Mont d’an endalc’had

Elfenn gimiek

Eus Wikipedia
Elfenn gimiek
metakevrennad a live kentañ, strollad danvezennoù kimiek
Iskevrennad euschemical substance Kemmañ
Rann eustaolenn beriodek an elfennoù, kediad kimiek Kemmañ
Implijsimple substance Kemmañ
Abeg pennañNiver atomek Kemmañ
Studiet gantkimiezh Kemmañ
Dezverket dretype of chemical entity Kemmañ
Tikedenn Stack Exchangehttps://chemistry.stackexchange.com/tags/elements, https://physics.stackexchange.com/tags/elements Kemmañ
Enebet ouzhchemical anti-element Kemmañ
Is metaclass forchemical substance Kemmañ
Roll elfennoùlist of elements by atomic properties Kemmañ
Category for eponymous categoriesCategory:Wikipedia categories named after chemical elements Kemmañ

Graet e vez elfenn gimiek (pe simploc'h c'hoazh elfenn) eus teskad an atomoù a zo dezho un niver roet a brotonoù en o nukleüs. An niver-se a vez graet anezhañ niver atomek an elfenn. Evel se eo 6 niver atomek ar c'harbon, hag atomoù karbon eo an holl atomoù a zo 6 proton dezho. Evel se ivez ez eus 92 proton d'an holl atomoù uraniom. Evit gwir eo an niver a brotonoù, pe hini an elektronoù kentoc'h, a ro o ferzhioù kimiek d'an atomoù.

Taolenn beriodek an elfennoù eo an doare boasañ hag aesañ da ginnig an elfennoù kimiek a bep seurt. Graet e vez izotopoù eus an atomoù a zo dezho ar memes niver a brotonoù met un niver disheñvel a neutronoù. Nukleonoù, partikulennoù an nukleüs, a vez graet en un doare hollek eus ar protonoù hag an neutronoù. Graet e vez niver mas eus an niver hollek a nukleonoù a zo en nukleüs. Pa vez pledet gant un izotop e vez anvet anv an elfenn-niver mas. Da skouer eo ar c'harbon-14 izotop ar c'harbon, dezhañ an niver mas 14. Gant ar pep brasañ eus an elfennoù ez eus un izotop kalz stankoc'h eget ar re all en natur. Evel se e vez kavet 98,9% eus ar c'harbon dindan stumm an izotop 12, 1,1% dindan stumm an izotop 13, ha n'eus nemet roudoù eus ar c'harbon-14.

Dre veur a zoare e c'hell elfenoù kimiek (an atomoù) kombinañ. Dindan ur stumm pur e c'hellont bezañ atomoù en o unan, molekulennoù dezho meur a atom eus ar memes elfenn, soludoù kristalek pe amorfek. Dindan stumm kompozadoù molekulel e vez strollet an atomoù e-barzh molekulennoù gant un niver hag un aozadur resis eus atomoù eus meur a elfenn. Gallout a ra ivez an atomoù bezañ kediet dindan stumm kompozadoù kimiek n'int ket aozet ken resis, e-giz kendeuzadoù metalek.

Cheñch a ra anvioù an elfennoù kimiek hervez ar yezhoù, ha kalz anezho a zo bet roet a-raok ma vefent bet lakaet da elfenn gant ar skiant (en enep da gompozadoù a ya meur a elfenn d'ober anezho). Peurvuiañ e tennont o anvioù diouzh tachennoù liesseurt, da skouer : ar vitologiezh (tantalom, merkur, uraniom, neptuniom); al livioù (krom, rubidiom, ruteniom); an douaroniezh (poloniom, germaniom, frañsiom, europiom); anv o dizoloer pe anv ur skiantour brudet. Anvet e vet an elefennoù nevez, anezho elfennoù pounner, distabil hag artifisiel atav, gant Unaniezh etrevroadel kimiezh pur hag implijet diwar anv o dizoloer peurvuiañ, gant ar lostger -ium (-iom).

Met ur simbol hepken o deus an holl elfennoù, anezhañ ul lizhenn vras, hag a-wezhioù ul lizherenn vihan. Ar c'harbon da skouer a vez notet C, hag ar sodiom (natriom) Na.
An niver mas a c'hell bezañ notet en nec'h hag a-gleiz d'ar simbol, da skouer 14C evit ar c'harbon-14.
An niver atomek ivez a c'hell bezañ notet en traoñ hag a-gleiz d'ar simbol, met ne ro ket muioc'h a ditouroù eget ar simbol. Da skouer e c'heller skrivañ 6C evit ar c'harbon, met didalvez eo p'emañ ar simbol C o tiskouez c'hoazh eo 6 an niver atomek.
An niver en traoñ hag a-zehoù a ziskouez kementad an elfenn e-barzh ur volekulenn. Da skouer H2O a zo evit ur volekulenn dour, enni daou atom hidrogen (simbol H, hag an niver 2 a ziskouez pet ez eus anezho), hag un atom oksigen (simbol O, ne vez ket notet an 1 a zo empleg).
En nec'h hag a-zehoù e vez notet ar garg elektrek douget gant an ionoù, anezhañ un atom pe ur c'hompozad molekulel en deus gounezet pe kollet un nebeud elektron. Da skouer a zo evit an ion sulfat, ennañ un atom sulfur (S), 4 atom oksigen (O4), pep tra gant daou elektron ouzhpenn (2-), gant ur sin nemet peogwir eo negativel karg an elektron. An ion oksoniom (pe hidroniom), dezhañ ur garg pozitivel, a vez notet H3O+, amañ c'hoazh eo empleg an 1 dirak ar sin mui.

Kimiezh | Elfennoù kimiek

Rolloù hervez an arouez ~ hervez an anvTaolenn beriodek
Taolennoù an izotopoù rannet ~ klok