Svedeg

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Svedek)


Svedeg
(svenska)
Kartenn al lec'hioù pennañ ma vez komzet svedeg
Kartenn al lec'hioù pennañ ma vez komzet svedeg

Perzhioù
Komzet e : Sveden, Finland
Rannved : Europa
Komzet gant : 9 300 000
Renkadur : 89
Familh-yezh : Yezhoù indezeuropek
Statud ofisiel
Yezh ofisiel e : Sveden, Finland, Unaniezh Europa
Akademiezh : Svenska språkrådet (Kuzul ar yezh svedek)
Kodoù ar yezh
ISO 639-1 sv
ISO 639-2 swe
ISO 639-3
Kod SIL swe
Sellit ivez ouzh ar pennad Yezh.

Ar svedeg (svenska) a zo ur yezh c'hermanek eus skourr ar yezhoù skandinavek. Kar eo d'an norvegeg ha d'an daneg. Ar yezh ofisiel er fedoù eo e Sveden hag ur statud yezh ofisiel en deus e Finland, a-gevret gant ar finneg, nemet en inizi Åland m'eo ar yezh ofisiel nemeti.

Skrivet e vez ar svedeg gant al lizherenneg latin gant un nebeud lizherennoù ispisial ouzhpenn : å, ä, ö.

Levezonet eo bet ar svedeg gant an alamaneg hag ivez, diwezhatoc'h, gant ar galleg, en XVIIIvet ha XIXvet kantved Setu skouerioù amprestoù gallek : nivå (niveau, "live"), paraply (parapluie, "disglavier"), promenera (promener, "pourmen").

Un nebeud gerioù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • Svedad: svensk
  • Salud: hej (hey)
  • Kenavo: hej då (hey-do)
  • Degemer mat: välkommen (velkommen)
  • Trugarez: tack (takk)
  • Ya: ja (ya)
  • Nann: nej (ney)

Yezh ar sinoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]