Brezel-bed kentañ

Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar Brezel-bed kentañ a zo ur brezel hag a c'hoarvezas en Europa dreist-holl etre 1914 ha 1918. Eno eo e c'hoarvezas an emgannoù brasañ met brezel a voe en holl gevandirioù hag en holl gornioù ar bed, war zouar ha war vor, hag en oabl ivez evit ar wech kentañ.
Brezel-bed a vez laret, rak ar wech kentañ e voe gwelout kemend-all a vroioù o kemer perzh. Koulskoude, a-raok ma strakas an Eil Brezel-bed e veze anvet ar Brezel Bras, ha soñjal a rae d'an dud e vije an hini diwezhañ. E galleg e oa bet savet al lesanv La Der des Ders.
E-pad an hañv 1914 e strakas ar brezel-se da-heul Gwalldaol Sarajevo d'an 28 a viz Mezheven, drouklazh an arc'hdug Franz Ferdinand von Österreich-Este, pennhêr impalaeriezh Aostria-Hungaria, hag e bried, dugez Hohenberg, gant ar broadelour serb, eus Bosnia, Gavrilo Princip.
Bloavezh 1918, ar Galloudoù kreiz a oa krog da gouezhañ; Bulgaria a sine un arsav-brezel d'an 29 a viz Gwengolo, an Ottomaned d'an 31 a viz Here, Aostria-Hungaria d'an 3 a viz Du. E-unan, gant an Dispac'h Alaman o sevel hag ul lu o vont da emsevel, ar C'haiser Wilhelm a zilez an tron d'an 9 a viz Du, hag ar gouarnamant alaman nevez a sin an arsav-brezel d'an 11 a viz Du 1918, oc'h echuiñ ar brezel. D'an 11 a viz Du 1918 e Koadeg Compiègne e voe sinet an arsav-brezel, ha d'an 28 a viz Mezheven 1919 e voe sinet ar peoc'h (Feur-emglev Versailhez).
Lazhet e voe un dek milion bennak a dud.
Breizh hag ar C'hentañ Brezel-bed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Drastus e voe ar Brezel bras evit Breizh war meur a zachenn, sokial, denel.
El lennegezh[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Nebeut oberennoù en brezhoneg a zo bet a-ziwar ar C'hentañ Brezel-bed.
- Dremm an Ankou, gant Abeozen (Fañch Elies). Ur sell peoc'hgarour gant ur breton bet mac'hagnet gant ar gazoù brezel.
- Kammdro en Ankeu, gant Loeiz Herrieu, rentañ kont a-zeiz da-zeiz eus ar brezel dre sell ur soudard re gozh evit bezañ en Talbenn met kaset da gemer perzh er brezel fol memestra.
- Ar en deulin, Ar hentoù ar brezel, gant Yann-Bêr Kalloc'h, sell ur c'hadour breton broadelour[1].
- Dek devezh e Verdun gant Jules Gros, rentañ-kont brezel[2].
- Notennoù brezel gant Aogust Bôcher.
- War hent ar ger. Istor tri brizonier breizat e-pad ar brezel bras 1914-1918 skrivet gant unan anê, gant Pêr-Mari Lec'hvien
- Barzhonegoù war an talbenn gant Yann Mari Normand[3].
Talbennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emgannoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- e Belgia e 1914 :
- e Bro-C'hall :
- e lec'hioù arall :
Pennadoù kar[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Notennoù ha daveennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
- ↑ "Waraok, Kelt mat! Ha tenn ha sko! Kouezh mar kouezezh, 'vit ar vro eo! Met sko, sko, sko! O breur, sko! Hep ehan, hep diskuizh, hep truez, tan dezhañ! Lazh ha tag, p'en deo ret! O breur lazh! Bez ar frailh hag a val, ar garreg hag a flastr, ar gurun a freuz, ar mor a veuz: bez ar C'hadour. Dalc'h koun e oa da gourdadoù kaored divent a grene Germania dirak sell o lagad."
- ↑ «en kreizig-kreiz rannvro Arras, e-deroù miz Here 1914. Toullet hon devoa trañcheoù en derc'hent. Hag e oamp distroet a-drêk evit kousket er c'hraoù-foen. An deiz war-lerc'h e oamp prest da vont e-barzh hon trañcheoù. Reiñ a reas kement-se ar C'horonal gourc'hemenn deomp : «Baïonnette au canon, en avant!». «Ha ni neuze da vont war-raok. Ar blaenenn an hini e oa, parkeier ken plaen hag an dorn. O kregiñ da glevet ar boledoù o c'hwibanaat em divskouarn e oan pa welis a-daol-trumm brageier ruz o fontañ er pradoù beterabez. Redek hon devoa graet evel-henn e-pad un degad a vunutennoù kent kavout goudor a-drêk ur c'hleuzig. Steudennet e voemp koulskoude gant an Alamaniz ha setu an obuzioù oc'h arruout dre amañ. Klevout a ris unan dioute o lavarout : «Celui-là est pour moi, je vais mourir». Un aspedenn a ris neuze : «Santez Anna Wened, savetaet din ma buhez!». An amzer em boe bet da gas ma fal d'un dorn d'egile pa flastras un obuz daou vetrad ac'hane. Stekiñ a reas kement-mañ ma fal. Un frapadig amzer goude e saven hag e c'halven ma c'hamaladed. Den na respontas din : a-gleiz kement hag a-zehoù, bez' e oa pemp pe c'hwec'h den astennet, marv. An hini manet bev nemetañ e oan.»
- ↑ Dastumad embannet gant TIR, 2018