Alfred Nobel
Alfred Bernhard Nobel (21 a viz Here 1833, Stockholm, Sveden – 10 a viz Kerzu 1896, Sanremo, Italia) a oa kimiour, ijinour, nevezer ha kenderc'her armoù ; gantañ e voe ijinet an dinamit.
Perc'henn e oa war Bofors, ul labouradeg armoù bras, en doa lakaet da broduiñ dir ha houarn e-lec'h an armoù a farde a-raok. En e destamant diwezhañ ez implijas e binvidigezh bras-kenañ evit sevel ar prizioù Nobel. Diwar e anv e voe badezet an elfenn gimiek 102, an nobeliom.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Trede mab da Immanuel Nobel (1801-1872), a ijinas an turgn evit an darbrenn, hag Andriette Ahlsell Nobel (1805-1889) e oa Alfred Nobel. Eus Stockholm ez eas gant e diegezh da Sant Petersbourg, ma savas e dad ul labouradeg minoù mor. Mont a reas Alfred war studi ar gimiezh gant ar c'helenner Nikolay Nikolaevich Zinin. E 1859 e voe fiziet al labouradeg en eil mab Ludvig Nobel (1831-1888), he brasaas kalz.
Goude freuz-stal an embregerezh e tistroas ar familh da Sveden, m'en em ouestlas Alfred da studi an danvezioù-tarzh, ha da genderc'hadur an nitroglikerin bet ijinet e 1847 gant Ascanio Sobrero, unan eus studierien Théophile-Jules Pelouze e skol-veur Torino). Meur a darzhadenn a voe e labouradeg o ziegezh en Heleneborg e-kerzh e enklaskoù ; unan anezhe a lazhas breur yaouankañ Alfred, Emil ha meur a vicherour e 1864.
Alfred Nobel eo aozer Nemesis, un drajedienn e pevar arvest diwar-benn Beatrice Cenci, awenet evit darn gant The Cenci, savet gant Percy Bysshe Shelley. Moullet e voe pa oa an dramaour war e dremenvan. Distrujet e voe holl skridoù ar pezh-c'hoari, war-bouez tri anezhe, diouzhtu goude marv Alfred Nobel, rak e hêred a sellas ouzh Nemesis evel ouzh un disakridigezh. Un embannadur divyezhek svedeg-esperanto) a voe e Sveden e 2003. Troet eo bet e slovenieg dre an esperanto, hag e galleg e 2008[1]
E 1895 e voe diazezet ar priz Nobel, pa skrivas Alfred Nobel e destamant diwezhañ, ma lezas ul lodenn vras eus e arc'hant evit e sevel.
E Norra begravningsplatsen, e Stockholm, emañ bez Alfred Nobel.
Dinamit
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Dizoleiñ a reas Nobel e teu an nitroglikerin da vezañ dizañjerusoc'h hag aesoc'h da vaneañ pa vez mesket gant un danvez euvrus ha diemlusk evel ar c'hieselguhr. E 1867 e lakaas breou war ar meskaj, a anvas Dynamit. En hevelep bloavezh e tiskouezas implij e zanvez-tarzh evit ar wezh kentañ, en ur vengleuz e Redhill, e Surrey, e Bro-Saoz.
Diwezhatoc'h e veskas nitroglikerin gant un danvez-tarzh arall, an nitrokelluloz, o krouiñ e-giz-se un danvez treuzwelus, heñvel ouzh kaotigell, hag a oa un danvez-tarzh kreñvoc'h evit an dinamit. Ar Gelignit, evel ma oa badezet, a voe breouet e 1876, ha heuliet e voe gant ur bern meskadoù damheñvel, kemmet dre ouzhpennañ nitrat kaliom ha danvezioù all a bep seurt.
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Nobel, Alfred Bernhard en Encyclopædia Britannica 1911
- Schück, H, and Sohlman, R., (1929). The Life of Alfred Nobel. London: William Heineman Ltd.
- Alfred Nobel US Patent No 78,317]], 26 a viz Mae 1868]
Notes
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Alfred Nobel, Némésis, troet gant Régis Boyer, Les Belles Lettres, 2008, ISBN 978-2-251-44342-3 (fr)
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- "Alfred Nobel - Man behind the Prizes" (an den a-dreñv d'ar prizioù)
- Buhezskrid e skol-uhel Nobel Norvegia
- Nobelprize.org