August Strindberg
Neuz
August Strindberg (ganet d'an 22 C'hwevrer 1849 ha marvet d'ar 14 Mae 1912) a oa ur skrivagner, ur barzh, ur skridarnodour hag ul livour svedat. Strindberg a skrive diwar e skiant-prenet peurliesañ. Muioc'h a dri-ugent pezhioù-c'hoari ha muioc'h a dregont oberennoù faltaziek, pe emvuhezskridoù, politikerezh, pe istor e-pad e red-micher a 40 bloaz. Ergerzhañ a reas meur a rumm lennegezh evel trajediennoù naturelouriezh, monodrama, pezhioù-c'hoari istorel, en un doare ekspresionour gant araezioù surrealour.
Azaouezet eo evel penn al lennegezh svedat arnevez ha lavaret e vez eo e zanevell "Röda rummet" an oberenn arnevez gentañ e Sveden. Graet e vez "Tad ar c'hoariva arnevez" anezhañ.
E skridoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Röda Rummet (1879)
- Mäster Olof (1881)
- De lycksaliges ö (1882]
- Samvetskval (1884)
- Fadren (1887)
- Hemsöborna (1887)
- Paria (1889)
- Fröken Julie (1889)
- Inferno (1897)
- Gustaf Vasa (1899)
- Ett drömspel (1901)
- Påsk (1901)
- Till Damaskus (1898-1904)
- Spöksonaten (1908)