Yezhoù skandinavek

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

Yezhoù skandinavek, pe yezhoù germanek an norzh, a reer eus an daneg, ar faeroeg, an islandeg, an norvegeg (an daou stumm anezhañ, bokmål ha nynorsk), ar svedeg hag an norneg. Dont a reont holl eus an norseg, hag un isskourr int eus skourr ar yezhoù germanek, e familh ar yezhoù indezeuropek.

An islandeg (ha, betek ur poent, ar faeroeg) eo ar yezh a zo emdroet an nebeutañ, e-keñver an henyezh, an hini kempleshañ, m’eo bet miret ar muiañ doare mont en-dro an norseg. Dalc’het eo bet gantañ, da skouer, an troadoù.

En em gompren mat a-walc’h etrezo a ra an dud a gomz yezhoù skandinavek disheñvel, dreist-holl yezhoù ar c’hevandir. Un den a gomz daneg a c’hell kompren an dud e Sveden ha bezañ komprenet ganto. Ha kemend-all gant an norvegeg (an eil stumm pe egile).

Abalamour da se, ha peogwir e c’hell an diforc’hioù etre ar rannyezhoù bezañ bihanoc’h c’hoazh, eo diaes rannañ ha rummata ar yezhoù skandinavek. Daoust da se e vezer boas d’o rannañ e daou skourr, skandinaveg ar c’hornôg (pe an inizi) ha skandinaveg ar reter (pe ar c’hevandir). Yezhoù skourr ar reter a zo aet war eeunaat e-keñver yezhadur ha levezonet int bet e-keñver geriaoueg gant an alamaneg, an izelalamaneg hag an nederlandeg.


Isrannet e vez ar yezhoù-mañ evel-henn :

Ar romani rakripa pe svensk romani (romeg Sveden) n’emañ ket an holl yezhoniourien a-unvouezh war an doare d’e renkañ, e-touez ar yezhoù romek pe e-touez ar yezhoù skandinavek.


Gwelet ivez[kemmañ]