Dinamit

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
A Diatomit Kieselguhr (pe forzh pe zanvez lonker) soubet en nitroglikerin
B Ur groc'henenn-difenn tro-dro d'an danvez-tarzh
C An tarzher pe strakadenner
D Neudenn-dredan an tarzher

An dinamit zo un danvez-tarzh fardet diwar nitroglikerin. Ijinet e oa bet gant ar c'himiour hag ijinour svedat Alfred Nobel e Geesthacht, ha breouataet e 1867. Buan e oa deuet da vezañ implijet dre ar bed a-bezh dre ma oa kalz izeloc'h dañjerioù e implij evit na oa re an nitroglikerin dourennek pe ar poultr-kanol zoken.

Gerdarzh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Eus ar ger gresianek δυναμις (dunamis), a dalv kement ha "galloud" ma oa bet ouzhpennet al lostger svedek '-it' outañ.

Istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An nitroglikerin a oa bet krouet ha gwerzhet gant embregerezh Alfred Nobel dindan e stumm dourennek. Met ken dañjerus e oa ma oa bet difennet buan-buan ober gantañ en Europa.
E 1866 e kavas Alfred Nobel an doare d'e veskañ gant Kieselguhrs (poultrenn Diatomées) ha d'e stummañ e bizhierigoù lakaet e-barzh paper. D'ar 25 a viz Du 1867 e varilhas Alfred Nobel ur breou diwar-benn e gavadenn.

E gwirionez e c'heller meskañ dourenn an nitroglikerin gant elfennoù all evel ar silikiom, ar soufr, an nitrat sodiom pe reoù all.

Dre e vreou e c'hounezas Alfred Nobel arc'hant forzh pegement, ar pezh a voe gouestlet d'ar priz Nobel da c'houde. Mirout a rae spis e zizoloadenn diouzh an dud a klaske laerezh formulenn an dinamit dioutañ dre glask ober unan beuzheñvel.

D'an 3 a viz Gwengolo 1864 e voe un darzhadenn ramzel en uzin sevel dinamit Nobel. 5 a dud a voe lazhet e-touez anezho breur yaouankañ Alfred Nobel, Emil Oskar Nobel.

Bizhier dinamit[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An dinamit a gaver e stumm bizhier 25 cm o hirder ha 3 cm o zreuzkiz, met kargelloù 5cm o zreuskiz hag 1 kg o fouez eo a vez implijet an aliesañ.
Kalz nebeutoc’h a riskl zo gant bizhier eget gant an nitroglikerin pe ar poultr-kanol, rak ar bizhier ne darzhont nemet dre vroud un tarzher.

Gant an amzer pe an endro e c’hell bezañ skarzhet kuit an nitroglikerin diouzh ar vazh hag neuze dont da vezañ dañjerus, setu perak ne vez mui implijet war ar chanterioù hiziv an deiz.

An implijoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Domanioù pennañ implijoù an dinamit a zo bet ar saverezh, ar c’horvoerezh kailh hag an dismantrerezh. E-pad ar greanteladur, un ezhomm bras a danvezhioù tarzh evit ar mengleuzerezh pe evit ar saverezh riboulioù ‘zo bet. Hogen,danvezioù-tarzh nevez ha teknikoù all o deus kemeret plas an dinamit. Abaoe pell n’eo ket mui kenwerzhet.

Implijet eo bet ivez an dinamit er brezelioù-kuzh pe get.

Implijet eo ivez an dinamit evit tabutoù (?) armet. Torfedourien 'zo a zo bet harpet gant ar c’hoant digeriñ kofroù-kreñv, dre ar c’hoant-se int deuet a-benn da dennañ nitroglikerin diouzh bazhennoù dinamit o lakaat anezho da virviñ.

Implijet eo bet an dinamit e-pad pell gant ar speleogourien evit pratikañ distankañ korzennoù pe touligoù nann-treantus gant an den. Tamm-ha-tamm, ar pleustr ‘zo aet war-zu danvezioù-tarzh dedennusoc’h e-keñver ar buisañs hag ar volum.

Dañjerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Evel forzh peseurt danvez tarzh ez eo dañjerus implij an dinamit. Dañjerus eo kement pa e implijer pe pa vez savet en uzinoù. Gwallzarvoudoù lies a oa bet e-pad ar sevel, an implij pe an dezougen. Ouzhpenn-se ret e eo bezañ arbennik mat evit gouzout resis pet danvez tarzh dinamit a vez ezhomm hervez an darzhadenn gortozet. Ma vez lakaet re e vez marvus an efedoù.