah Gbowee Liberia Liberia
Tawakkul Karman (2011).jpg Tawakkul Karman Banniel Yemen Yemen
2012 Flag of Europe.svg Unaniezh Europa Flag of Europe.svg Unaniezh Europa « Abalamour m'he deus kaset war-raok, e-pad ouzhpenn 60 vloaz, ar peoc'h hag an divroc'h, an demokratelezh ha gwirioù mab-den en Europa. »
2013 Aozadur evit Berzañ an Armoù Kimiek « Abalamour d'e strivoù bras-kenañ a-benn dispenn an armoù kimiek. »
2014 Kailash Satyarthi.jpg Kailash Satyarthi India India « Abalamour d'o stourm a-enep korvoerezh ar vugale hag ar yaouankizoù, hag evit gwir an holl vugale da gaout deskadurezh. »
Malala Yousafzai at Girl Summit 2014.jpg Malala Yousafzai Banniel Pakistan Pakistan
2015 Pevarad ar C'hendiviz Broadel e Tunizia Tunizia Tunizia
2016 Juan Manuel Santos.jpg Juan Manuel Santos Kolombia Kolombia
2017 International Campaign to Abolish Nuclear Weapons
2018 Denis Mukwege par Claude Truong-Ngoc novembre 2014.jpg Denis Mukwege Flag of the Democratic Republic of the Congo.svg Kongo (RD)
Nadia Murad in Washington - 2018 (42733243785) (cropped).jpg Nadia Murad Tunizia Tunizia « Abalamour d'o strivoù evit lakaat termen da implij ar feulster revel evel un arm-brezel »
2019 Abiy Ahmed during state visit of Reuven Rivlin to Ethiopia, May 2018.jpg Abiy Ahmed Etiopia Etiopia « Abalamour d'e strivoù evit degas peoc'h ha kenlabour etrebroadel, ha pergen abalamour d'e gentodenn evit lakaat termen d'ar brezel a-zivout an harzoù gant Eritrea amezek »
2020 WFP logo.png World Food Programme Flag of Italy.svg Italia « Abalamour d'e strivoù evit stourm ouzh an naonegezh, d'e zegasadennoù evit gwellaat aozioù ar peoc'h e takadoù ma'z eus brezel ha d'e strivoù evit mirout na vefe arveret an naonegezh evel un arm-brezel »

Bloavezhioù 2020[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Bloaz Loread(ez) Bro Abeg
2021 Maria Ressa.jpg Maria Ressa Filipinez Filipinez « Abalamour d'o strivoù evit mirout ar frankiz eztaoliñ, a zo rekis evit an demokratelezh hag ar peoc'h padus. »
2018-06-20 Boris Nemzow Preis 2018-9831 (cropped).jpg Dmitry Muratov  Rusia
2022 Alaksandr Bialacki.jpg Ales Bialiatski Banniel Belarus Belarus « Evit ar gevredigezh keodedel e ra loeridi Priz Nobel ar Peoc'h en o bro.

E-pad meur a vloaz o deus broudet ar gwir da vurutellañ ar galloud ha da wareziñ gwirioù-diazez ar geodedourien.
En un doare dibar o deus strivet evit teuliaduriñ torfedoù-brezel, mestaolioù ouzh gwirioù mab-den ha drougarverioù beli.
A-gevret e tiskouezont pouezusted ar gevredigezh keodedel evit ar peoc'h hag an demokratelezh. »

Memorial  Rusia
Center for Civil Liberties Banniel Ukraina Ukraina

Daveoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]