Trajedienn

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Kimiad Cordelia, en drajedienn King Lear, gant Shakespeare. Taolenn gant Edwin Austin Abbey (1852–1911).

Un drajedienn[1] zo un oberenn teatr a zo enni tudennoù lakaet e plegennoù diaes hag a c'hall echuiñ gant marv unan bennak anezho.

Eus ar ger henc'hresianek τραγῳδία (tragōidia) e teu ar ger "trajedienn", deut e brezhoneg dre ar galleg ha testeniekaet en hor yezh abaoe ar XIIvet kantved. Abaoe an Henamzer e vez savet ha c'hoariet trajediennoù. Enno e ren froudoù don mab-den. Gwechall e vezent skrivet e gwerzennoù hag an tudennoù enni a oa tud eus ar renkadoù uhelañ. Gant an trajediennoù e vez enaouet truez pe spont e kalon an arvesterien.

An trajediennoù koshañ en Henc'hres, 2500 vloaz zo, ne chom nemet ul lodenn anezho, traoù savet gant Aesc'hulos, Sofokles pe Euripides da skouer. A-hed istor mab-den ez eus bet kendalc'het da sevel trajediennoù : gant Shakespeare, Lope de Vega, Pierre Corneille, Jean Racine pe Friedrich Schiller ha, nevesoc'h zo, Henrik Ibsen, August Strindberg, Arthur Miller, Samuel Beckett, Heiner Müller pe Joshua Oppenheimer.

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Geriadur an Here, pajenn 1307.